Mont d’an endalc’had

Yann Queffélec

Eus Wikipedia
Yann Queffélec
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denYann Queffélec Kemmañ
Anv-bihanYann Kemmañ
Anv-familhQueffélec Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Gwe 1949 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
TadHenri Queffélec Kemmañ
Breur pe c'hoarAnne Queffélec Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
Oberenn heverkLes Noces barbares Kemmañ
Prizioù resevetPriz Goncourt, Prix Breizh, Q47530621 Kemmañ
Trec'hourYann Queffélec Kemmañ
Yann e 2013.

Yann Queffélec a zo ur skrivagner gallek a orin breizhat, ganet e Pariz, Bro-C'hall, d'ar 4 a viz Gwengolo 1949.

Mab eo d'ar skrivagner gallek Henri Queffélec ha breur d'ar bianoourez Anne Queffélec. Dimezet e oa bet Yann Queffélec d'ar bianoourez Brigitte Engerer, ha tad d'ur verc'h ganti.

E Pariz emañ ar skrivagner o vevañ, koulskoude eo chomet tomm e galon ouzh Breizh, bro e dad. Goude bezañ tremenet pep hañv e ti ar familh en Aber-Ildud (Bro-Leon) pa oa ur bugel en deus un ti bremañ e-kichen Douarnenez.

Sot eo Yann Queffélec gant beajoù var vor. Pa oa yaouank en doa desket merdeiñ gant Éric Tabarly.

E 1985 e oa aet gantañ ar Priz Goncourt evit e romant "Les Noces barbares".

Skrivet en deus ul levr diwar-benn buhez Éric Tabarly, hag unan diwar-benn afer ar vag "Bugaled Breizh".

Embannet eo bet ivez gantañ "Dictionnaire amoureux de la Bretagne" e galleg.

D'ar vanifestadeg aozet d'ar 27 a viz Gwengolo 2014 e Naoned en doa kemeret perzh Yann Queffélec, a zifenn Breizh he femp departamant[1].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]