Azia ar C'hreiz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Azia ar C'hreiz.

Azia ar C'hreiz a zo un isrannved lec'hiet en Azia. En un doare strizh, ha hervez implij ar Broadoù Unanet eo ar riezoù a zo etre Mor Kaspia er c'hornaoueg, Republik Pobl Sina er reter, Rusia en norzh, hag Afghanistan er su, da lavaret eo: Kazakstan, Kyrgyzstan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Turkmenistan. En un doare ledanoc'h (evel ma vez termenet gant UNESCO da skouer), e lakaer e-barzh Afghanistan, Kornaoueg Republik Pobl Sina (Turkestan, Tibet ha pelloc'h), Mongolia, lodennoù su Sibiria, ha tammoù eus norzh Iran, Pakistan, India (Jammu ha Kachmir).

Doareoù all da welet Azia ar C'hreiz: e-barzh ar vevenn du, an doare a-vremañ; rous-teñval: hervez URSS kozh; rous-sklaer: hervez UNESCO.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.