Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 37 bloaz 2009

Eus Wikipedia

07/09/2009 — 13/09/2009

skrivañ un dra bennak er sizhvet sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Sed daou bennad am eus savet peogwir em eus bet tro da dapout skeudennoù kaer, met n'anavezan ket an danvez, setu ma vo degemeret mat adlennadennoù implijerien all.--Ex-Smith 8 Gwe 2009 da 19:25 (UTC)[respont]

Labour vat ha digarez brav. Plouz a vez graet, 'gav din met nebeutoc'h c'hoazh e c'houzon evidout, eus treid an edeier kentoc'h (plouz ha foenn; debriñ foenn ha kousket war ar plouz). A-wechoù e lavarer ti-plouz pa vez lakaet korz: n'ouzon ket ha toet e vez gant plouz ken en hon bro. Er Briwer em eus gwelet degas korz eus Camargue da deiñ "mod ar vro": korz ar c'hornad ne blije ket d'an toer-plouz, a-hervez. Ma! 'benn arc'hoazh 'vo ret diblouzañ. Bianchi-Bihan 8 Gwe 2009 da 21:05 (UTC)[respont]

Commons, plusk hag all

[kemmañ ar vammenn]

Piv a oar

  • perak e weler skeudennoù zo e commons ha re all e commonscat adalek ur pennad gallek pe saoznek?
  • perak ne weler ket anv ar pennad pa reer commonscat er wiki brezhonek?

Ma fell d'an deknikourien teurel ur sell, setu evit gwelout Adour gant commons pe commons cat eus ar wiki brezhonek: blev!

Adalek ar wiki gallek: commons goullo, commonscat leun. Un displegadur zo? Bianchi-Bihan 10 Gwe 2009 da 08:01 (UTC)[respont]

Renket ganin. War a seblant n'a ket ar patrom Commonscat mat en-dro er Wikipedia brezhonek. --Llydawr 10 Gwe 2009 da 10:34 (UTC)[respont]

Daoust ha perc'henned o fajenn eo an implijerien? Komz e-unan a fell d'ar paotr Meven: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AMeven&diff=562543&oldid=562079 . Bianchi-Bihan 10 Gwe 2009 da 09:00 (UTC)[respont]

Nann 'vat - n'eus implijer/ez ebet a zo perc'henn/ez war ur pennad bennak, zoken ma vije bet kroget ha kaset da-benn gantañ/i. Evel-se eo bet respontet d'an implijer-mañ ivez. Neal (Kaozeal) 10 Gwe 2009 da 09:34 (UTC)[respont]
Stanket ganin kont Meven e-pad ur sizhunvezh. Abeg: Emdalc'h direizh, tagadennoù personel. Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gwe 2009 da 12:16 (UTC)[respont]

Gwelout a ran e vez ret diverkañ rummadoù dizimplij. D'am soñj eo ret lakaat da reolenn eo difennet krouiñ rummadoù goullo, evel a vez kavet a-wechoù. Bianchi-Bihan 11 Gwe 2009 da 16:43 (UTC) Bianchi-Bihan 11 Gwe 2009 da 16:43 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h met n'eo ket dre ret: rummadoù goullo 'zo a vez krouet evit gallout o implijout da c'houde (ds. "marvioù 1989"... ha deiziadoù all). Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2009 da 08:53 (UTC)[respont]

Moarvat ho po taolet evezh ouzh 4 eurvezh labour dispar hon c'henlabourer nevez, an aotrou Bleiz en noz tremen: http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/Bleiz. Me 'venn gouzout piv e c'hall bezañ. Bianchi-Bihan 12 Gwe 2009 da 07:08 (UTC)[respont]

Marteze e teuio a-benn unan bennak ac'hanoc'h da lakaat an ardamez e-kreiz. Trugarekaat.--Ex-Smith 12 Gwe 2009 da 18:39 (UTC)[respont]

Ha keit m'emaomp ganti ne gomprenan ket perak ne zeu ket war wel an holl vannieloù (gevellerezh).
Evit ar banielloù, ne vefe ket peogwir n'eo ket savet ar patromoù.--Y-M D 12 Gwe 2009 da 19:45 (UTC)[respont]
Koulskoude ez eo enrollet an holl vannieloù-se en hor wiki-ni (skeudenn:Flag of hag all).--Ex-Smith 12 Gwe 2009 da 20:18 (UTC)[respont]
Klask a rin teurel ur sell, pe goulenn ali gant unan hag a oar. N'on ket sur dont a-benn. A galon --Y-M D 12 Gwe 2009 da 20:25 (UTC)[respont]
Lavarout a rez ez eo enrollet an holl banielloù war hor wiki-ni, sur out ez eo an holl ? Ne vefe ket ul lodenn anezho tennet war eeun eus Wikimedia Commons. Ha ma vefe mod-se e c'helfe bezañ ar gudenn. N'on ket barrek war enrollañ skeudennoù war wikipedia neuze ro din da ali mar plij. --Y-M D 12 Gwe 2009 da 20:31 (UTC)[respont]

