Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35 bloaz 2007

Eus Wikipedia

27/08/2007 — 02/09/2007

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Ren war ar yezh

[kemmañ ar vammenn]

Pep hini a vez atav tra pe dra a zisplij dezhañ. Da skouer...

  • Ne blij ket da Gadwalan ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio): peder gwech en ur sizhun en deus bet c'hoant da gemm an anv hervez e soñj personel. Hervez e arguzenn n'eo ket mat ober gant ur ger ha n'en deus ket kavet er geriadur. Displeget em eus ne veze ket kavet lonkerez hag advezv er geriadurioù ( ha koulskoude e oant er yezh. En aner.
    • Ma fell dezhañ argas an holl c'herioù ha n'emaint ket er geriadurioù, ha n'eo ket ur gerig implijet ganin hepken, ez aio moarvat + da beuriñ war-dro ar gerioù ijinet gant Neal amañ, kouda?
  • Ne blij ket dezhañ e vije graet gant ur stad, a-enep da reolenn an anv boutin hag anv divoutin, lakaet splann gant Neal ivez.
  • Ne blij ket dezhañ e vije graet gant anvioù orin an dud: Marzhin Heidegger, Jord Herbert, a-enep d'an holl voazioù holloueziadurel e kement yezh zo, ha d'an holl alioù roet dezhañ.

Sklaer eo n'emañ ket an holl Sklêrijenn gantañ: un tamm a zo e lec'h all.

Neuze, evit ma c'hallfen derc'hel da labourat sioul, war-dro al livouriezh da vihanañ (e leuskel a ran da ren e kement lec'h all a garo), e karfen e vije lavaret dezhañ paouez da glask tabut mann nemet abalamour d'ur ger hag a zisplij dezhañ.

Blizidigezh unan ne dle ket bezañ na reolenn na yev d'ar re all.Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 07:27 (UTC)[respont]

N'am eus ali ebet war aberzh/aberzhidigezh, met un dra zo sur: dibosubl eo stankañ ur bajenn ouzh ur merour: ma stankan ar bajenn e vi te stanket met pas Kadwalan. A-du ganit war anvioù an dud. Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 09:35 (UTC)[respont]


Arabat droukprezek ha lavaret gaou Bianchi. War evezh out bet lakaet abalamour da se. Kement hini a lenno ar pezh am eus lavaret diwar-benn Ar bennlizherenn er ger Stad/stad, pe ar ger aberzhidigezh pe an anvioù-badez a welo em eus degaset arguzennoù sirius na dennont ket d'ar pezh a blij din pe get. Unan eus ma c'hargoù eo reizhañ an traoù a gavan direizh e pennadoù all e-keñver yezh. A-du emaon evit lavaret n'emañ ket an holl wirionez ganin. Dont a ra un tammig ganin a-wezhioùigoù memes tra. Degemer a ran atav an arguzennoù. Mat e vefe dit soñjal n'emañ ket dre ret holl ar wirionez ganit ivez a-wezhioù e-lec'h krediñ pe ober van da grediñ emeur o tagañ da labour pe o klask ren ar bed. --Kadwalan 27 Eos 2007 da 12:50 (UTC)[respont]
Benoni, penaos e c'hallez lavaret emaout a-du gant BB diwar-benn ar pezh a lavar db an anvioù-tud. 1) N'eo ket gwir e vefe ur boaz "" holloueziadurel"" (Brav e vefe degas arguzennoù pa seller ouzh ar pezh a vez graet er wikipediaoù all) ha 2) n'eo ket reizh reiñ da grediñ e implijan atav un anv-badez brezhoneg er pennadoù a savan na reiñ da grediñ e redian an holl da ober diouzh ma soñj. Ur gaou eo! Ne gav ket din ez eo da soñj penn-da-benn. N'eo ket eus an dra-se e rez "bouetañ ar roñfl"??
Souezhet on ganit ivez pa vez graet meneg ganit a stankadenn ouzhin. Daoust ha n'eo ket lakaat da grediñ en davarn e ran estreget reizhañ ur fazi yezh? Daoust ha n'az teus ket skiant-prenañ awalc'h gant ar seurt rendaeloù? P'emañ a-du BB evit stankañ ar pennad aberzhidigezh Sant Yann pe me oar-me emaon a-du gantañ--Kadwalan 27 Eos 2007 da 13:20 (UTC)[respont]
Lavaret 'm eus bet dija ne oan ket plijet gant ar furmoù Jord Herbert, hag all. Pa vo distro an holl eus ho vakañsoù, e savin ur gaozeadenn war an tem-se. M'emañ an holl a-du gant stankañ ar bajenn e rin, met na servij da netra d'am soñj... Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 15:00 (UTC)[respont]

Setu skornet ar bajenn Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio), ha miret ouzhin da labourat warnañ, gant Kadwalan. En anv an neptuegezh moarvat.

  • Ma oa da vezañ graet ne oa ket gantañ, met gant unan neptu.
  • ... hag o virout anv orin ar pennad neuze, ha n'eo ket an hini dibabet gant unan n'en deus graet tamm labour ebet e-barzh ar pennad, hag a harz ouzh al labour pa dleje reiñ harp, ha n'eo ket lakaat skoilh, d'al labourerien.

Gallout a ra pep hini faziañ, me kenkoulz hag eñ, splannat tra pa weler pennadoù an eil pe egile. Met ober a ran gant an dibennoù-gerioù , igezh ha re all, abaoe un toullad bloavezhioù, ha n'em eus ket gwelet an disterañ sklerijenn nevez o tont digantañ war an afer-se. N'eus ken kaoz gantañ amañ nemet lakaat e soñj personel da drec'hiñ, pa anzav e-unan n'eo ket fall ar ger (diaes 'vije dezhañ ober a-hend-all)!

Da grediñ zo n'eus ket gwir bennadoù fazius all, pe da beurvrezhonekaat krouet gantañ. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 16:48 (UTC)[respont]

Prennet eo bet ar bajenn ganin-me war da goulenn dit-te ha war goulenn Kadwalan ivez. Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 17:08 (UTC)[respont]

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Rann velestradurel (236 liamm)
  2. Rummouriezh (228 liamm)
  3. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (225 liamm)
  4. Chordata (221 liamm)
  5. Anv skiantel (198 liamm)
  6. Labour-douar Henegipt (114 liamm)
  7. Arz Henegipt (114 liamm)
  8. Moneiz (114 liamm)
  9. Niger (113 liamm)
  10. Ginea-Bissau (112 liamm)

Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 11:13 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun

[kemmañ ar vammenn]
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

N'omp ket aet kalz war-raok siwazh. Un dra pouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 29 Eos 2007 da 09:50 (UTC)[respont]

Preparing the Fundraiser 2007

[kemmañ ar vammenn]

Hi, this is just a first introduction message to tell you: there is more to come. I am dealing with the Project Management of the Fundraiser 2007 and therefore will search for contacts of wikimedians who can help us to do our tasks on all projects. I am actually also building the structure for the fundraiser on Meta. We will need people who help to design buttons, translate texts of buttons, documents, sitenotices etc. Should you feel you want to co-operate please let me know. You can reach me on my meta user page or by e-mail at scretella (at) wikimedia (dot) org. If you wish to notify us that you would like to co-operate on translations, it would be nice if you used e-mail and copied the e-mail to me and Aphaia (aphaia (at) gmail (dot) com). Thank you for your attention and I hope to meet you soon! Cheers :-) -- 1 September 2007 Sabine