Steudad Durruti

Eus Wikipedia
Izili ar Steudad Durruti, e-kreiz dirak Mohamed Saïl

Ar Steudad Durruti a voe ar steudad anarkour vrudetañ aozet e-pad Brezel Spagn. Kaset e voe gant Buenaventura Durruti eus kreiz 1936 betek e varv d'an 20 a viz Du 1936. A-bouez e voe perzh ar steudad a-fet sikour ar Republik spagnol e Madrid pa oa taget gant ar re a save a-du gant Franco. Goude marv Durruti e teuas e strollad da vezañ ul lodenn eus arme ar Republik, evel an holl vagadoù anarkourien, sokialourien ha komunourien all.

Soudarded ar golonenn Durruti, war an tu dehoù gant ar gasketenn Louis Mercier-Vega
Strollad etrebroadel ar golonenn Durruti e-pad intramant Buenaventura Durruti, d'an 23 a viz Du 1936 e Barcelona.

Dave d'ar steudad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Durutti Column a zo ur strollad sonerien breizhveuriat. A-ratozh-kaer eo ez eo bet skrivet Durutti en un doare disheñvel.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Buenaventura Durruti 1896-1936: un combattant libertaire dans la révolution espagnole, Abel Paz, Éditions de Paris, 2000
  • Durruti en la Revolución Española, Abel Paz ha José Luis Gutiérrez Molina, Fundación de estudios libertarios Anselmo Lorenzo, 1996
  • The anarchists in the Spanish Civil War, Robert Alexander, Janus Publishing Company Lim, 1999
  • Espagne 1936. Correspondants de guerre. L'ultime dépêche, Pierre Marqués Posty, L'Harmattan, 2008
  • Las brigadas internacionales de la guerra de España, ndreu Castells Peig, Ariel, 1974
  • Anarchism, the republic, and civil war in Spain, 1931-1939, Julián Casanova, Routledge, 2005
  • The CNT in the Spanish Revolution, José Peirats Valls, ChristieBooks.com, 2005

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Steudad Durruti, kontet gant ar skrivagner Carl Einstein hag a voe ezel anezhi