Bizon Amerika

Eus Wikipedia
Bizon Amerka


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Bovinae
Genad : Bison
Anv skiantel
Bison bison
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Bern klopennoù Bizoned. Ne oa ken 750 bizon e 1890 da c'houde ar re chaseerezh.

Bizon Amerika (Bison bison) zo un daskirier a vev en Norzhamerika. Unan eus an daou spesad bizoned a chom bev an hini eo (bizon Europa eo egile). Al loened zo un arouez eus pradeg veur ar Midwest e Norzhamerika. O zachenn a oa bevennet gant un tric'horn etre Lenn an arzh bras e gwalarn Kanada, harzoù Stadoù mec'hikan Durango ha Nuevo León, hag er reter a-hed bevenn kornôg ar menezioù Appalach[1]. Ar bizoned a oa loened a-bouez-bras e kalz sevenadurioù amerindian. Diazezet e oa ekonomiezh Indianed ar bradeg veur evit ul lodenn vras diwar chase an aneval-se a veve e tropelloù kantreat bras-meurbet. Pa erruas an Europeaned en Amerika e konted c'hoazh eus 50 da 70 milion bizoned e Norzhamerika, a veve er plaenennoù geotek eus Mec'hiko betek ar C'hanada. Diouennet eo bet ar bagadoù-se e diwezh an XIXvet kantved kement ha ken bihan ma oa ar spesad war-nes mont da get. Abaoe ar mare-se ne gaver anezhe nemet en un nebeud mirvaoù ha tachennoù gwarezet.

Daou isspesad zo bet deskrivet : bizon ar plaenennoù (Bison bison bison), bihanoc'h e vent ha dezhañ ur bos rontoc'h, ha bizon ar c'hoadoù (Bison bison athabascae) – an hini brasañ, dezhañ ur bos brasoc'h ha karrez[2],[3],[4],[5],[6]. Bizon ar c'hoadoù zo unan eus ar spesadoù Bovidae ar brasañ er bed, gant ar Chianina Italian, ar gaur, en Azia, hag ejen dour gouez Azia. Ar brasañ loen eo war an douar e Norzhamerika.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [http://www.discoverlife.org/nh/tx/Vertebrata/Mammalia/Bovidae/Bos/bison/images/Bison_bison_map.320.jpg.html |title=Bison bison range map; American Bison |publisher=Discoverlife.org |date= Bizon Amerika, 2011-02-19}}
  2. Geist V."Phantom subspecies: the wood bison, Bison bison "athabascae" Rhoads 1897, is not a valid taxon, but an ecotype." Arctic, levrenn 44, 4e embannadur, p 283–300, 1991
  3. {Charles E. Kay & Clifford A. White, "Reintroduction of bison into the Rocky Mountain parks of Canada: historical and archaeological evidence", Crossing Boundaries in Park Management: Proceedings of the 11th Conference on Research and Resource Management in Parks and on Public Lands, p 143–51, The George Wright Society, Inc., 2001, Hancock, Michigan
  4. "Genetic relationship of wood and plains bison based on restriction fragment length polymorphisms", Bork, A. M., C. M. Strobeck, F. C. Yeh, R. J. Hudson, & R. K. Salmon, Can J Zool, levrenn 69, 1, p 43–48, 1991
  5. "Conservation Genetic Analysis of the Texas State Bison Herd", Halbert, Natalie D., Terje Raudsepp, Bhanu P. Chowdhary, & James N. Derr, Journal of Mammalogy, levrenn 85, 5, p 924–931, 2004
  6. "Genetic variation within and relatedness among wood and plains bison populations", Wilson, G. A., & C. Strobeck, Genome, levrenn 42, 3, p 483–96, 1999