Adam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Krouidigezh Adam gant Michelangelo, lein ar Chapel Sistin, er Vatikan.

Adam (hebraeg אָדָם‎; arabeg آدم‎) a zo un den hag a zo kaoz anezhañ en Testamant Kozh ("Levr ar C'heneliezh") hag er C'horan. Hervez an testennoù-se e vije, hervez ar relijionoù yuzev, kristen ha muzulman, an den kentañ war an Douar, krouet gant Doue. Hervez kredenn ar yuzevien hag ar gristenien e vije bet savet diwar skeudenn Doue. Diwar un tamm anezhañ (ur gostezenn) e vije bet savet ar plac'h kentañ, Eva. Mervel a reas d'an oad a 930 vloaz (Geneliezh: 5,5).

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.