Xuetes

Eus Wikipedia
El Segell, karter ar Xuetes en Palma, en ruz.

Ar Xuetes ([ʃu'ətəs] e katalaneg) pe Chuetas (e spagnoleg) zo ur stroll kevredigezhel en enez Mallorca, diskennidi eus darn eus yuzevien an enez a oa troet da gristenien, hag a zo chomet emouez eus o orin a-hed an istor, dezho anvioù-tiegezh hag a zo e-touez re an dud a zo bet heskinet goude tamallet dezho gant an Ofis Santel bezañ bet yuzevien e kuzh e dibenn ar XVIIvet kantved.

Bet int lakaet a-gostez, ha betek deroù an XXvet kantved, e timezent kenetrezo. Entre 18.000 hag 20.000 eus an dud-se a zoug darn eus an anvioù-tiegezh-se e Mallorca.

An anvioù-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vicente Ferrer, a strivas da gristenaat ar yuzevien.

Sede an anvioù-tiegezh a zo Xuetes: Aguiló, Bonnín, Calle, Cortès, Fortesa/Forteza, Fuster, Martí, Miró, Picó, Pinya/Piña, Pomar, Segura, Tarongí, Valentí, Valleriola, ha Valls. Ar re-se eo ar re a chom eus ur gumuniezh kristenaet (conversa) kalz brasoc'h : e kaieroù ar c'hristenekadurioù, etre ar XIVvet ha XVvet kantved, hag e re an Ofis Santel, eus dibenn ar XVvet ha deroù ar XVIvet, a gaver enne ouzhpenn 330 anv-tiegezh etre ar yuzevien kristenaet hag an dud kondaonet dre an abeg a yuzeviñ en Mallorca. Un dra souezhus avat o deus kavet an enklaskerien: anvioù all zo c'hoazh a orin yuzev splann, hag ar re-se n'int ket gwelet evel diskennidi yuzevien, na xuetes, evel Abraham, Amar, Bofill, Bonet, Daviu, Duran, Homar, Jordà, Maimó, Salom, Vidal ha re all c'hoazh.

Bezañ bet kristenaet n'eo ket trawalc'h da vezañ xuete eta; ret eo ivez bezañ anavezet evel xuete en eñvor an dud all, dre an orin hag an tiegezh. Ar xueted eta, a zo holl diskennidi eus yuzevien kristenaet, hogen an holl ziskennidi eus yuzevien kristenaet n'int ket xueted.

Skoed implijet gant an Ofis Santel en Mallorca.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kristenien nevez (1391-1488)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek dibenn ar XIVvet kantved e veze roet bec'h gant an iliz katolik e mallorca da gristenaat yuzevien an enez, met dister e oa frouezh he strivoù ha kemm ebet ne c'hoarvezas er gevredigezh. Kemm avat a deuas adal 1391, pa veze arsailhet ar c'harterioù yuzev, ha pa deuas Sant Vicente Ferrer en 1413 da brezeg, ha pa voe peurgristenaet yuzevien Mallorca, en 1435.

Deroù an Inkizision spagnol (1488-1544)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1488, pa oa bev c'hoazh ar re ziwezhañ eus an dud kristenaet e 1435, e tegouezhas e Mallorca an inkizitourien gentañ al lez-varn nevez savet gant ar Rouaned katolik a oa da-vat o klask aozañ ur stad vroadel war diazez ur relijion hepken.


XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad Brezel Spagn ez eas a-du un toullad Xueted gant emsavadeg Franco hogen ar re all a oa a-du gant ar republikaned a voe heskinet gant an diktatour. E deroù ar bloavezhioù 1940, dindan levezon ar Falange Española ha hini nazied Alamagn, e voe aozet enklaskoù ha savet listennadoù anvioù evit prientiñ treuzdougen tud d'ar c'hampoù-diouennañ. A-hervez e vije bet savet gant an eskob Josep Miralles Sbert kement a gaieradoù anvioù ma ne c'halljod ket o implij.