Un doare all a zo evit lakaat ar banielloù. Te peus implijet Patrom:Country data Suis. Posubl e vefe implij : [[Image:Flag of Switzerland.svg|20px]], a ro :

Banniel Italia ha hini Frañs a zo enrollet amañ, ha just a-walc'h ne zeuan ket a-benn da gemmañ etre Patrom a Skeudenn.--Ex-Smith 13 Gwe 2009 da 14:10 (UTC)[respont]
Mat, deuet on a-benn, trugarez evit da sikour. Kempennet war un dro gevellerezh Berlin.--Ex-Smith 13 Gwe 2009 da 14:26 (UTC)[respont]

Goude ar Bleiz, ar Vran

[kemmañ ar vammenn]

Pep hini ac'hanoc'h en devo taolet evezh ouzh 4 eurvezh labour an aotrou Bleiz en noz all, http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/Bleiz. Setu bremañ un den fentus all, an itron Bran, kar tost dezhañ, ha prest da labourat a-lazh-korf evel a gemenn amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Implijer:Bran&action=history. Setu frouezh hec'h eurvezh-labour dec'h da noz: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Contributions&limit=500&target=Bran. Marteze e vo renket ar pennadoù distrujet buan a-walc'h gant ar verourien? D'am soñj n'eo ket prest afer ar Bleiz-Bran da echuiñ ma ne vez ket kemeret diarbennoù. Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 07:35 (UTC)[respont]

Meneget e vo labour ar brini-se en hon wiki-ni. Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 07:46 (UTC)[respont]
Graet Graet. Distaolet ar c'hemmoù met n'on ket sur hag-eñ eo bet graet mat. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2009 da 08:22 (UTC)[respont]

Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar c'hont-mañ evit margodenniñ. Difennet groñs eo margodenniñ ha goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ. Stanket e vez diouzhtu ha da viken an holl gontoù implijet evit margodenniñ hag an IPoù liammet oute.

Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2009 da 08:48 (UTC)[respont]

Peur e resevi disoc'h ar gwiriekadenn IP ? --Y-M D 13 Gwe 2009 da 08:54 (UTC)[respont]

O treiñ ur pennad emaon hag e kavan ul liamm davet ur bajenn all, ur bajenn daveoù. [1]. Ha gellout a rafe unan bennak displegañ din petra eo ar bajennoù-se. Posubl eo ober ar memestra war hor wiki-ni ha penaos ? A galon --Y-M D 13 Gwe 2009 da 12:49 (UTC)[respont]

War a welan ez eo ur bajenn m'eo resisaet ul levr meneget meur a wech e-barzh notennoù stank ar pennad diwar-benn W. Disney. da welout ivez :[2]. Marteze ez eo un doare da skañvaat an notennoù? Sur a-walc'h e c'haller ober heñvel amañ, penaos n'ouzon ket avat. Brav eo gwelout e plij d'an dud ober gant hor wiki-ni : un tammig fent ne ra ket droug. A galon.--Ex-Smith 13 Gwe 2009 da 13:35 (UTC)[respont]
Trugarez evit da respont. Dedennet e vefen gouzout penaos ober neuze war hor wiki-ni, ar re a oar a c'helfe displegañ din. Me gav eo plijus ar bajenn wiki-ni, fentus, gant skeudennoù evit klokaat, hag all. Mat-tre. A galon --Y-M D 13 Gwe 2009 da 13:38 (UTC)[respont]

Emaon o sevel fichennoù filmouigoù Disney. Kavet 'm eus videoioù lod anezho war Youtube. En em c'houlenn a ran ma 'z eo posubl lakaat ul liamm adalek ar bajenn war wikipedia betek ar filmig. Ar gudenn a zo kentoc'h gouzout ma 'z eo aotreet. N'ouzon ket ma 'z eo lezennel e vefe ar videoioù-se war youtube. Ma c'helfer reiñ o ali, pe lezenn wikipedia war an dachenn-se. A galon --Y-M D 13 Gwe 2009 da 17:06 (UTC)[respont]

