Sabrenn
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Sabrenn (disheñvelout).
Ur sabrenn (sabrennoù pe sabrinier, el liester) zo un arm dir goveliet da skeiñ gant ar beg hag al lemm. Kamm eo al laonenn anezhi, ha n'eus nemet an tu diavaez a zo lemm, pa vez lemm daou du laonenn ar c'hlezeier. Gant un dorn pe an daou e vez skoet, kement-se zo hervez doare ar sabrenn.
Penaos eo disheñvel diouzh ar c'hleze ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou droc'h zo d'ar c'hleze, setu eo aesoc'h da c'hoari gantañ, met lemmañ al laonenn a ra dezhi bezañ bresk. Gant un troc'h hepken eo kaletoc'h ar sabrenn, ledanoc'h keil (?) al laonenn anezhi. Un arm eus ar c'hentañ evit ar soudarded war varc'h.
Sabrinier a bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bokken : sabrenn goad ar samourai,
- Daisho : hollad div sabrenn japanat ar samouraied : ar c'h-Katana (hir) hag ar wakizashi (berr),
- Flissa (Flyssa pe Flissah) : sabrenn eeun ha moan ar Gabiled,
- Katana : sabrenn eus Japan,
- Machaira : sabrenn verr e Makedonia an Henamzer,
- Nimcha : sabrenn eus Maroko,
- Ninjatô : sabrenn eus Japan, implijet gant an ninja.
- No-dachi : sabrenn hir eus Japan (tremen 120 cm, a-wechoù betek 2 vetrad). Zanbato a vez graet anezhi ivez.
- Simeterrenn : arm an Arabed,
- Tachi : sabrenn verr eus Japan.
- Yatagan : sabrenn pobloù zo eus Azia.