William Wallace Wotherspoon
William Wallace Wotherspoon (New York, 28 a viz Here 1821 – Utica, Stad New York, 11 a viz Here 1888) a oa ul livour stadunanat brudet dre e daolennoù a ziskoueze dremmvroioù e White Mountains New Hampshire. Gant dremmvroioù er Bed Kozh e voe awenet ivez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1821 e oa bet ganet William W. Wotherspoon e New York, mab d'ur marc'hadour a orin skosat a lezas e stal gant e vab pa varvas.
E deroù ar bloavezhioù 1840 e studias al livouriezh en National Academy of Design (NAD) e New York, ma lakaas lies taolennoù war ziskouez betek diwezh ar bloavezhioù 1880. Meur a daolenn a livas e White Mountains New Hampshire betek 1848, ar bloaz ma voe dilennet da ezel an NAD, d'e 27 vloaz.
E-pad meur a vloaz adalek 1849 e veajas dre Europa evit studiañ livouriezh ar Bed Kozh. Meur a weledva e Bro-Skos a voe diskouezet gantañ en NAD e 1849 ha 1850. E Roma edo o chom er bloaz 1851, a-raok distreiñ da SUA e 1852. Meur a zremmvro italian a ziskouezas en NDA er bloazioù goude.
Daoust dezhañ bezañ beuzet gant aferioù bras ar stal en devoa bet da hêrezh e kendalc'has gant e vicher a livour ; e meur a lec'h en SUA e veze lakaet e oberennoù war ziskouez : en NAD hag en American Art-Union e New York, er Pennsylvania Academy of the Fine Arts e Philadelphia (1855), er Washington Art Association e Washington, D.C. (1857) hag er Brooklyn Art Association e Brooklyn (1871).
Taolennoù liesdoare a lakaas en NAD e 1870 : dremmvroioù e Shelbourne, New Hampshire, hag e korn-bro Brindisi en Italia, koulz hag un dresadenn graet gant glaouennoù a ziskoueze Kaero en Egipt, ar pezh a laka da soñjal e oa bet eno endra edo e Roma.
Goude e zistro da New York ec'h emezelas en Artists' Benevolent Fund, un aozadur hag a sikoure an arzourien n'o devoa ket graet berzh bras gant o labour[1]. Kelenn al livouriezh a eure ivez, unan eus e skoliadezed o vezañ Eliza Pratt Greatorex[2]
Levezonet-bras gant an Hudson River School e oa oberennoù W. W. Wotherspoon, en e labour er White Mountains peurgetket[2] ; korn-bro Litchfield Hills e Connecticut a lakaas alies war al lien ivez[3].
D'an 11 a viz Here 1888 e varvas al livour, oadet a 67 vloaz, en Utica, kêr-benn kontelezh Oneida e stad New York[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Austin, Robert Michael. Artists of the Litchfield Hills. Athens : Waterbury : Mattatuck Historical Society, 2003 (ISBN 9780820325699)
- (en) Eldredge, Charles C. & Southeastern Art Museum Directors Consortium. Tales from the Easel: American Narrative Paintings from Southeastern Museums, Circa 1800-1950. Athens : University of Georgia Press, 2004, p. 202 (ISBN 9780820325699)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'ArtNet'. Kavet : 22/10/2023.
- (en) 'NAD'. Kavet : 22/10/2023.
- (fr) (en) 'Galerie Molinas'. Kavet : 22/10/2023.