Ankalited
An Ankalited (Ancalites hervez Kaezar) a oa ur bobl vrezhon a oa o chom en-dro d'ar stêr Tavoez. Ar meneg nemetañ anezho zo bet graet gant ar jeneral roman en e levr "De Bello Gallico" (Brezel Galia)[1].
Ur roud bennak zo anezho war-dro Henley, Oxfordshire;[2], met prouenn ebet hervez an hendraourien.
[kemmañ] Aloubadeg hag emzaskor
E 54 e voe eil taol aloubiñ Julius Caesar en Enez Vreizh. Un taol-kaer, a-hervez, nemet n'eas ket pelloc'h eget tro-war-droioù pellañ Londrez, ha ne blegas ket ar vroidi d'al lezenn roman. Deuet e oa ar Romaned war zigarez reiñ o harp da 'r roue Mandubracius, eus pobl an Trinovanted, war-lerc'h dezhañ bezañ distroadet gant Cassivellaunus. Cassivellaunus, pe Cassivellaunos eus pobl ar c'h-Catuvellauni a oa enebour bras ar Romaned, ha prest d'ober brezel dezho. Daou du a oa eta e traonienn an Tavoez.
|
|||||