C'hwil-krug

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
C'hwil-krug
Krug-amprevan.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhiad : Coleoptera
Kerentiad : Staphylinidae
Genad : Staphylinus
Anv skiantel
Staphylinus olens
Müller, 1764
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar c’hwil-krug (pe Staphylinus olens) zo un amprevan europat bras a gaver stank er vro hag a zo ezel eus kerentiad bras ar Staphylinidae. Degaset eo bet ar spesad da Amerika hag e lodennoù zo eus Aostralazia.

Da gustum e kuzh ar c’hwiled-se dindan ar vein diouzh an deiz . Gwelet e vezont ar muiañ etre miz Ebrel ha miz Here er c’hoadoù, er jardrinoù hag el liorzhoù.

Deskrivadenn[kemmañ]

Ur c'hwil-du o tiskouez e wagrennoù

Tizhout a ra korf ar c’hwiled-krug betek 25-28 mm. Berr eo o adeskell ha ne c’holoont nemet o brusk, o lezel rannoù ar c’hof dizolo. Kreñv-kenañ eo kigennoù ar c’hof ha goloet eo hemañ gant pladennoù kalet. Gouest int da nijal met ne reont ket alies gant o eskell. Goloet eo o c’hof gant blevennoù du tanav.

Anavezet-mat int evit o boaz da sevel o c’hof hir ha dizolo en ur zigeriñ o c’harvanoù, un tamm evel ur c’hrug, pa’n em santont en arvar. Daoust ma n’eus flemm ebet ouzh o lost e c’hallont kregiñ en un doare poanius gant o garvanoù kreñv e stumm gevelioù. Teurel a reont ivez ur ur flaer blazus, a-drugarez d’un dourennadur a zeu diouzh ur c’houblad gwagrennoù gwenn e penn o c’hof. En anv skiantel e talv olens kement ha flaerius hag e ra meneg eus an dourennadur-se.

Boued[kemmañ]

Ur c’hwil-krug o tagañ ur vuzhugenn

Ur preizher eo ar c’hwil-krug ha chaseal a ra diouzh an noz dreist-holl. Debriñ a ra divellkeineged evel buzhug bev, moc'h-koad, pe gagnoù zoken. Tapet e vez ar preizhoù war-bouez ar c'harvanoù, a vez implijet evit troc'hañ, ha gant ar pavioù a-raok a dalvez da vaneañ anezhe. Chaoket ha lonket e vez un tamm eus ar preizh meur a wezh ha dont a ra er-maez goloet gant un dourennadur gell taolet gant lodenn uhelañ ar bouzelloù, betek dont da vezañ ul liñvenn a zo ezmoret. Lezet e vez kroc'hen ar buzhug ha tammoù kalet an artropoded. Kigdebrerien eo a larvennoù ivez, dezho boazioù debriñ heñvel.

Gouennadur[kemmañ]

Ul larvenn o tebriñ

Dozvet e vez vioù gant ar parezed adalek 2 pe 3 sizhun goude ar c’houbladur kentañ. Bras (4 mm) ha gwenn int gant ur vandenn teñvaloc'h. Lezet e vezont e unendro gleb : dindan kinvi, mein, bouzellennoù saout pe bernioù delioù, en diskar-amzer. Goude 30 devezh pe war-dro e tiglor al larvennoù gwenn, dezho ur penn a liv gant ar plouz. Bevañ a reont dindan an douar dreist-holl ha debriñ ar memes preizhoù hag ar re vras. Ar memes karvanoù kreñv o deus dija. Pa vezont gourdrouzet en em zalc’hont er memes doare o tigeriñ o c’harvanoù hag o sevel o lost. Tremen a ra al larvennoù dre deir stad kresk. Er stad diwezhañ e vuzuliont eus 20 betek 26 mm hed. War-dro 150 devezh e savont poupennoù. Chom a raint enne e-pad 35 devezh. Dinodiñ a reont en o ment gour gant o livioù diwezhañ, stummet penn-da-benn war-bouez an eskell na c’hallont ket plegañ mat dindan an adeskell e-doug meur a eurvezh. C’hwiled-krug gour a c’hall bevañ dreist un eil goañvezh, lod o c’hoañviñ e douarennoù betek miz Meurzh tra ma talc’h lod all da vezañ oberiant.

Anvadur skiantel[kemmañ]

An anvadur latin : Ocypus olens (O. Müller, 1764) a glot gant anvadurioù all a c'haller kavout e levrioù zo hag a zo erru dispredet evel : Goerius macrocephalus Stephens, 1832, Ocypus fulvopilosus Fiori, 1894, Ocypus meridionalis Fiori, 1894, Staphylinus major De Geer, 1774, Staphylinus olens O. F. Müller, 1764, Staphylinus unicolor Herbst, 1784)


Levrlennadur[kemmañ]

  • Nield CE. 1976. "Aspects of the biology of Staphylinus olens (Müller), Britain's largest staphylinid beetle", Ecological Entomology, 1: 117-126.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.