Bann (isrann departamant)

Eus Wikipedia

Ur bann gall a oa ur rann velestradurel eus an departamantoù e Bro-C'hall, etre ar c'hanton hag an departamant, hag ur bastell-votiñ. Krouet e voe ar bannoù gant lezenn an 23 a viz Eost 1790.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E penn ar bann e veze ur c'huzul gant daouzek ezel. Dilennet e veze ar guzulierion gant dileuridi ar geodediz oberiant. Unan anezhe a veze lakaet da brokulor-sindik, karget da lakaat divizoù ar c'huzul e pleustr, ha pevar all a yae d'ober renerezh ar bann[1].

Relijion gatolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Votet e veze evit lakaat ur beleg da berson en ur barrez eus ar bann diouzhtu pa vanke unan[2].

Justis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ul lez-varn a voe krouet e pep pennlec'h bann (e bann Henbont e voe lakaet al lez-varn en Oriant koulskoude) gant dekred an 23 a viz Eost 1790[3].

Lamet ar bannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ; bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton). Savet e voe an arondisamantoù da gemer lec'h ar bannoù e miz C'hwevrer 1800.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion (p. 16), Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
  • Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jezegoù, p. 16.
  2. Jezegoù, pp. 19-20.
  3. Debauve, op. cit.