Mont d’an endalc’had

Arguzenn (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel arguzenn pe korzhiad (gall. actant, saoz. argument) evit komz eus ur sintagm hag a diskwel bezañ liammet ouzh ar verb en ul lavarenn.

Peurliesañ ec'h eo ar rener hag ar renadenn dra arguzennoù ar verb, ma vez graet oute arguzennoù diazez (saoz. core arguments).

Graet e vez arguzennoù beskellek (saoz. oblique arguments pe complements) eus an arguzennoù a eil-renk (saoz. non-core), peurliesañ sintagmoù adstagennek (saoz. adpositional phrases) o resisaat ur prantad (d.s. evit beure), ul lec'h (d.s. er gêr) pe resever un ober (ds. eviti).

E brezhoneg eo bet graet gant an termen "renadenn" evit complement, levezonet gant ar fed ma vez graet e galleg gant "complément d'objet direct" (saoz. direct object; "Renadenn eeun") ha "complément d'objet indirect" (saoz. indirect object; "Renadenn dieeun") met anat eo eo direizh an termen-se rak kevatal e ranker bezañ d'un arguzenn a eil-renk ha koulskoude e ra dave an termen "renadenn eeun" d'un arguzenn ziazez.

Implij an arguzennoù a c'hell bezañ ret pe diret: ret eo an arguzennoù diazez ha diret ar re a eil-renk.

P'en devez ur verb un arguzenn graoñellek nemetken (da lâret eo, ar rener) e vez graet amdranzitivel (saoz. intransitive) anezhañ; p'en devez div e vez graet tranzitivel pe unandranzitivel anezhañ, o vezañ m'eo an eil arguzenn ur renadenn eeun. P'en devez ur verb teir arguzenn (da lâret, div arguzenn ouzhpenn ar rener), evel e brezhoneg reiñ, e vez graet daoudranzitivel anezhañ, o vezañ m'eo an trede arguzenn ur renadenn dieeun. Valañs (pe amsav ; saoz. valency) a vez graet eus niver a arguzennoù pep verb.

An arguzennoù diazez a c'hell bezañ argaset, ouzhpennet pe kemmet-digemmet e meur a doare dre lakaat e pleustr $operations yezhadurel evel an tuioù, da skouer an tu gouzañv, hag all.

Gant pep yezh er bed e vez implijet troadoù (d.s. al latin) pe rannigoù (d.s. ar brezhoneg "a/e") ha/pe urzh ar frazenn (d.s. ar saozneg) evit merkañ roll pep arguzenn er frazenn, daoust ha ma ranker o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud ivez e meur a yezh evel ar sinaeg pe ar japaneg.

Arguzennoù steroniel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn an arguzennoù kevreadurezhel deskrivet betek-henn e c'hell ur verb kaout arguzennoù steroniel ha ne glotont ket dre ret gant ar re gevreadurezhel.

E-touez an arguzennoù steroniel aliesañ e kaver ar graer hag ar gouzañver met kavet e vez arguzennoù steroniel all ivez.

E lavarennoù gwirion ne deu war wel nemet an arguzennoù steroniel ha rankout a ra bezañ an arguzennoù kevreadurezhel dre dielfennañ ster al lavarenn ha kemmañ a ra a yezh da yezh evit a sell ouzh peseurt arguzennoù steroniel a rank dont war wel dre ret evel arguzennoù kevreadurezhel. Setu un nebeud skouerioù :

E saozneg, ar verb put « lakaat » a rank bezañ implijet gantañ teir arguzenn gevreadurezhel, da lâret eo ur rener, ur renadenn dra hag un elfenn lec'hian. Teir arguzenn steroniel en deus ar veb-mañ ivez : graer, tem ha pal, da skouer :

He put the book in the box
« Eñ a lakaas al levr er voest »

E japaneg, avat en deus ar verb oku (置) « lakaat » an hevelep arguzennoù steroniel (graer, tem ha pal) met disheñvel diouzh ar verb heñvelster saoznek eo arguzennoù kevreadurezhel ar verb japanek-mañ, ha gallout a reer e japaneg :

Kare ga hon o oita « eñ a lakaas al levr »
*He put the book.

N'eo ket honnezh ur frazenn reizh hervez yezhadur ar saozneg dre ma vank dezhi an trede arguzenn gevreadurezhel ret, da lâret eo an arguzenn lec'hiañ.

Peurliesañ e c'hell an darn vrasañ eus yezhoù ar bed ober gant lavarennoù ampersonel ivez m'en devez ar verb arguzenn gevreadurezhel, da skouer e portugaleg chove « glav a ra ». Yezhoù all avat, en o zouez ar saozneg, a rank ober gant un arguzenn d'an nebeutañ atav, zoken ma'c'h eo anezhañ ur brizhrener (saoz. dummy subject), da skouer it is raining « eñ/hi a ra glav ». Tennañ a ra ar fed-mañ d'ur perzh yezhadurel anvet amraganvelezh (saoz. pro-drop).

Dre kemmañ an tu yezhadurel, da skouer mont eus an tu ober d'an tu gouzañv, e c'hell bezañ kemmet ivez valañs an arguzennoù kevreadurezhel pe eilpennet e c'hell bezañ an arguzennoù kevreadurezhel an eil gant eben, daoust ha ma van digemm atav an arguzennoù steroniel. Da skouer :

Hi a lennas ul levr
Ul levr a oa bet lennet ganti

Ken en eil frazenn hag en eben ec'h eo kevatal an div arguzenn steroniel, da lâret eo ar graer (hi) hag ar gouzañver (ul levr). Disheñvel eo pep o arguzennoù kevreadurezhel avat : rener (hi) ha renadenn eeun (ul levr) er frazenn gentañ ha rener (ul levr) ha renadenn-oberour (gall. complément d'agent) diret en eil frazenn (ganti).