Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 02 bloaz 2007

Eus Wikipedia

08/01/2007 — 14/01/2007

[kemmañ ar vammenn]
skrivañ un dra bennak en eil sizhun eus 2007An ti-chopin

Kavet em eus banniel Zakintos. Piv a c'hallo e werniañ diwar an douar? Trugarekaat. Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 04:44 (UTC)[respont]

Lenn ar pennad-mañ da gentañ Skoazell:FAG hag hemañ: Wikipedia:Skoazell. A-hendall, gallout a rafen-me (pe unan bennaket all) ober war-dro an afer-mañ gant ma vije sklaeraat e pelec'h emañ ar skeudenn-se ha petra resis ac'h eus c'hoant ober ganti. --Merour (Neal) (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 09:35 (UTC)[respont]

Savet eo bet gant Benoni, trugarez.Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 16:56 (UTC)[respont]

Planedennoù

[kemmañ ar vammenn]

Anvioù zo zo bet krouet diwar ijin personel a gredan: Ouran, Ploudo, Neizhan. Eus pelec'h e teu ar gerioù-se? ne vije ket fall gouzout. Shelley Konk 8 Gen 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Ar respont gwir a zo : pep hini a ra evel a gar. Bremañ e c'haller ober hervez al latin, ar gregach, Gregor, Hemon (Pluto ha Pluton (!) er geriadurig, netra evit Apol(l)on), Kervella. Chom a ra an Du, ar Gwenn, an Hir ar Berr, ar C'halvez, ar C'here, ar C'hemener... (kendalc'ho neb a garo). Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 16:54 (UTC)[respont]
Doujañs evit ar re o deus labouret war ar pennadoù-se hag ar re a gemer poan embann levrioù ha pennadoù. Kavet e vez Ouran, Neizhan, Ploudon e-barzh geriadurioù An Here (p. 778), pennadoù Talabao ha Rouzig, ha re all moarvat, hag ivez el levrioù nevez embannet gant Apogée diwar-benn Koskoriad an Heol (da lavarout eo koulz lavaret pep tra war an danvez-se), neuze e-lec'h barn ha lezennata war traoù ha n'anavezit ket (da skouer, lavarout e vefe lavaret "Neptun" e kement yezh a zo pa'z eo "Neifion" e kembraeg koulskoude ha "Neivion" e kernev-veureg), pledit mar plij war an danvezioù a vestroniit.Iskomandant Marc'heg 9 Gen 2007 da 17:26 (UTC)[respont]
Evit ur wech on a-du gant Bianchi-Bihan: furoc'h e vije chom gant ar furm Neptun a zo an hini nemetañ testeniekaet er brezhoneg komzet. E 30 vloaz n'em oa morse klevet ar furm Neizhan... Laouen vijen gouzout avat piv 'n eus ijinet ar furm Neizhan!!!Benoni 9 Gen 2007 da 18:14 (UTC)[respont]
Aon m'eus e ra goap Benoni eus bed ar brezhoneg. Aon m'eus ivez ne lenn ket ar pezh a vez savet e brezhoneg nag ar pezh a vez skrivet war ar bajenn-mañ war ar marc'had. Gant seurt doareoù e yelo buan ar wikipedia brezhonek d'an traoñ, pa n'int ket gouest zoken da selaou an dud, ha ne vo ket ken den ebet o kemer perzh el labour amañ. Savet m'eus-me meur a zek pennad diwar-benn ar steredoniezh, klasket em boa heuliañ ar c'heleier evit afer statud ar planedennoù, hag ar wikipedia brezhonek a oa bet unan eus ar re gentañ holl (a-raok an hini gallek) evit lakaat an dibaboù skiantel nevez degemeret. Ne ro ket c'hoant kenderc'hel avat. Gwelet a ran e oa poan gollet klask ober vad pa'z eus tud (merourien sañset) prest da gas pep tra da get dre ziouiziegezh.Iskomandant Marc'heg 9 Gen 2007 da 19:58 (UTC)[respont]
N'eo ket peogwir n'hon ket a-du ganit e rafen goap eus bed ar brezhoneg : n'out ket da unan e Breizh o kaout un tamm gouiziegezh war hon yezh. Ha n'eo ket o kunujenniñ an dud e laki anezho da gaout c'hoant selaou ouzhit. N'on ket an hini nemetañ da vezañ burutellet dibab ar gêr "Neizhan" evit ober gant "Neptun": Bianchi-Bihan, hag-eñ yezhoniour ampartoc'h egedon, a zo an hini en deus graet an adkas davet Neptun; Shelley-Konk eo an hini en deus adlakaet ar gaoz war an tem-se. Setu, sioula un tamm, ha selaou te eus ar re all! Ha ro din da c'houzout ur c'horn bro eus Breizh e lec'h ma vije graet gant Neizhan!!! Daoust-hag ez eus??? Piv 'n eus krouet ar gêr-se??? Ha perak implij ur gêr disheñvel a grenn eus hini ar yezhoù-all? Ha perak ijinañ ur gêr e brezhoneg evit un anv divoutin? Setu un nebeut goulennoù: met ma na ouezes nemet kunujenniñ, gwir eo na ri striv ebet evit respont... Tampir. Dedennus e c'hellfe bezañ seurt respontoù, ha pinvidikaüsoc'h evit wikipedia eget da imor fall...Benoni 9 Gen 2007 da 21:01 (UTC)[respont]
