Yacef Saadi

Eus Wikipedia

Yacef Saadi (en arabeg: ياسف سعدي)a oa bet ganet d'an 20 a viz Genver 1928 - 11 Gwe 2021) hag unan eus pennoù TDB eo bet e-pad Brezel Aljeria. Senedour eo c'hoazh.

En Aljer eo bet ganet. Darbarer e ti ur c'higer e oa. E 1945 ez ezelas ouzh Strollad Pobl Aljeria, anezhañ ur strollad broadelour berzet gant ar C'hallaoueded, ha neuze e voe savet Luskad evit Trec'h ar Frankizoù Demokratel (LTFD). Etre 1947 ha 1949 e voe Yacef e skourr lu an LFTD.

Yacef a yeas gant TDB adalek deroù brezel Aljeria e 1954. E miz Mae 1956 e oa e penn skourr Aljer, ha neuze e voe unan eus pennoù Emgann Aljer. Paket e voe gant al lu gall d'ar 24 a viz Gwengolo 1957. Ar Jeneral Paul Aussaresses a lavaras neuze en doa lavaret (goude gwanañ) d'al lu pelec'h e oa kuzhet e geneil Ali La Pointe. Pa'z eas Charles de Gaulle da benn Frañs e 1958 e voe didamallet.

En ur chom en toull-bac'h e skrivas e eñvorennoù diwar-benn ar brezel (embannet e voent e 1962 : Souvenirs de la Bataille d'Alger). Goude ar brezel e produas film Gillo Pontecorvo ''The Battle of Algiers (1966), diazezet fiwar e eñvorennoù hag e c'hoarias e dudenn e-unan.