Ali La Pointe

Eus Wikipedia

Ali La Pointe, pe Ali Ammar (arabeg : علي عمار) hervez e anv gwir (1930 - 1957), a oa un emsaver aljerian eus TDB Aljer, e-pad Brezel Aljeria .

Ali Ammar, lesanvet Ali la Pointe

Perzh a gemeras en Emgann Aljer gant Hassiba Ben Bouali, Zohra Drif, Petit Omar ha Yacef Saadi chef de la Zone Autonome d'Alger

Lazhet e voe war un dro gant e geneilez Hassiba Ben Bouali hag Omar bihan d'an 8 a viz Here 1957 pa voe lakaet da darzhañ e doull-kuzh, er C'hasbah.

Delwenn Ali la Pointe e Miliana

Ganet eo Ammar Ali, lesanvet Ali la Pointe, d'ar 14 a viz Mae 1930 e El Annaser e traoñ kêr Miliana en Aljeria. Mab Ahmed Ben Abdelkader hag Talakhir Fatma Bent Ahmed, an hini diwezhañ eus e familh eo. An tad a oa labourer-douar hep douaroù met bez’ e oa dija e-barzh renkadoù eus Strolad Pobl Aljeria (PPA), e-lec'h ma laboure evel khammès (merour) e-barzh tiez-feurm an drevidiged. Alie la Pointe e-pad ar brezel Anavezet eo buan abalamour d’e garakter turmud ha penn-kleiz. Abed-tre e voe ret dezhañ en em trabasat evit chom bev, gwashaet gant ar vizer vras hag a zo lod pemdeziek Aljerianed ‘zo dindan an trevadennerezh. Da drizek vloaz, ec’h anavez tu diabarzh an tiez « addresañ” e-lec'h m’en deus gallet gwelout an euzh hag ar pezh a andure ur bern eus e genvroidi. Ur wech dieub, ez eas da vevañ da Alje e-barzh ar bannlev e-krec'h eus Pointe-Pescade. Alese e teu e lezanv Ali la pointe. E dud zo kalz re baour hag ar bugel na c'hell ket mont d'ar skol. Ober a ra toud ar micherioù bihan en Alje hag a vez profet da vilionoù a vugale hanter dilezet hag a vez o vont hag o tont e-barzh ar c’hasbah, e-barzh karter kozh ar Marine. Mont a ra e-barzh ar c’harterioù european evit kinnig chewing-gums, kriboù, e-lec'h ma toug war e skoaz ur c’hasedad bihan a sirajer hag a blij kalz d'an douristed. Buan-ha-buan, e teu da vezañ ezel eus gang ar yaouled, tiekaet gant an Aljerianed hep koustiañs evel Tahar Cherif (lazhet diwezhatoc'h gant Commando Bouchafa) hag a rene war ur vandennad vugale, klaskerien-bara,... Aze eo e kreskas Alie la pointe. Ur bugel diwar ar straedoù deuet da vezañ un den hag a oar toud war ar vuhez diesañ ha divalav. Bez’ en deus un datouadenn e-lec’h m’eo skrivet Zoubia Cheda Fi allah war an dorn kleiz, war-raok bepred war e vruched kleiz ha ro peoc’h war c'horre e droad dehou. Buan a-walc'h e teu da vezañ brudet er c’hasbah. Plijout a ra dezho e zaoulagad gell, e vlev kistin sklaer rodellet, ur bern anezho en em lak en e servij...ur c’harakter dicheñchus, buanek, Alie la Pointe en deus buan a-walc'h ar brud bezañ ur paotr doujus e-barzh kreiz-kêr gozh Alje. An holl er C’hasbah a anavez anezhañ. Heuliet e voe meur a wech. Eñ avat ne gred ket tennañ war ar boliserien. Marvet eo d'an 9 a viz Here 1957 da 27 bloaz, e Kasbah Alje e-kreiz Emgann Alje.