Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 30 bloaz 2007

Eus Wikipedia

23/07/2007 — 29/07/2007

skrivañ un dra bennak en tregonvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Kavet an dra-mañ ganin:

(Diverkadennoù); 09:16 . . Neal (kaozeadenn | degasadennoù) (diverket "Dionysos": diverjkañ evit gallout kenteuziñ gant ur pajenn doubl nevez-savet a ranko bezañ adanvet war-lerc'h)

Graet eo bet al labour n'eus forzh penaos: danvez a oa er pennad a vije bet mat implij, met distrujet (diverkañ, eme an aotrou merour) eo bet an danvez hep goulenn ali den ebet, hervez e zoareoù boas.

Goulenn graet ouzh an holl verourien :

  • Ma vo rentet an danvez d'ar re a labour en-dro d'ar pennad ha ne reont na freuz na distruj evel unan eus ar verourien.
  • Ma vo degaset da soñj d'ar merour n'en deus ket da ziverkañ hervez e sorc'hennoù hep goulenn ali an dud o deus bet labouret war ar pennadoù hag a glask labourat sioul. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 12:03 (UTC)[respont]
Lakaet eo bet titl ar pennad da doujañ d'ar reolennoù envel bet vott war ar raktres-mañ. N'eo ket bet distrujet ar pennad - adanvet eo bet n'eo ken. Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Gou 2007 da 13:55 (UTC)[respont]

Ur pennad Dionysos a oa a-raok an 23 a viz Gouhere: pelec'h emañ?

[kemmañ ar vammenn]
Ur pennad Dionysos, savet er mizioù kent (C'hwevrer?), a oa danvez ennañ diwar-benn darempredoù Zeus ha Semele. Ne welan roud ebet anezhañ. Aes eo ar goulenn: pelec'h, ma n'eo ket kollet, emañ an danvez a oa e-barzh Dionysos a-raok 09:16 hiriv?
Kement-se ne c'hoarvezfe ket ma teurvezfe an aotrou merour, e-lec'h c'hoari e-unan gant labour ar re all, goulenn ali ar re a ra al labour a-raok "diverkañ", evel ma lar, hag a vije freuzañ ma vije graet gant ur Yann bennak.
Evel just e vije ret dezhañ plegañ betek kaozeal. Diaes da lod. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 16:53 (UTC)[respont]
evel ma ouzez mat-tre ne vez kollet netra war ar wikipedia. Kavet e vo e istor ar bajenn. Anfiñ, ma teufes a-benn da doujañ d'ar reolennoù envel ne vefe ket ret d'ar re all dont war da lerc'h o kenteuziñ seurt pajennoù doubl gant ar riskl ma vefe diverket danvezioù 'zo. Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Gou 2007 da 19:30 (UTC)[respont]
Kavet e vo e istor ar bajenna skriv ar merour. Pelec'h e kaver istor ar bajenn a-raok ar freuz graet gantañ dec'h da 09:16?
Mezhus eo lakaat ar freuz war chouk ar re all: kontrol dezhañ, me ne zistrujan netra gwech ebet.
Ma ne lammfes ket war chouk Yann labourer kerkent ha ma welez un dra a ra poan-gof dit ne rafes ket kement a freuz.
En ur wikipedia all e vije barnet seurt ober gant ar verourien all. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 09:10 (UTC)[respont]


Ne gomprenan ket perak e vije ret lakaat ar pennad en holl rummadoù-mañ: Skrivagnerien | Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek | Tud.

