Buenaventura Durruti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Buenaventura Durruti Dumange (14 a viz Gouere 1896 e León20 a viz Du 1936 e Madrid) a oa unan eus pennoù al luskad anarkour e Spagn a-raok hag e-pad Brezel Spagn.

E vuhez[kemmañ]

Durruti a voe ganet e León en ur familh micherourien. Ur skoliad diroll e voe. E 1903 e voe bac'het e dad, hag a oa ezel eus UGT (Unión General de Trabajadores), peogwir en doe kemeret perzh e harz-labour ar gourrezerien, hag a c'houlenne groñs ma veje dezhioù labour 8 eurvezh. E miz Ebrel 1913 e labouras evel turgner, hag ezel e voe eus unvaniezh ar vetalourien hag e 1914 e teuas da vezañ paotr-an-hent-houarn.

Durruti pa oa yaouank

Harz-labour 1917 hag an harlu e Frañs[kemmañ]

Durruti a gemeras perzh en harz-labour aozet gant UGT e 1917. Gouarnamant Spagn a c'houlennas gant an arme lakaat un termen d' an harz-labour hag ouzhpenn 500 labourer a voe lazhet pe gloazet, ha 2000 harz-labourer a voe bac'het hep ma vefe aozet prosez ebet. Ne voent ket sikouret gant o sindikad, ha difredet e voent. E miz Gwengolo ez eas da repuiñ e Gijón, ha dre ma oa klask war e lerc'h e tec'has war-du Frañs.

E Frañs e chomas betek 1920. E Pariz e labouras evel mekaniker hag eno ivez e kejas gant Sébastien Faure, Louis Lecoin hag Émile Cottin hag ivez gant izili spagnol eus CNT Frañs, deuet da repuiñ er c'hwec'hkorn. Gant ar re all e voe kendrec'het da zistreiñ da Varcelona a-benn kenaozañ al labourerien.

CNT[kemmañ]

Ur wech distro da Varcelona ec'h aozas Los Solidarios asambles gant Joan García Oliver, Francisco Ascaso hag anarkourien all . Izili zo eus ar strolald a glaskas lazhañ Alfons XIII hag a oa roue Spagn. E 1923 e kemeras perzh ar strollad e muntr ar c'hardinal Juan Soldevilla y Romero, a-benn veñjiñ muntr Salvador Seguí. Durruti hag Oliver a dec'has da Arc'hantina.

E 1931 e tistroas Durruti da Varcelona hag unan eus izili bouezus eus CNT (Confederación nacional del trabajo) hag eus FAI (Federación anarquista ibérica) e teuas da vezañ. E 1932 hag e 1933 e kemeras perzh en emsavadegoù aozet gant CNT a-enep gouarnamant republikan Manuel Azaña.

Durruti e 1936

Brezel Spagn[kemmañ]

Stank e kenlabouras Durruti gant stourmerien all da genaozañ ar stourm a-enep taol-arme Francisco Franco. D'ar 24 a viz Gouere 1936 e kasas miliadoù a "guerilleros" (anvet Steudad Durruti diwezhatoc'h) eus Barcelona da Zaragoza. Goude un emgann berr ha taer e Caspe, e chomas a-sav ar steudad e Pina de Ebro. Diwar guzul un ofiser eus an arme hag a oa implijet da « guzulier teknek » e voe divizet chom hep tagañ Zaragoza, daoust ma ne save ket a-du Durruti gant an diviz-se. Marteze e voe ur fazi bras : morse ne zeuas ket a-benn ar republikaned da dapout Zaragoza en-dro. Ma vije bet dieubet norzh Spagn, ha neuze e oa dav kregiñ gant dieubiñ Zaragoza, o dije gelelt an dispac'hourien kas na dispac'h sokial a genlusk gant ar stourm enepfaskour. Met ne save ket a-du ar stalinourien gant ar mennozh-se, ha muioc'h-mui e talc'hent gouarnamant republikan Madrid.

Marv Durruti

E penn-kentañ 1936 e kasas Durruti ur steudad stourmerien da Vadrid. Met taget e voent gant arme Franco, ha gloazet da vat e voe Durruti. Un nebeud eurvezhioù goude e varvas. Amresis e chom an doare ma varvas. Ne voe ket lazhet gant un tenn o tont eus arme Franco. Ar stalinourien a lavaras e oa bet lazhet gant unan eus e soudarded, peogwir e kave dezho e oa re aotrouniek. Gant tud all e voe lavaret e oa bet taget gant izili PCE. Re all a lavaras ivez e oa aet a-dreuz e arm. Peurliesañ e vez lavaret, daoust ma n'eus prouenn ebet eus an dra-se, e voe lazhet dre zegouezh gant unan eus e letananted.

Kaset e voe korf Durruti a -dreuz ar vro betek Barcelona, ma voe aozet e obidoù. Ouzhpenn 250 000 den a zibunas pa voe kaset e gofr da vered Montjuïch ma voe douaret enni.

Bez Durruti e bered Montjuïch

An darvoud diwezhañ ma tiskouezas an anarkourien pegen pouezus e oant e voe e-pad Brezel Spagn.

Steudad Durruti

Derc'hel a reas steudad Durruti goude e varv, ez-ofisiel e voe anvet 26vet Rann-arme, renet (e 1939 da nebeutañ) gant Ricardo Sanz.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Miguel Amoros, Durruti dans le labyrinthe, embannadurioù Encyclopédie des nuisances, 2007.
  • Miquel Amoros, La Revolución traicionada. La verdadera historia de Balius y Los Amigos de Durruti, Virus Editorial, 2003
  • Abel Paz, Durruti: le peuple en armes, embannadurioù Tête de Feuilles, 1972
  • Abel Paz, Durruti, un anarchiste espagnol. Embannadurioù Quai Voltaire, 1993
  • Durruti 1896 - 1936, albom luc'hskeudennoù, rakskrid gant Lucencia Espejo. Embannet e pemp yezh : spagnoleg, saozneg, alamaneg, italianeg ha galleg. Madrid; London; Hamburg; Milano; Paris: Fundación Anselmo Lorenzo; Active/Beastie; Nautilus; Zero in Condotta; L'Insomniaque, 1996, embannadurioù Casa de Velázquez, 1996
  • Hans Magnus Enzensberger, Le Bref été de l'Anarchie - la vie et la mort de Buenaventura Durruti, Gallimard, 1975
  • Collectif, Buenaventura Durruti, CD doubl [1] nato, (1996).


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.