Ne welan ket perak krediñ eo bet goveliet ur stumm ha n'eo ket bet lennet pe klevet gant den pe den. Evidon-me e tleer ober gant hengounioù ar yezh skrivet hag a-wechoù an hengoun a zeu eus labour Vallée (ha ne oa ket un ijinadenn, un dra studiet spis ne lavaran ket). Diaes eo komz eus ar brezhoneg skrivet ma ne vez tennet kont eus kantadoù a skridoù ne c'hell un den e anavezout mat.
Evit arguzenniñ war ger pe ger, ret eo ober degas daveoù ma 'z eus tu.
Evit anv ar planedennoù koulz hag an doueed e kavan gwelloc'h ober gant ar berratadurioù hengounel evel Ouran, met Ploudon em eus merzet gwechoù'zo e tstenn pe destenn, met geriaoueg fizik Diwan a zispak Pluto (ha Neptunus). Evit Neizhan e kavan brav ar furm n'anaveze ket ma mamm-gozh, met adober ar chadenn gant brezhoneg an amzer ma veze lenneien ha skiantourien vras a zo ur pal a-feson ivez.
Ur wech all eo bet degaset ar c'hendiviz war ar yezh-se e maezh ar bajennn savet a-ratozh : http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Anvio%C3%B9_skiantel
Bezit war evezh, tudoù, amañ e vez komzet war vuhez hollek ar wikipedia nemetken !
--Ch. Rogel 9 Gen 2007 da 22:20 (UTC)[respont]
Neuze e rin un tamm respont eno. Bianchi-Bihan 9 Gen 2007 da 22:26 (UTC)[respont]
Daoust ha lennet e vez ar pezh a skrivan amañ (hag ar pezh a skriv tud all) ? n'on ket sur, pa adlenner ar memes enep arguzennoù, daoust ma oa bet respontet dezho (respontet e zeus bet amañ meur a wech pe war ar pajennoù kaozeal evit Daoust-hag ez eus??? Piv 'n eus krouet ar gêr-se??? Ha perak implij ur gêr disheñvel a grenn eus hini ar yezhoù-all? Ha perak ijinañ ur gêr e brezhoneg evit un anv divoutin?). Daveennoù zo bet roet evit an orinoù, ha daveennoù evit traoù embannet nevez zo (geriadurioù, pennadoù, levrioù). Lavaret e ra ar Gembreiz ha Kerne-Veriz gant stummoù dezho. Amañ e vo kavet traoù all [1] (arabat kemer ar sinaeg eveljust) hag e weler eo implijet Neizhan gant meur a zen disheñvel (Martial Menard, Korvigelloù an Drouiz, ul lec'hienn e morvannaoueg...). Traoù all ha donoc'h a gaver ivez e-barzh Astronymie et onomastique calendaires celtiques gant Joseph Monard embannet gant Label LN e 2005 (p. 51 da skouer).
Hag evit respont da Ha ro din da c'houzout ur c'horn bro eus Breizh e lec'h ma vije graet gant Neizhan!!!. An dud ne reont ket muioc'h gant Meurzh, Gwener, Sadorn... ha piv a gaoze eus se, zo kaeroc'h? Ha ret eo e vije implijet ur ger evit un dra nevez (réacteur, micro-possesseur…) gant an tad-kozh-mañ tad-kozh e lec'h pe lec'h evit kaout ar gwir d’ober gantañ ? Distro da wikipedia robin hood neuze.Iskomandant Marc'heg 10 Gen 2007 da 11:25 (UTC)[respont]
Mat e vije lakaat an davennoù-se e dibenn ar pennadoù. Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 12:06 (UTC)[respont]
Daveennoù evit gerioù a gaver e geriadurig bihan Mouladurioù Hor Yezh pe e Geriadur An Here ? N'eo ket stambouc'h labour kement-se ?Iskomandant Marc'heg 10 Gen 2007 da 20:49 (UTC)[respont]
Anvioù al levrioù (ha niverenn ar bajenn) e traoñ ar pennad. Ma rez amañ e c'hallez tapout da begañ eno. Tud all a ra evel se e pep wiki. Evel se e vo aesoc'h respont d'an dud nevez (a c'hall dont c'hoazh, piv 'oar) a c'houlenno adarre. Met gra evel a gari.Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 22:30 (UTC)[respont]

