Mont d’an endalc’had

Jean-François Prigent

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yann-Fañch Prigent)
Yann-Fañch Prigent

Yann-Fañch Prigent (Jean-François Prigent evit ar c'hallegerien) a oa ur c'hoarier mell-droad, bet ganet d'ar 26 a viz Mae 1944 e Sant-Kleve ( e kanton Pontrev) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Gwengolo 2009 e Sant-Maloù.

Kroget e oa gant ar vell-droad e kleub lec'hel Pontrev kent mont da c'hoari gant Stad Roazhon UC adalek 1961.

Nemet seitek vloaz ne oa pa gemeras perzh e 9 c'hrogad e-kerzh e gentañ koulzad er c'hleub-mañ, ma c'hoarie evel askeller dehoù. Aet da c'hoarier a-vicher ken abred ha 1962 en devoa plantet 7 pal da geñver 34 c'hrogad 1añ Rummad, 2 grogad Kib vell-droad Bro-C'hall ha 2 grogad Kib Charles Drago er c'houlzad 1962-63. A drugarez d'e vent – 1,68 m ha 65 kg – e plije d'e c'hourdoner Jean Prouff ober dezhañ c'hoari evel kreizer pa veze ezhomm. D'ar mare-se e oa bet dibabet e skipailh Bro-C'hall B. Aet d'ober e goñje ne gemeras perzh nemet e 18 krogad e 1963-64. Ar c'houlzad 1964-65 a oa bet eus an dibab evitañ : estreget plantañ 8 pal en holl en devoa gounezet kentañ Kib vell-droad Bro-C'hall ar c'hleub roazhonat d'ar 26 a viz Mae 1965. Donedigezh ar C'hastellpaolad Loeiz Floc'h da Roazhon e 1965-66 he devoa degaset ur c'hevezerezh hag en redias da vont da c'hoari da Rouan (Seine-Maritime), bet prestet 6 miz-pad (miz Kerzu 1965-miz Mezheven 1966) eno. Ar c'houlzad 1966-67 a oa bet an hini diwezhañ e Roazhon, ar pezh na viras ket outañ a gemer perzh e 24 c'hrogad nag a blantañ 3 fal c'hoazh.

E 1967 e oa bet treuzkaset da FK Metz (Moselle) kent mont da c'hoari e 1968 en Angoulême (Charente) e-lec'h ma teuas da vezañ bez-kampion an eil Rummad e 1969 gant KS Angoulême. Eno e oa chomet betek 1971 ha paouezet gant e vicher e SO Châtellerault (Vienne) e 1972 a-barzh fin ar gont.

Derc'hel ostaleri en devoa graet war gaeoù Landreger ma oa aet da c'hourdoner ar re c'hlasruz e-pad un nebeud mizioù.