Paul Aussaresses

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Paul Aussaresses

Paul Aussaresses (ganet d'ar 7 a viz Du 1918 e Saint-Paul-Cap-de-Joux, en Tarn ha marvet d'an 3 a viz Kerzu 2013) a oa ur jeneral gall. Amzer en deus bet da skrivañ levrioù diwar-benn e daolioù e servij arme e vro. Pa oa harzlammer en doa pleustret ar jahinerezh pe ar bourevierezh e-pad Brezel Aljeria ha dreist-holl e-kerzh Emgann Aljer a-benn kaout kelaouioù ha titouroù diwar-benn an enebourien eus an FLN.

E Vuhez hag e oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummadur ofiser[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1941 e voe Aussaresses skoliad e skol soudardel Sant-Cyr. Ar bloaz war-lerc’h ez eas da labourat a youl-vat e servijoù sekred Bro-C'hall hag ez eas e-barzh komando Jedburgh a-benn harzlammat en Ariège e-pad an noz eus ar 16 d’ar 17 a viz Eost 1944. Ne oa ken nemet letanant d’ar c’houlz-se ha setu ma sikouras da sevel an 11vet batailhon harzlammerien d'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1946, dindan renerezh ar c'horonal Jacques Morlanne. Bloavezhioù war-lec'h ec'h a d'ober ar brezel en Indez-Sina e-barzh ar c'hentañ rejimant harzlammerien.

Ezel eus ar « Frañs Dieub »[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas da heul Charles de Gaulle en e servijoù kuzh da servijiñ pa veze traoù kizidik ha sekred d’ober.

Philippeville[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1955, e voe kaset da Philippeville en Aljeria e-barzh ar 41vet rejimant. D'an 20 a viz Eost 1955 e voe taget Philippeville gant an FLN. Gouvezet en doa Aussaresses e vefe bet an dagadenn-se en a-raok hag evel-se e voe tu dezhañ da goll nebeutoc'h a soudarded. En e levr e skrivas Aussaresses e voe lazhet 134 a dud gant e vatailhon ha kantadoù all gloazet pa ne oa bet ken nemet 2 lazhet hag ur c'hantad bennak a dud gloazet en e rejimant e-pad emgann Philippeville.

Ar jahinerezh en Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jeneral Aussaresses, unan eus bourevierien an arme c'hall.

Disklêriañ a reas Aussaresse e oa bet rediet gant ar gouarnamant evit ma vefe implijet ar jahinerezh gant arme c’hall a-enep da bobl Aljeria a-benn kaout titouroù ha kelaouioù diwar-benn an enebourien eus an FLN. Skrivet en deus ul levr « Services Spéciaux, Algérie 1955-1957 », embannet gant Perrin e 2001. El levr-mañ e tispleg penaos eo kroget da jahinañ ha perak. E Bro-C'hall e oa ur goulenn a dremene e pep lec'h, daoust hag-eñ e oa gwir jainerezh en Aljeria. Abaoe en em c'houlenn an istorourien hag-eñ a e oa gwir. Disklêriañ a reas Aussaresses e oa gwir jahinerezh en Aljeria, lavaret a ra ivez e oa bet miliadoù a dud lazhet, eurvezhioù a jahinerezh ha kalz a feulster e-pad ar manifestadegoù.

An Amerikaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet eo bet gant an arme amerikan evel kelenner ha stummer evit deskiñ dezho penaos kaout titouroù kuzh digant o enebourien.

Ul levr ha justis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 2001 e teu ul levr er-maez skrivet gantañ hag anvet Services Spéciaux : Algérie 1956-1957 ma kaoze eus ar jahinerezh graet gant an arme c'hall en Aljeria. An deiz war-lerc'h e ro da c'houzout Prezidant ar Frañs Jacques Chirac eo "spontet gant ar pezh a lavar Aussaresses". Goulenn a ra ma vo lamet digantañ e Lejion a enor ha ma vo kastizet gant an Arme. Sinañ a ra un dekred hag a laka anezhañ e retred. Kaset e vez an embanner hag an den dirak al lez-varn evit «meulidigezh torfedoù brezel». Kondaonet int e miz Mezheven 2001. Kement-se a zo bet un doare aes da virout na vije kendalc'het da gaozeal diwar-benn torfedoù brezel an arme c'hall en Aljeria hag e lec'h all. Er bloaz 2004 e sav al lez terriñ a-du gant ar varnadenn gentañ. Er bloaz 2005 e c'houlenn an embanner digant lez Europa gwirioù mab-den gwelet an afer pa sav a-enep ar gwir da lavarer e soñj. Er bloaz 2009, a-unvouezh, e lavar al lez-se ez ae ar varnadenn a-enep gwirioù mab-den, hag ez eo kondaonet ar Stad c'hall.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Services spéciaux, Algérie 1955-1957 : Mon témoignage sur la torture, Perrin, 2001, ISBN 2262017611
  • Pour la France : Services spéciaux 1942-1954, Editions du Rocher, 2001, ISBN 2268041131
  • Je n'ai pas tout dit. Ultimes révélations au service de la France, Editions du Rocher, 2008.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skouadronoù ar marv, ar skol c'hall: ([1]). Penaos e veze kelennet ar jahinerezh gant pennoù an arme c'hall da ofiserien armeoù diktatourien e skolioù amerikan.