Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 46, bloaz 2012

Eus Wikipedia

12/11/2012 — 18/11/2012

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha daou-ugent eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Infoboksoù ha taolennoù merdeiñ

[kemmañ ar vammenn]

Piv a c'hallfe lavaret petra 'zo c'hoarvezet gant an infoboksoù ha taolennoù merdeiñ e pajennoù ar broioù (gwelet Mali, Ouzbekistan, Stadoù-Unanet Amerika, h.a.), pe traoù all evel patrom Inizi Breizh Patrom:Inizi Breizh (gwelet e traoñ pajenn Enez-Vaz da skouer)? War a seblant ez eus aet un dra hollek bennak a-gostez, met petra?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2012 da 15:41 (UTC)[respont]

Ur gudenn CSS (Cascade Style Sheets) eo, da 'm meno.
  • Er Patrom:Infobox bro emañ ar voneg CSS {| class="infobox geography", n'eo ket bet doujet outi.
  • Heñveldra evit Patrom:Navbox, gant ar voneg CSS style="width:23em;" class="navbox ".
  • "class" a ra dave da restroù .css a dalvez da stummañ ar pennadoù (lec'h, liv, fontoù, bordoù &all). Ur gudenn gwazer (server) eo war a hañval : dianket eo bet ar restroù .css a oa bet savet evit an daou batrom-mañ.
Mar sellez ouzh Spagn e weli ez eo reizh ar pajennadiñ c'hoazh, rak disheñvel eo ar patrom a zo bet arveret. Siubhán McGunn (kaozeal) 16 Du 2012 da 20:46 (UTC)[respont]
Ha petra 'c'heller ober?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2012 da 21:01 (UTC)[respont]
Ni, implijerien voutin : netra war-eeun, peogwir ne c'hallomp ket tizhout ar restroù .css a zo en urzhiataerioù Wikipedia. Sur a-walc'h e oar ar verourien penaos kelaouiñ Wiki a-zivout ar gudenn-se ?
Da c'hortoz e c'hallomp adsevel ar pajennoù foeltret dre ober gant ar patrom a zo bet implijet evit Spagn.
Un doare all zo : bitrakiñ HTML ar pennad Stadoù-Unanet Amerika da skouer, dre lakaat an infobox war tu dehou un daolenn (<table>) hag ar skrid war an tu kleiz, lemel ar voneg Javascript n'a ket en-dro ken, adsevel patromoù an traoñ en un doare disheñvel (da lavaret eo hep CSS — n'eo CSS nemet un doare da chom hep skrivañ hag adskrivañ linennadoù boneg).
Ar gwellañ e vije tremen dre verour pe verour kent ober ker borodus ul labour. A-du on evit bitrakiñ mar n'eus diskoulm all ebet, hogen n'omp ket asur ne c'hoarvezo ket ar foeltradenn gwezh pe wezh all. Ha marteze n'eo ket ur gudenn CSS :D ! — Siubhán McGunn (kaozeal) 16 Du 2012 da 21:34 (UTC)[respont]
Koulz din gortoz neuze. Evit a sell ar verourien, setu danvez tremen ral war ar Wiki brezhonek er mare-mañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2012 da 21:42 (UTC)[respont]
> Kempennet em eus Mali (kuzhet em eus an Infobox, evit ma c'halljed hec'h adlakaat pa vo bet pareet). Evit an taolennoù-merdeiñ : diwezhatoc'h...
Siubhán McGunn (kaozeal) 16 Du 2012 da 23:38 (UTC)[respont]
>Kemmet em eus Patrom:Afrika evit adlakaat an titl er c'hreiz > OK war pajenn Mali. Peogwir eo aet CSS kuit em eus lakaet merkoù HTML <center>, a vo ret lemel pa vo distroet CSS, mar distro.
Siubhán McGunn (kaozeal) 17 Du 2012 da 00:01 (UTC)[respont]
Ne'm eus ket gwelet ar gudenn-se er Wikipediaoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Du 2012 da 21:23 (UTC)[respont]
Ha reizh eo, p'emañ pep Wiki disrannet diouzh ar re all (alese al liammoù etreWiki). Poent eo d'ar "verourien" fiñval...
Ur bern pajennoù zo bet foeltret, hag ul lazh-korf e vije din o damkempenn evel Mali — emaon o plediñ gant kastiz ar marv, met n'on ket bet kondaonet c'hoazh.
Un dra a c'hallan ober buan ha da vat eo kemmañ ar patrom : skarzhañ Infobox bro ha sevel ur Patrom:Bro hep CSS na JavaScript. Labour a vije war-lerc'h evit e voueta war pep pajenn foeltret — ha feurjedanennoù zo da c'houzout pe vro(ioù) a vez gweladennet an aliesañ ? Ar Stadoù-Unanet, marteze ? Diouzh an tu mat, un doare da hizivekaat ar stlennoù e vije !
Siubhán McGunn (kaozeal) 17 Du 2012 da 21:44 (UTC)[respont]
Furoc'h moarvat gortoz e vefe renket an traoù (ha renket an taolennoù hag ar patromoù merdeiñ dre se drezo o-unan). Traoù talvoudusoc'h a zo d'ober etretant a gav din.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Du 2012 da 15:13 (UTC)[respont]
Gortoz pell, gortoz gwell, hañ ? Ne vergn... Lezet em eus Japan divalav-mezh evel m'emañ, ha mar deu an traoù en o reizh en-dro er pennad-se dre c'hras ar Wikidoueed ez adlakain SUA ha Mali en o stad kent. — Siubhán McGunn (kaozeal) 18 Du 2012 da 15:57 (UTC)[respont]
Peseurt diforc'h zo etre Patrom:Amerika NKK ha Patrom:AFNA evel m'emaint bremañ hag evel ma oant un nebeud devezhioù zo ? Ha petra zo a-dreuz gant ar patromoù evel Patrom:Inizi Breizh ? Me ne welan ket... --Llydawr (kaozeal) 19 Du 2012 da 11:46 (UTC)[respont]
A-raok e oant evel-henn: sk:Šablóna:NATO.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Du 2012 da 12:20 (UTC)[respont]
Gwelet a ran eo nevez-distro an traoù war o reizh. Gwell a se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Du 2012 da 15:56 (UTC)[respont]

