Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32, bloaz 2014
04/08/2014 — 10/08/2014
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Infobox Kumunioù
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl. Fellout a rae din lakaat un infobox war pennad Abegondo met n'on ket deuet a-benn da gavout ur patrom evit kumunioù Galiza. Daoust ha ret vefe sevel ur patrom nevez pe neuze implijout unan all (klasket 'm eus gant patrom kumunioù Breizh met ne oa ket dispar an disoc'h) ? Trugarez. A galon, --Herzeleid (kaozeal) 5 Eos 2014 da 14:08 (UTC)
- Ret e vefe sevel ur patrom nevez. Gallout a rin sikour ma fell dit. --Yun (kaozeal) 8 Eos 2014 da 05:10 (UTC)
Wikipedia en armenieg
[kemmañ ar vammenn]Setu amañ ur pennad gallek diwar-benn ar strivoù a reer evit kas ar Wikipedia armeniek war-raok. --Llydawr (kaozeal) 5 Eos 2014 da 15:59 (UTC)
Bec'h etre David Slater ha Wikimedia
[kemmañ ar vammenn]P'edo David Slater, ul luc'hskeudenner a-vicher, oc'h ober ur gelaouadenn en Indonezia e voe kroget en e venveg gant ur makak ha tennet un emboltred gant ar marmouz-se. Hervez David Slater ez eo-eñ perc'henn war ar poltred-se dre m'eo bet tennet gant e venveg, met hervez Wikimedia ez eo ar makak aozer an emboltred ha dre-se n'eus ket gwirioù aozer warnañ.
--Yun (kaozeal) 8 Eos 2014 da 05:10 (UTC)
- Ur vezh gwelout penaos e vez mac'het gwirioù sevenadurel ar vakaked, ur bobl a vicher koulskoude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Eos 2014 da 08:52 (UTC)