Me'soñj din ez eus gwirioù war holl oberennoù Walt Disney. Ma, mod-all : politikerezh Wikipedia ha hini Youtube a zo daou dra disheñvel. E-keit ha ma ne lakaer ket ar videoioù war Wikipedia ne soñj ket din e vefe grevus, n'eo ket deomp da renkañ kudennoù Youtube. Mat e vefe kaout ali tud all. Mod-all, etrezomp-ni : un diforc'h a zo etre ar goulennoù dieeun ma'z implijer hag-eñ, hag an divizoù ma'z implijer ma. Skouer : n'ouzon ket hag-eñ e plij ar pennad wiki-ni d'an holl / Ma plij ar pennad wiki-ni d'an holl e c'hallimp sevel re all ken fentus all. Daoust ma n'em eus morse klevet hag-eñ amañ e Kerne Izel, hag ijinañ a ran a-walc'h ez eo heñvel an traoù ez pro. A galon. --Ex-Smith 13 Gwe 2009 da 17:20 (UTC)[respont]
E yezh Leon, an hini a gaver en oberennoù evel kontadennoù Troude (evit ar re ne garont ket Buhez ar Sent), eo sklaer ken eo sklaer: goulenn ma n'emañ ket er yezh, goulenn ha eo an droienn nemeti e brezhoneg ar vro, an hini goshañ (an hini wellañ din-me, hag a zo o vont da goll dre ma ne vez ket graet ganti nemeur ken) : Me 'venn gouzout ha dont a raio ur mignon d'ar bleiz ha d'ar vran da labourat adarre fenoz. Souezhet on ne vije ket kaoz eus an traoù-se e skolajoù pe lise Diwan. Ne vez ket studiet un tamm brezhoneg eno ken? Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 17:31 (UTC)[respont]

Trugaez bras evit an evezhiadennoù. Dipitet bras hon gant ar fazioù a ran a-wechoù. Kendalc'hit neuze d'ober evezhiadennoù din pa vez fazioù, zoken m' o peus lavaret dija e c'helloc'h adlavar. Plijus e vefe ivez lakaat an evezhiadennoù o peus graet e Wikipedia:Fazioù stankañ, ma n'eo ket graet dija. Dedennus tre eo ar bajenn-mañ evit gellout en em zifaziañ, pa ne vezer ket ur mailh. Pa c'houlenn Bianchi-Bihan hag-eñ e studier brezhoneg e skolajoù hag el Lise Diwan, n'eo ket gwall bell eus ar wirionez alas. War washaat e vez live ar skolidi hag un dipit bras eo. Ul lodenn anezho ne ouezont ket sevel frazennoù reizh zoken. Setu perak emaon (pe emamop zoken) o klask lakaat an traoù da vont war-raok evit ma krogfe en-dro al liseidi da gomz brezhonzeg hag evit ma deskfer muioc'h diazez ar yezh (el Lise zoken) ma vez ezhomm. Labour 'zo, met klask a raimp. Ha sikour an holl a vo ezhomm. Marteze ne servij da netra kontañ kement-mañ amañ. Met pase skuizh on gant gant ar reuz-se.
Met Wikipedia a zo un elfenn a c'hell sikour. Ar gudenn a zo gouzout ma 'z eo broudet hag implijet ganto ? Trugarez bras d'an holl ha kendalc'homp. A galon --Y-M D 13 Gwe 2009 da 18:55 (UTC)[respont]

Gouzout a ran n'eo ket al lec'h evit komz eus ar skolioù brezhoneg, en em zigareziñ a ran evit an dra-se ma 'z eo bet displijet tud 'zo. Trugarez da vezañ lakaet ur rann Ma.

Keit ha ma soñjan, ne vefe ket tu kas un e-mail d'an holl skolioù, skolajoù ha Liseoù (hag all marteze ?) a berzh Wikipedia evit reiñ soñj en-dro eus bezañ hor wiki-ni hag evit ma vefe broudet ganto. Da lavaret eo implijet, bouetaet. Da welet, Roit o ali mar plij. A galon --Y-M D 15 Gwe 2009 da 15:20 (UTC)[respont]

Gad lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet war evezh an implijer Gad evit kregiñ gant ur brezel kemm-digemmañ (adsevel pennadoù goulloù bet diverket) Merour (Neal) (Kaozeal) 14 Gwen 2009 da 12:23 (UTC)

Ha ne vefe ket liammet gant an daou implijer all (Bleiz ha Bran) ? Anvioù loened int holl. Disoc'h ar wiriekadenn IP a peus resevet ? A galon --Y-M D 15 Gwe 2009 da 15:13 (UTC)[respont]
Gouzout a ran piv eo Gad, ha piv eo Meven, ha ne gredan ket int liammet. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2009 da 16:24 (UTC)[respont]

Ret e vije diverkañ ar meskaj lakaet gant un den dianav er pennad. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2009 da 16:44 (UTC)[respont]

Gad lakaet war evezh evit an eil gwezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet war evezh an implijer Gad evit an eil gwezh abalamour d'e dagadennoù personel. Mar kendalc'h gant an emzalc'h-se e ranko bezañ stanket e gont. Merour (Neal) (Kaozeal) 16 Gwen 2009 da 15:23 (UTC)