Emañ Japan a-dreuz c'hoazh (Infobox + Navboxes) — Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 17:19 (UTC)[respont]

Ha displegañ a c'hallfes, gant gerioù, petra zo a-dreuz ? Rak ne welan ket... --Llydawr (kaozeal) 19 Du 2012 da 17:28 (UTC)[respont]
¡ Caramba !
  • War tu dehou ar bajenn e tlefe an Infobox bezañ, gant deroù ar pennad war an tu kleiz (evel e saozneg, da skouer).
  • Navboxes : aet eo al livioù kuit, ha digreizennet emañ an talbennoù (goleiñ a reont al liammoù g • ka • ke).
An abeg da gement-se em eus klasket displegañ amañ a-us. Kempennet em eus Stadoù-Unanet Amerika ha Mali evel displeget amañ a-us hag e kemmoù an daou bennad. Digemm em eus lezet Japan, a servij da dest : pa vo mat e vo mat an holl bennadoù ma 'z eus patromoù Infobox ha Navbox stummet dre CSS ha JavaScript. — Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 18:08 (UTC)[respont]
Marteze eo ur gudenn hiniennel a-benn ar fin gant an toupinoù (cookies), pe ur viruz bennak silet e-touez implijerien 'zo eus WPbr, pe un dra bennak evel-se. Setu perak ne wel Llydawr netra a-dreuz marteze. Goude bezañ adlañset ma urzhiataer ha skarzhet an toupinoù eo distro an traoù war o reizh evidon. Kredit ac'hanon: spontus e oa ar pajennoù gant frammoù da welet en deizioù tremen.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:22 (UTC)[respont]