Mont d’an endalc’had

Emgann Aljer

Eus Wikipedia

E 1957 e oa bet emgann Aljer etre al lu gall ha dizalc'hourien TDB.

Pennad-digeriñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Meurzh 1955 e oa bet tapet Rabah Bitat, anezhañ penn TDB Aljer ha Abane Ramdane a dapas e blas (hennezh a oa en toull-bac'h n'eus ket pell zo c'hoazh. Berzh a reas ha levezon bras en devoe e kerbenn Aljeria.

E 1956 e tivizas Abane Ramdane et Larbi Ben M'Hidi da heul kendalc'h ar Soummam lakaat an tu pennañ d'an emgannioù e Aljer, dres pa oa kaset ar gaoz en ABU war ar reuz a oa en Aljeria.

E-keit-se e chomas bout an divizoù kuzh a oa e Beograd hag e Roma e-pad an hañv 1956 ha gouarnamant Guy Mollet (SFIO) a dorras an divizoù evit lakaat ar Parlamant da votiñ ul lezenn da reiñ galloudoù dreistordinal dezhañ evit pezh a sell Aljeria. Divizet e voe kas al lu di.

Trec'h e voe al lu gall war an dachenn pa implijas ar boureviañ ha modoù e-maez eus lezennoù ar brezel. Etre 1000 ha 3000 den a varvas pe voe dianket, 6 ezel eus an FLN voe serret, ha 300 soudard gall voe lazhet gant gwalldaolioù.

Ur brud etrebroadel a voe roet d'ar brezel en Aljeria.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]