Planedennoù ha brezhoneg komzet

[kemmañ ar vammenn]
  • Evit respont da Venoni : Lakaet 'peus ar gaoz war ar brezhoneg komzet ha goulennet 'peus e pe gorn eus Breizh e vez lavaret Neizhan. Anaout a rez a-walc'h ar respont : e neblec'h eveljust. Ha perak ? Peogwir n'eo ket ur ger kozh : d'an 23 a viz Gwengolo 1846 e oa bet dizoloet ar blanedenn-se, setu ne gavi roud ebet anezhi nag er Barzhaz Breizh, nag er c'hontadennoù kozh, nag er gwerzioù hengounel. Petra e vo graet eus Neptun e brezhoneg. Ur fazi eo soñjal e c'hell pep yezh degemer forzh peseurt sonioù estren enni. An italianeg, da skouer, ne blij ket dezhañ ar c'hensonennoù disheñvel kichen-ha-kichen, setu e lavarer otto evit okto ha Nettuno evit Neptun en italianeg. Pa lenner un tammig diwar-benn istor ar brezhoneg e weler penaos eo bet emdroet ar c'hensonennoù-se : okt > eizh, captif > kaezh, keizh.
    Setu e soñj din ez eus bet fellet d'ar re o doa brezhonekaet Neptun heuliañ emdroadur naturel ar brezhoneg. Marteze e fazian, met gallout a ran ober ur goulenn d'am zro : e peseurt korn eus Breizh, e peseurt rannyezh e c'heller klevet an heuliad sonioù pt (kaozeal a ran eus brezhoneg hengounel ha naturel ha n'eo ket eus tud a laka gerioù gallek en o c'haoz sof-kont. --Yun (kaozeal) 10 Gen 2007 da 18:36 (UTC)[respont]


Respont da Bianchi-Bihan kaset war ar bajenn savet evit toullañ kaoz war an anvioù skiantel : http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata/Anvio%C3%B9_skiantel . --Ch. Rogel 10 Gen 2007 da 22:16 (UTC)[respont]

E Mikonos e c'hallfed gwelout ur pelikan o pourmen e kêr... Shelley Konk 9 Gen 2007 da 15:08 (UTC)[respont]

Plas ar brezhoneg er wikipediaoù

[kemmañ ar vammenn]

Ha notennet ho peus emañ ar brezhoneg en 53vet renk pa 'z eus 2 wikipedia saoznek? Skrivet eo er MetaWiki war deizlevr ar wikipediaoù. --Ch. Rogel 9 Gen 2007 da 22:20 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

...da sevel, en Atalant. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 11:34 (UTC)[respont]