Moran Dipode

Eus Wikipedia

Moran Dipode, MCCT, ganet e Kemper d'ar 29 a viz Mezheven 1988, zo ur soner breizhat ha skrivagner brehonek.

Mab eo da Alan Dipode. Goude bezañ bet skoliataet e skol Diwan Kemper, skolaj Diwan Kemper ha lise Diwan Karaez e voe studier e Skol-veur Breizh-Uhel hag e Skol-veur Gaillimh en Iwerzhon ma tapas ur master war ar brezhoneg hag unan all war ar saozneg.

Echu e studioù gantañ e labouras e burevioù Diwan a-raok kelenn saozneg e skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon. Goude-se e voe kelenner e Skolaj Diwan Gwened.
E 2018 ez eas da Skol-veur Exeter, e Devon, Bro-Saoz war-benn bout kelenner eno.

Daou levr fantazi zo bet kenskrivet gantañ ha gant Marianna Donnart.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brezel an Erevent, Priz ar gwellañ levr evit ar re yaouank e 2005
  • Hudour an Tour Du. Priz ar gwellañ levr evit ar re yaouank e 2006
  • Kemeret en deus perzh en dastumad lizhiri Karantez dispaket, An Alarc'h, 2007

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]