Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 36 bloaz 2009

Eus Wikipedia

31/08/2009 — 06/09/2009

skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Emile hag Emil[kemmañ ar vammenn]

Ar paotr Gad en deus graet daou bennad gant unan:

Goulenn a ran ma vo adlakaet an traoù evel a-raok. Ha kaozeet goude. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2009 da 06:23 (UTC)[respont]

... pe kanton ar Jura ? Bianchi-Bihan 2 Gwe 2009 da 08:32 (UTC)[respont]

Adarre ar pennlizherennoù[kemmañ ar vammenn]

Yezhoù zo evel ar galleg ha ne reont ket (atav) gant pennlizherennoù en anvioù istorel a-bezh evel fr: Première Guerre mondiale hag fr:Empire romain pe fr:Saint-Empire romain germanique.
Goulenn a-walc'h a rafen neuze: daoust ha ret eo deomp ober evelto? Lakaet eo bet dimp un Impalaeriezh santel roman german bepred. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2009 da 09:44 (UTC)[respont]

Setu ur c'hinnig d'ar gelennerien: gallout a rafe ar skolidi kemer luc'hskeudennoù eus monumantoù ar gumun (pep hini e hini) da lakaat er wikipedia: an iliz, monumant ar re varv (unan zo e pep kumun) ha re all. Bianchi-Bihan 3 Gwe 2009 da 15:18 (UTC)[respont]


Lakaat fin d'an abadenn[kemmañ ar vammenn]

Disteurel ar c'hemmoù, pennañ obererezh Meven amañ. Marteze e vije ret lakaat an abadenn da baouez: http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/Meven Bianchi-Bihan 3 Gwe 2009 da 21:05 (UTC)[respont]

Herculebot[kemmañ ar vammenn]

Gant HerculeBot e weler, e pajenn ar C'hemmoù diwezhañ, "changement de type cosmétique". Ne vin ket spontet gant un tamm galleg ur wech an amzer. Met kavout a ran ez eus re. Neuze pe e ra e robot gant ar brezhoneg pa ra e gemmoù en hon wiki-ni, pe e kaser anezhañ da gosmetikañ d'ar wikipediaoù spagnoleg, italianeg hag all, e-lec'h ma vo degemeret mat a dra sur. Bianchi-Bihan 4 Gwe 2009 da 14:05 (UTC)[respont]

Taolet hoc'h eus evezh e oa tizhet an 9 000 pennad warn-ugent. Prestik an 30 000. Dalc'homp da vont. Bianchi-Bihan 4 Gwe 2009 da 14:11 (UTC)[respont]

Furchet 'm eus un tamm ha kavet 'm eus e oa ar wikipedia brezhonek ar 51 wikipedia o tizhout 29 000 pennad. Ur plas a zo bet gounezet ganeomp. Dispar, Trugrez d'an holl genlabourerien ha kendalc'homp war an hent-mañ. A galon --Y-M D 4 Gwe 2009 da 19:30 (UTC)[respont]
War ar bajenn-mañ [1] eo wikipedia brezhoneg 52vet.--Gwendal 6 Gwe 2009 da 10:28 (UTC)[respont]
Ma vije muioc'h a dud o labourat e vije aes mont betek an 48vet renk. Pet kumun zo e Breizh-Veur? en Alamagn? Setu danvez da verañ. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2009 da 10:35 (UTC)[respont]

Penwern (Penguern)[kemmañ ar vammenn]

Emeur o labourat en deizioù-mañ war adembann dielloù an hini a vez anvet Penngwern gant tud 'zo. E brezhoneg e vez lavaret "pennwern". Un anv-familh eo ("Penvern") hag a zo testeniekaet. Anavezet em eus tud hag a oa anvet e-giz-se. Evit a sell ouzh an embannadur nevez e vo graet an traoù e "brezhoneg Penwern", ur seurt KLT kozh diresis hag e galleg, ar pezh a zo dipitus evel-just rak ret e vo d'ar paour-kaezh skolaerien Diwan, Dihun ha Divyezh... adskrivañ an traoù a-benn lakaat o bugale da studiañ ar ganaouenn-mañ-kanaouenn. Gireg Konan

Emichañs ez eus un anv d'an adskriver ha d'an embanner. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2009 da 14:43 (UTC)[respont]