Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 34 bloaz 2007
20/08/2007 — 26/08/2007
- skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)
[kemmañ ar vammenn]Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:
- Rann velestradurel (235 liamm)
- Rummouriezh (227 liamm)
- Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (224 liamm)
- Chordata (220 liamm)
- Anv skiantel (197 liamm)
- Labour-douar Henegipt (113 liamm)
- Arz Henegipt (113 liamm)
- Moneiz (112 liamm)
- 2010 (109 liamm)
- Aozadur politikel Henegipt (109 liamm)
Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 22:50 (UTC)
Evit rummouriezh, n'on ket sur kompren petra a zo da lakaat dindanni : ar ger a dalv, hervezon, evel teorienn ar rummatadur ha marteze eo bet ur fazi ober gant ar ger-se e-lec'h rummatadur. Evel em eus displeget meur a wech, un arbennigour war ar rummatadur on ha ne em eus ket gwelet un all e nefe klasket teoriañ warni. --Ch. Rogel 21 Eos 2007 da 22:09 (UTC)
- Rummouriezh a dalvez kement ha fr:systématique din da c'hoût er pajennoù ma vez implijet. Benoni (Kaozeadenn) 22 Eos 2007 da 00:33 (UTC)
Skeudennoù
[kemmañ ar vammenn]Ma kompren unan bennak petra zo aet a-dreuz er pennad Sant Yann-Vadezour (Caravaggio)... Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 09:05 (UTC)
- renket eo evit pezh a sell ar skeudenn--Kadwalan 21 Eos 2007 da 09:25 (UTC)
- Traoù all chomet a-dreuz? Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 14:06 (UTC)
N'eus ket din da c'hoût. Dit eo da vezañ resisoc'h pa c'houlennez un dra bennak. --Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:36 (UTC)
Fent
[kemmañ ar vammenn]E-barzh ar pennad it:Pittura ez eus un daolenn anvet Image:Monalisa.jpg. Pa vez degaset amañ, setu petra a weler: [[Image:Monalisa.jpg]]. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 07:39 (UTC)
Kentel: gwelloc'h degas Image:Mona Lisa.jpeg , rak neuze e weler
. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 07:43 (UTC)
Daoust ha dereout a ra anv ar pennad en un holloueziadur? Kement ha Yann-Baol Sartre, a gredan. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 12:57 (UTC)
- Gallout a rez degas da soñj war ar bajenn kaozadenn. Graet eo a-ratozh--Kadwalan 22 Eos 2007 da 14:43 (UTC)
Gregach
[kemmañ ar vammenn]Goulenn a ran ma vo doujet da skritur ar ger evel m'e gaver e geriadur Roparz Hemon, ha kemmet dizehan em fennadoù gant Kadwallan. Gallout a ra ober gant e vennozhioù personel en anvioù ar pennadoù savet gantañ ma kar (Jord Herbert, Marzhin Heidegger), met n'en deus ket d'o fourrañ er pennadoù savet gant re all.
Goulenn a ran alioù ar verourien all eta. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 14:36 (UTC)
- Goulenn a ran ma paouzo BB da derriñ penn an holl gant ar c'hemmoù dister degaset en e bennadoù. Ma wel ur fazi en doare-skrivañ ra cheñcho anezhi hepmuiken. --Kadwalan 22 Eos 2007 da 14:43 (UTC)
- Am boa graet. A zo bet kemmet ganit adarre. C'hoari gant pasianted ar re all eo, tra ken. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 14:58 (UTC)
- Ne'm eus ket ha me n'on ket unan a c'hoari gant pasianted ar re all.--Kadwalan 22 Eos 2007 da 15:10 (UTC)
- Am boa graet. A zo bet kemmet ganit adarre. C'hoari gant pasianted ar re all eo, tra ken. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 14:58 (UTC)
Istor ar pennadoù
[kemmañ ar vammenn]Abaoe ur pennad e welan e vez diverket aes istor ar pennadoù, ha hini ar bajenn gaozeal. Kement-se a zo difennet groñs er wikioù all. Karout a rafen e vije heñvel amañ. Bianchi-Bihan 24 Eos 2007 da 08:15 (UTC)
Europa
[kemmañ ar vammenn]Er rummad Europa e kaver daou isrummad damheñvel : Rummad:Broioù minorelaet Europa ha Rummad:Broioù Europa. Ouzhpenn se ez eus ivez ur Rummad:Rannvroioù Europa. Moarvat e c'hellfed eeunaat an traoù...--Llydawr 25 Eos 2007 da 16:03 (UTC)
- Ali e vefes da dennañ "rannvroioù Europa"?--Kadwalan 25 Eos 2007 da 16:35 (UTC)
- Diverket 'm eus Rummad:Broioù Europa hag a oas koulz lavaret goullo. Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 01:01 (UTC)
Amerika/USA
[kemmañ ar vammenn]- Maine (Amerika) pe Maine (SUA)?
