Bellinzona

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bellinzona ha Castelgrande, gwelet eus kastell Montebello

Bellinzona eo kêr-benn Kanton Ticino e Suis. Emañ e-harz an Alpoù, war lez ar stêr Ticino. E reter ar c'hanton emañ Bellinzona, e kroashent meur a hent pouezus a gas da Italia, er c'hreisteiz, pe d'ar peurrest eus Suis, en hanternoz.

Brudet eo kêr abalamour d'he zri c'hastell : Castelgrande, Montebello ha Sasso Corbaro. Er bloavezh 2000 e oant bet lakaet war roll lec'hiennoù ar Glad bedel gant an UNESCO.

E miz Kerzu 2010 e oa 17 373 a annezidi e Bellinzona. Un drederenn anezho a oa estrañjourien, hag e-touez ar re-se e oa kalz Italianed.

Kestell Montebello ha Sasso Corbaro e Bellinzona

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.