Arar
Neuz
- An Arar eo ivez anv kozh ar stêr Saône.
An arar zo ur benveg da labourat an douar a anavezer abaoe ar bloavezhioù 3000 (IVe milved kent JK) e Mezopotamia.
Staget e veze ul loen outañ evit e sachañ a-benn drailhañ gorre an douar. Da gentañ ne oa nemet un tamm koad en he fezh, goude eo betek pemp tamm a yae d'ober anezhañ.
E Breizh, e Karaez, e vez aozet ur fest a vez graet Gouel an Erer Kozh anezhi.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arar pe alar a vez implijet, hag ivez alaer, diwar arare, "arat" e latin ; gourel eo ar ger, erer eo e liester.
E skridoù zo e vez komzet eus meur a seurt erer :
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou venveg zo e gwirionez dindan an hevelep anv :
- an arar koad eo ar benveg kozh implijet e Breizh betek dibenn an eil brezel bed e tachennoù zo.
- an arar houarn pe dir eo ar benveg a vez graet "brabant", "klev houarn", "klevioù" er Vro-Vigoudenn, "daoubenneg" e-kichen Douarnenez anezhañ ivez.
- Kilhoroù a reer eus ar penn a-raok[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jules Gros, Le Trésor du breton parlé (Éléments de stylistique trégorroide) — Rann 1 : Le language figuré, Emgleo Breiz/Brud Nevez, 1982, p. 118 (ISBN 978-2-86775-012-0)
- ↑ Jules Gros, ibid. – Rann 2 : Dictionnaire breton-fra,çais des expressions figurées, Librairie bretonne Giraudon, 1977, p. 257 (ASIN B0781SQBGS)
- ↑ Devri