Black History Month

Eus Wikipedia
War ur bazenn milourel stadunanat,e-pad ar Black History Month

Ar Black History Month, pe African-American History Month er Stadoù-Unanet Amerika, zo ul lid bloaziek a gaver e Kanada, Iwerzhon, an Izelvroioù, ar Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika. Kroget e oa evel un doare da zerc'hel soñj eus an dud pe darvoudoù pouezus en diaspora afrikan. Lidet e vez bep bloaz er Stadoù-Unanet hag e Kanada e miz C'hwevrer. Er Rouantelezh-Unanet, en Izelvroioù hag e Republik Iwerzhon e vez lidet e miz Here.

Negro History Week (1926)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammenn ar Black History Month a zo da glask e 1926 e Stadoù-Unanet Amerika. An istorour Carter G. Woodson hag ar gevredigezh Association for the Study of Negro Life and History o devoa embannet e oa eil sizhun miz C'hwevrer da vezañ an "Negro History Week". Ar sizhun-se a oa bet choazet dre ma oa hini ganedigezh Abraham Lincoln, d'an 12 a viz C'hwevrer, ha hini Frederick Douglass, d'ar 14 a viz C'hwevrer. An daou zeiziad-se a oa bet lidet gant an Afro-amerikaned abaoe fin an XIXvet kantved .

Burutelladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An aktour ha sevener filmoù Morgan Freeman hag an aktourez Stacey Dash o deus burutellet kreñv ar mennozh a embann ez eus ur miz resis evit lidañ istor ar re zu. Freeman en deus embannet, "I don't want a Black history month. Black history is American history." (Ne 'm eus ket c'hoant da gaout ur miz evit istor ar re zu. An istor amerikan eo istor ar re Zu.)