Pont
Ar pontoù a zo savadurioù graet evit mont dreist un harz, en tu all d'ur ganienn, d'un draoñienn, d'un hent, d'un hent-houarn, d'un dourredenn, d'ul ledennad dour pe d'ur skoilh bennak all. Al leur-bont a c'hell bezañ lakaet uhel pe uheloc'h evit lezel listri da dremen dindani.
Ret eo sevel pontoù abalamour d'an dud ha d'ar marc'hadourezhioù da vont gant un hent kompez ha berroc'h. A-hend-all e vije diaes pe dic'hallus an tremen peurvuiañ.
Dre astenn-ster e vez graet pont eus an traoù a denn d'ur pont en un doare bennak, a ra un ere bennak etre daou all. Pont a vez graet ivez eus ar gorre plat a c'heller kavout er bagoù pontet. En elektronek ez eo ur mekanik etre daou amredad. Pa vez re strizh ar pont ha ne c'hell ket dougen kirri ponner e vez anvet ur bontenn a-wechoù. Ur pontig etre daou savadur a c'hell bezañ ur bontenn ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War a seblant eo bet savet ar pontoù kentañ gant prenn pe plankennoù pe gant mein lakaet war ar ribloù war-eeun pe douget gant treustoù kroaz-digroaz. Ur bontenn a zo ur pont simpl graet gant ur plankenn pe un treust.
Implijet eo bet ar gwaregoù gant ar Romaned evit sevel pontoù ha dourbontoù hag e c'heller gwelet meur a hini c'hoazh. Implijet o deus ar Romaned ar pri-raz evit kempouezañ kemmoù an nerzhioù a gouezh war ar mein naturel.
Ar pontoù-kerdin, ur seurt pont a-ispilh simpl a oa savet gant an Inkaed e menezioù an Andoù e Suamerika, just a-raok ma voent trevadennet gant Europiz er XVvet kantved.
En XVIIIvet kantved e tegasas Hans Ulrich, Johannes Grubenmann ha reoù all teknikoù nevez evit ar pontoù prenn.
A-drugarez d'an Dispac'h greantel en XIXvet kantved e voe posupl implij ar potin evit sevel pontoù ledanoc'h, met ne oa ket gant an houarn ar perzhioù mekanik mat evit dougen pouezioù bras-tre. Pa voe posupl implij an dir ha produiñ anezhañ e-leizh e voe savet pontoù divent diwar ijinadennoù Gustave Eiffel.
Er memes mare e veze implijet funioù dir evit sevel pontoù-a-ispilh hag en XXvet kantved eo bet ijinet ma vije solutoc'h ar betoñs gant funioù silet enno (betoñs raokforset).
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus al latin "pontem" eo deuet war-eeun ar ger brezhonek "pont" hep tremen dre hanterouriezh ar galleg, rak e kembraeg e reer gant "pont" ivez hag e kerneveg gant "pons". Amprestet eo bet ar ger a-raok ma vije bet disrannet an teir yezh predenek.
Rummadoù ar pontoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez 4 seurt pontoù d'an aliesañ :
Ouzhpenn-se e c'hell leurenn ur pont bezañ lakaet uheloc'h pe gwintet (pont-gwint) pe war dreiñ (pont-tro), an holl pontoù gorre-gouzi.
Er yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn-se e komzer eus pontoù evel ar re-mañ:
Lec'hanvioù e Breizh hag e broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout pont (lec'hanvadurezh) .
Pontoù hefiñv o vont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Pont hebleg
-
Sav-diskenn
-
pont-tro
-
Pont-ispilh
-
Pont-gwint
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) 'Structurae / Ponts et viaducs'. Kavet : 05/02/2024.