  • N'eus nemet er wikipedia brezhonek e welan war un dro an daou rumm Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek |
  • Kavout a rae din e yae ar rummadoù seurt-se er rummad skrivagnerien hag a yae e-unan ken aes ha tra er rummad tud. Ha mat pell zo.
  • Mar deo aesoc'h luziañ an traoù e c'haller lakaat ar pennad e-barzh Barzhed (konterien, tud ) Italia /italian/ italianek, ha nouspet rummad all c'hoazh. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:12 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h emaon gant Bianchi-Bihan evit ar rummadoù Skrivagnerien ha Tud. Evit ar rummadoù Skrivagnerien Italia ha Skrivagnerien italianek avat, ne gavan ket e vefent didalvoud, ha gwelout a ran e kaver traoù heñvel er Wikipedia katalanek, p'eo bet lakaet Dante Alighieri eno en daou rummad Categoria:Escriptors italians ha Categoria:Escriptors en italià (Skrivagnerien Italia ha Skrivagnerien italianek). En esperanteg ivez e welan emañ Fernando Arrabal er rummadoù Kategorio:Hispanaj verkistoj, Kategorio:Franclingvaj verkistoj ha Kategorio:Hispanlingvaj verkistoj (Skrivagnerien Spagn, Skrivagnerien c'hallek, Skrivagnerien spagnolek), hep ober anv eus tud evel Carlos Fuentes en em gav er rummadoù Kategorio:Meksikaj verkistoj ha Kategorio:Hispanlingvaj verkistoj. --Llydawr 25 Gou 2007 da 07:03 (UTC)[respont]

Hag ankouaet em boa ober meneg eus "Tud dibar", ha "tud dibar dre vro": un torr-penn!Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 07:31 (UTC)[respont]
A-du emaon gant Llydawr ha Bianchi-Bihan. Ur reolenn sklaer a zo war an holl wikipediaoù, ha na vez ket doujet kalz amañ: arabat eo lakaat ur pennad en ur rummad hag en unan eus e is-rummadoù war un dro: ret eo rummadiñ ar resisañ posubl pa vez is-rummadoù (d.l.e: ma vez ur pennad er rummad "Skrivagnerien Italia", ez eo arabar lakaat anezhañ ivez er rummad "Skrivagnerien"). Alese ne gavan ster ebet er rummad "Tud". Benoni (Kaozeadenn) 28 Gou 2007 da 13:30 (UTC)[respont]

Ne vo ket aes klask adlakaat urzh e korn al lennegezh adarre: re a rummadoù zo evit gwelout sklaer. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:41 (UTC) Heñvel gant ar ganerien: kanerien dibar ha tud dibar a seblant din diezhomm. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 00:41 (UTC)[respont]

Ar rummad skrivagnerien n'eo ket graet evit degemer anvioù-tud, met rummadoù skrivagnerien, peogwir e vije kalz re a dud a-hend-all. Abred pe ziwezhat e vo ret dispenn al labour-se eta. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 17:04 (UTC)[respont]

Ouzhpennañ ur Rummad:Skrivagnerien en ur bern pennadoù evel m'eo bet graet hiziv gant un implijer nevez ne gav ket din e tegasfe kalz a dra. Er yezhoù bras (gant kalz a bennadoù) ne reer ket evel-se (galleg, saozneg, spagnoleg...). Hag er rummadoù Skrivagnerien, er yezhoù-se, e kaver isrummadoù ha n'eo ket anvioù tud. Un tamm mat aesoc'h eo evit klask. --Llydawr 25 Gou 2007 da 19:59 (UTC)[respont]

