Alan Dipode
Alan Dipode, bet ganet d'an 13 a viz Meurzh 1955 e Pariz, a zo un treser, skrivagner ha troer brezhonek.
E 1980, d'an oad a 25 bloaz, ez erruas e Montroulez da chom. Diwar atiz Bernez Rouz e krogas da zeskiñ brezhoneg dre Skol Ober e 1983, digant Jean-Claude Miossec en deroù ha digant Ivetig an Dred-Kervella adalek an eil live betek penn.
E 1986, echuet gantañ ar pemp live, e voe difazier d'e dro betek 2000.
Kenlabouret en deus dreist-holl gant Embannadurioù an Here m'en deus difaziet, maketennet ha skeudennaouet meur a levr evito ; tresadennoù, bannoù-treset hag istorioù evit ar vugale en deus graet er gelaouenn Cholori ; rener ar gazetenn Talabao e oa, m'en deus treset ha savet pennadoù.
Meur a zanevell, a studi hag a varzhoneg diwar e bluenn zo bet embannet er gelaouenn lennegel Al Liamm[1].
E Brieg emañ o chom bremañ, ha tad eo da Voran Dipode. Koulz Moran, e vreur Riwal hag e c'hoar Nollaig zo bet desavet e brezhoneg ha skoliataet e Skolioù Diwan betek o bachelouriezh.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roparz Hemon, "Yezhadur istorel ar brezhoneg" (e saozneg : A Historical Morphology and Syntax of Breton), 2000, Hor Yezh, Plañvour, (ISBN 978-2-910699-36-6)
- J. R. R. Tolkien, "An Hobbit, pe eno ha distro" (e saozneg : The Hobbit, or There and Back Again), 2001, A.R.D.A., Argenteuil, Bro-C'hall, (ISBN 978-2-911979-03-3)
- An Hobbit, eil embannadur adwelet gant Alan Dipode ha Joshua Tyra, skeudennoù orin gant J. R. R. Tolkien ; Dùn Dèagh : Evertype, 2020 (ISBN 978-1-78201-269-6 golo kalet & ISBN 978-1-78201-268-9 golo gweñv)
- Khalil Gibran, "Ar Profed" (e saozneg : The Prophet), skeudennoù orin gant K. Gibran, Evertype, 2021 (ISBN 978-1-78201-293-1)