Katana

Ur samourai hobregonet, gant e gatana (c. 1860)
Katana a reer e japaneg eus ar sabrennoù brudetañ eus Japan a veze implijet gant ar samouraied da vare krennamzer ar vro.
Evel en Europa, kaout ar gwir da zougen ur c'hatana a oa un dreist-gwir na veze roet nemet d'ar samouraied.
Doareoù sevel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a zoare katana zo bet hervez ar mare.
- Jōkotō : sabrennoù kozh, betek tro 900
- Kotō : sabrennoù kozh etre 900 ha 1596
- Shintō : sabrennoù arnevez, 1596–1780
- Shinshintō : sabrennoù arnevesaet, 1781–1876
- Gendaitō : sabrennoù arnevesaet, 1876–1945
- Shinsakutō : sabrennoù a-vremañ, 1953–bremañ)
Adsav Meiji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-hed mare Adsav Meiji (1868–1912) e voe lamet tamm-ha-tamm o dreistgwirioù digant renkad ar samouraied, en o zouez an hini da zougen armoù evel ar c'hatana.
Ur c'hatana goveliet gant Masamune er XIVvet kantved — 70,8 cm eo hirder al lavnenn