Şalom

Eus Wikipedia

Şalom zo ur gelaouenn sizhuniek yuzev embannet e Turkia. Ar ger hebraek Shalom ("Peoc'h") zo bet lakaet da ditl dezhi, skrivet hervez doare an turkeg. Savet e voe ar gelaouenn d'ar 29 a viz Here 1947 gant ur c'hazetenner yuzev eus Turkia, Avram Leyon. Moullet e vez en Istanbul. Skrivet e vez ar pennadoù enni e turkeg, war-bouez ur bajennad a vez e ladino. Yakup Barokas eo ar skridaozer bremañ. Gwerzhet e vez war-dro 5 000 skouerenn eus Şalom bep sizhun. Abaoe miz Meurzh 2005 e vez embannet ur stagadenn e ladinoeg penn-da-benn, anvet "El Almaneser" ("Tarzh an deiz").

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]