- Rummadoù: Stadoù Amerika pe stadoù SUA? pe Stadoù ar Stadoù-Unanet
Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 06:29 (UTC)
- Me rafe gant Maine (SUA) kentoc'h ha gant Rummad:Stadoù SUA (met bon, Rummad:Stadoù ar Stadoù-Unanet a zo bet dibabet setu n'eo ket pouezus cheñch). Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 14:56 (UTC)
- Gwir eo, traoù zo n'eus ket ezhomm da gemm tra ken 'met 'vit ar blijadur, koulz lezel anv ar rummad karget mat, pa n'eus fazi ebet.
- Met Maine (Amerika) zo da gemm.
- En anvioù Washington (Stad) e vije gwelloc'h skrivañ Washington (stad): un anv-boutin eo stad, hep pennlizherenn eta. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 16:18 (UTC)
- Mat e vefe resisaat un tamm ar meneg implijet goude "Maine", gwir eo, evel ma weler pa lenner ar bajenn-mañ. Daoust ma ne blij ket din kalz e vez implijet ar bennlizherenn e penn Stad adalek Vallée ha Mordiern evit doare. S.o. Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh p. 145. Levezon ar galleg? --Kadwalan 26 Eos 2007 da 18:48 (UTC)
- Pezh a blij pe a zisplij zo danvez da gaoz, met n'eo ket un arguzenn holloueziadurel.
- Stad gant ur bennlizherenn zo komprenus pa gomzer eus ar Stad. Pa gomzer eus ur stad n'eo ket ken. Er pennadoù diwar-benn an anvioù boutin ha divoutin e vo marteze anv eus se, ha ma n'eus ket e c'hallor lakaat. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 19:12 (UTC)
- Kemmoù goulennet gant B-B lakaet e pleustr. Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 20:35 (UTC)
- Ne zouj ket ouzh reolennoù ar reizhskrivadur. Ret eo derc'hel d'ar bennlizherenn.--Kadwalan 26 Eos 2007 da 21:12 (UTC)
Reolenn ar yezhadur
[kemmañ ar vammenn]- N'eus reolenn ebet, na skrivet neblec'h, nemet unan ijinet amañ gant Kadwalan.
- Un implij d'ar muiañ, a c'haller kavout abeg ennañ pa vez kavet skouerioù (ral ken ez int!) gant "ur Stad", a zo ur fazi e-keñver ar yezhadur, gwelout ar pennadoù anv boutin, hag anv divoutin, sklaer ha komprenus.
- N'eus nemet ar Stad a vez lakaet da zoue? Daoust ha kavet e vez "ur Bobl", "ur Rener", e brezhoneg? hag "ur Yezh"? Ne vez ket! Ha pa vije, ne vije nemet un dibab personel, e-maez pep reolenn skivet digavadus.
- Tud zo a lak ar Stad a-us da bep tra hag a-us da reolennoù eeunañ ar Yezhadur. Bianchi-Bihan 30 Eos 2007 da 11:26 (UTC)
- N'eo ket bet ijinet netra gant Kadwalan: heuilhet en deus Geriadur An Here, tra ken. HA PAOUEZ TAGAÑ AN HOLL!!!! Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 11:32 (UTC)
Betawiki: better support for your language in MediaWiki
[kemmañ ar vammenn]Dear community. I am writing to you to promote a special wiki called Betawiki. This wiki facilitates the localisation (l10n) and internationalisation (i18n) of the MediaWiki interface. You may have changed many messages here on Wikipedia to use your language for your language profile, but if you would log in to for example the English language Wiktionary, you would not be able to use the interface as well translated as here.
If you wish to contribute to better support of your language in MediaWiki, as well as for many MediaWiki extensions, please visit Betawiki, create an account and request translator priviledges. You can see the current status of localisation of your language on meta and do not forget to get in touch with others that may already be working on your language on Betawiki.
If you have any further questions, please let me know on my talk page on the Dutch Wikipedia. We will try and assist you as much as possible, for example by importing all messages from a local wiki for you to start with.
You can also find us on the Freenode IRC network in the channel #mediawiki-i18n where we would be happy to help you get started.
Thank you very much for your attention and I do hope to see some of you on Betawiki soon! Cheers! Siebrand (Betawiki user page) 26 Eos 2007 da 17:23 (UTC)