Ar Barrad-Amzer
| Ar Barrad-Amzer | |
| Giorgione, war-dro 1508 | |
| Eoullivadur war vezher | |
| 83 × 73 cm | |
| Gallerie dell'Accademia | |
| Venezia | |
| Italia | |
Ar barrad-amzer (La Tempesta en italianeg), a zo un daolenn graet gant al livour veneziat Giorgione etre 1506 ha 1508. War ziskouez emañ er Gallerie dell'Accademia e Venezia, en Italia.
Urzhiet e oa bet an oberenn gant an noblañs veneziat Gabriele Vendramin.
Lavaret e vez eus an daolenn eo un iskis a oberenn .[1] Gwelout a reer maezioù Arcadia dirak ur gêr, gant ur stêr, gwez ha rivinoù. N'eus tamm displegadur ebet na barn diazezet sklaer diwar-benn an oberenn . Darn a lavar ez eo un d-Tec'haden da Egipt, re all eo un daolenn a denn da vojennoù Hellaz kozh, marteze diwar-benn Paris hag Oenone. Hervez un arzvarnour italian, Salvatore Settis, eo ret gwelout ar Baradoz er gêr didud, hag Adam hag Eva e vije an daou zen, gant o mab Kain.
[kemmañ] Levezon
Lavaret ez eus bet e oa bet levezonet Manet gant Ar Barrad-Amzer evit sevel e daolenn Merenn war al Leton .[2]
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Büttner, Nils (2006). Landscape Painting: A History. New York: Abbeville Press Publishers, pp. 74–77. ISBN 0-7892-0902-0.
- ↑ John Rewald,The History of Impressionism, The Museum of Modern Art, 4th revised edition 1973, (1st 1946, 2nd 1955, 3rd 1961), p.85. ISBN 0-87070-369-2.