Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 36 bloaz 2007
03/09/2007 — 09/09/2007
- skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha tregont eus 2007 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)
[kemmañ ar vammenn]Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:
- Rummouriezh (229 liamm)
- Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (226 liamm)
- Chordata (222 liamm)
- Anv skiantel (199 liamm)
- Moneiz (118 liamm)
- Labour-douar Henegipt (115 liamm)
- Arz Henegipt (115 liamm)
- Gabon (112 liamm)
- Aozadur politikel Henegipt (111 liamm)
- Buhez pemdez e Henegipt (109 liamm)
Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 2 Gwe 2007 da 22:33 (UTC)
Pajenn degemer
[kemmañ ar vammenn]Keginerezh, bannoù treset, a gavan er bajenn degemer. Dilhad, giz, emaon o klask. Lola Kola 3 Gwe 2007 da 11:35 (UTC)
- Lakaet ul liamm davet Rummad:Dilhad. Evit ma vije ul liamm giz avat e vije gwelloc'h sevel un nebeut pennadoù war an danvez-se a-raok... Benoni (Kaozeadenn) 3 Gwe 2007 da 18:12 (UTC)
Klemm diverket
[kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet e c'halloud gant Benoni da ziverkaén ar c'hlemm graet enep dezhañ. Goulenn a ran ma vo barnet evit an drougober-se. Gwegen Tangi 11 Gwe 2007 da 14:25 (UTC)
- An implijer-mañ a zo fri faos Bianchi-Bihan, bet stanket n'ouzan ket ped gwech dindan n'ouzan ket ped kont disheñvel. Stanket eo a-ziwar-se da viken. Ha daoust da se, e gendalc'h da gunujenniñ, livañ gevier, tagañ implijerien a bep seurt, o krouiñ kontoù nevez bep gwech. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 15:23 (UTC)
Kavadenn
[kemmañ ar vammenn]Kavet em eus an dra-se, kuzhet en ur c'horn: ([[1]])
+ Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell war ar pennad Evrog Nevez? Un ijinadenn eo seurt anv evit ober gant New York e brezhoneg. N'eus abeg ebet kaout seurt pennad war wikipedia. Rufus avat a ra ur brezel embann tro-dro d'ar pennad-mañ. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:22 (UTC)
Trugarekaat. Evel just e c'hall an holl re a garo mont da welet, rak n'eo ket kuzhet, ar pennad Evrog Nevez. Ha gwelet a c'hallint, gant o daoulagad dezho o-unan, pegement a labour zo bet war-dro ar pennad, pegement a zanvez skiantel zo ennañ, ha pegement a vrezel gwirion ivez. Ha mar karont e skrivint o ali, met GOUDE LENN, war e dalvoudegezh. Hep kuzhat. Rufus 12 Gwe 2007 da 07:41 (UTC)