Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 31, bloaz 2014
Neuz
28/07/2014 — 03/08/2014
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha tregont eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kudennoù ha na gavan diskoum ebet evito :
- penaos respont d'ur gemenadenn (n'eus netre sklalr hag eeun evit hen ober...)
- penaos gouzout ez eus dija ur pennad war un danvez pe un den pa weler al liamm e ruz bepred ?? Savet em eus pennadoù abalamour da-se ha desket goude e oa dija ur pennad... Iskis.
- penaos en em glevet dwb "Frañs ha Bro C'hall". Evidon n'int ket heñvelster. "Bro C'hall" a zo "Frañs" hep Breizh ha pa lakan "Frañs"(ar stad) emañ Breizh e-barzh... Kenkoulz 'vefe en em glevet e-lec'h tremen e amzer o "reizhañ" ha adreizhañ...
- penaos kas ur bennad e-barzh unan all hep kaout da adskrivañ pep tra ?
- penaos lakaat skeudennoù. ?
Trugarez evit ar sikour. (kemennadenn a-berzh Implijer:Herve Latimier. --Y-M D (kaozeal) 30 Gou 2014 da 15:12 (UTC))
- Ya, ne vez ket aes bepred ar pazennoù kentañ. Gallout a ri kavout marteze respontoù 'zo gant an daolenn a gavi war da bajenn gaozeal (klikañ amañ: [1]).
- Evit respont d'ur gemennadenn e c'hallez klikañ war ar ger "(kaozeal)" a weler da heul sinadur an den.
- Ma chom al liamm e ruz e tiskouez kement-se n'eo ket skrivet mat (ret eo e vefe skrivet dik an anv; setu perak eo talvoudus reizhañ anezho pa gaver anezho). A-hend-all e c'hallez klask dre "Klask" (ar c'harrez a-zehoù en nec'h). Skrivañ an anv: ma teu e du druz e tiskouez kement-se ez eus c'hoazh eus ur pennad; pe neuze e kinnig ivez "ennañ" gant an anv stouet: neuze eo meneget en ur skrid hep na vefe danvez ur pennad, pe neuze dindan ur stumm all.
- Evit kas danvez ur bajenn e-barzh unan all: digor prenestr skridaozañ ar bajenn1 (da sk. Joseph Lec'hvien), gra "eilañ" eus hollad an danvez (pe un darn hepken), digor prenestr ar bajenn2 (Job Lec'hvien), ha gra "pegañ": sañset eo dont war wel, hag eno e c'halli aozañ ar bajenn evel ma fell dit. Pa vo echu ganit e vo gallet ober ur "bajenn adkas" eus ar bajenn "Joseph Lec'hvien" d'ar bajenn "Job Lec'hvien" (evel-se e tegouezho war-eeun al lenner gant ar bajenn vat, ha pa glaskfe Joseph Lec'hvien).
- skeudennoù: Mard eo ur skeudenn a welez en ur pennad en ur yezh all bennak (da sk. pajenn Wiki saoznek), ret eo klikañ warni ha gouzout hec'h anv: da skouer e fellfe dit lakaat ar skeudenn Ny-Ålesund 2013 06 07 3603.jpg eo dav dit skrivañ: [[Restr:Ny-Ålesund 2013 06 07 3603.jpg|thumb|200px|Skrid displegañ ar skeudenn.]] "thumb" a dalvez e vo ur framm hag e vo gallet skrivañ dindan an displegadur; 200px a dalvez ar vent (300px a vo brasoc'h, 100px a vo bihanoc'h). Ma fell dit e vefe ar skeudenn war an tu kleiz eo ret ouzhpennañ "|kleiz" goude "thumb". Arabat kaout aon falsvarchañ, sikouret e vi.
- Evit sinañ da gemennadennoù pouez war ar seurt kreion a welez en nec'h a-gleiz barrenn an ostilhoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Gou 2014 da 15:04 (UTC)
An doalenn meneget gant Trec'hlid mitonet a c'hell bezañ talvoudus-tre. A-hend-all e c'hellan kinnig dit mont da welet pajennoù skoazell wikipedia er yezhoù all (treut an traoù e brezhoneg war an dachenn-se) : Sinañ, kaozeadennoù... --Y-M D (kaozeal) 30 Gou 2014 da 15:12 (UTC)