Ha setu perak e lamin ar rummadoù-se pa gavin anezho. Bianchi-Bihan 26 Gou 2007 da 04:54 (UTC)[respont]
A-du penn-da-benn gant ho evezhiadennoù. Hegaset tre on gant an hini n'eus lakaet ar reuz-se p'am oa lakaet kalz amzer da lakaat urzh er rummad skrivagnerien un nebeut mizioù 'zo. Kenlabourat a rin evit lakaat urzh en-dro. D'am soñj na ranker kavout nemet is-rummadoù er rummad "skrivagnerien": "Skrivagnerien dre yezh", "Skrivagnerien dre vro" ha "skrivagnerien dre stil" mui un nebeut is-rummadoù all. Benoni (Kaozeadenn) 28 Gou 2007 da 13:34 (UTC)[respont]
Skrivagnerien (pe tud all) dre un dra bennak ne blij ket din. Renket e vezont hervez o bro pe o yezh. Ur gallekadur diezhomm eta.
N'on ket sot gant an daou rumm bro ha yezh war un dro. Lakaomp Kembre: an holl a vo skrivagnerien Kembre. E diabarzh ar rummad e c'haller ober daou isrumm: skrivagnerien gembraek ha skrivagnerien saoznek. N'eus ket ezhomm eus ur rummad skrivagnerien renket hervez o yezh evit an holl vroioù. Heñvel gant Katalonia. Ur c'hinnig evit eeunaat eo.
Stil? Petra eo se? Hervez pegen skañv, ponner, brav , vil eo doare-skrivañ ur skrivagner? Bianchi-Bihan 28 Gou 2007 da 17:20 (UTC)[respont]
N'eus ket eus an is-rummad "stil" evit c'hoazh. Moarvat n'eo ket ar ger mat. O klask un anv emaon evit ur rummad o vodañ Rummad:Skrivagnerien skiant-faltazi, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 29 Gou 2007 da 07:36 (UTC)[respont]

Gwelout ar pennad doare-lennegezh. Bianchi-Bihan 29 Gou 2007 da 10:02 (UTC)[respont]

Gwelout ar pennad doare-lennegezh. Bianchi-Bihan 29 Gou 2007 da 10:01 (UTC)[respont]

arabat kuzhat ar ouiziegezh

[kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ 2006 em boa krouet porched al lennegezh ha renket an holl bennadoù a denne d'al lennegezh etre 4 rummad : Patrom:Portal al lennegezh/Gwrizienn rann lennegezh

  • skrivagnerien,
  • oberennoù,
  • lennegezhioù (lennegezh latin, galleg...),
  • rummadoù lennegel (petra eo ur romant ?...)

Lakaet em boa an holl skrivagnerien er rummad Skrivagner abalamour d'ar mare-se ne oa ket aotreet d'implijañ al liester. Perak bodañ holl ar re-se ? peogwir e oant strewet a-gleiz hag a-zehoù. Unan en dije bet c'hoant da gaout titourioù e brezhoneg diwar-benn skrivagnerien zo en dije bet da frifurchal en is-rummadoù eus rummadoù :

poet / barzhed, skrivagner / skrivagnerien, skrivagner gallek / skrivagnerien Frañs / skrivagner Saoz / skrivagnerien dibar ha me oar me pegement a rummadoù all gant ur pe meur a bennad (rummad ebet gant 10 pennad pe muioc'h...).

Renkit evel ma fell deoc'h met, mar plij ganeoc'h : soñjit el lennerien koñ (pe sot). Marteze e ouife anv ur skrivagner.

Petra ' c'hoari ma ne oar ket ar reizhskrivadur, pe bro ar skrivagner, pe ar mare ?? Klaskit Chakespeare & Shakespeare!

Rak ar rummad lennegezhioù zo goullo c'hoazh ha n'eus pennad ebet hag a ginnig al lennegezhioù e galleg, saozneg... --MP 8 Eos 2007 da 12:09 (UTC)[respont]

Hervez kont e vije bet difennet ober gant rummadoù el liester e 2006? N'eo ket gwir : savet e oant bet en unander peogwir e oant bet savet e derou ar wiki gant un arbennigour war an doare-sevel anezho e Bro-C'hall (graet e vez mod all e yezhoù zo). Chañchet eo bet goude daou votadeg. Sellet amañ hag aze. Arabad lavaret traou all. --Ch. Rogel 9 Eos 2007 da 20:08 (UTC)[respont]
En Ch. Rogel e soñjen dreist-holl pa'z implijen ar ger difenn. N'em eus ket lavaret e oa difennet a-berzh Stad, gant Sherifed o c'hoari gant o bizhier bihan.
Daveoù : arguzennoù Ch. Rogel - ur meneg e-touez kemend-all 15/01/06
--MP 9 Eos 2007 da 21:14 (UTC)[respont]
Aet e oan e-biou al lavarenn otus : arabat lavaret traou all. MP