Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 29 bloaz 2009
Neuz
20/07/2009 — 26/07/2009
- skrivañ un dra bennak en navet sizhun warn-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Hoc'h ali mar plij: Daoust ha reizh eo lakaat un anv kernevek d'ur gêr zo e Bro-Saoz? N'eus pennad ebet a vije Parigi, Rome, Rheims, Rhydychen, en hon wikipedia. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 07:08 (UTC)
- Skrivañ a rafen Plymouth. --Ex-Smith 21 Gou 2009 da 11:08 (UTC)
- D'am soñj e vije ar furañ ivez, met n'eus ket mall.
- Lakaet e vez anvioù brezhonek da gêrioù zo, Teurgn ha Bourdel, Lez, Mezven ha Tavouez da skouer. Gallout a rafemp neuze ivez mont betek brezhonekaet an anv kernevek Aberplymm , anv ul lec'h a zo e-maez Kerne-Veur, ne laran ket betek kemm anv ar pennad. Ha peogwir eo Plym anv ar stêr (ha n'eo ket Plymm betek-hen) e vije Aberplym, pe gentoc'h Aberplim peogwir ne reer ket gant "y" en hon brezhonegig.
- Evel-just e vije ret ober ar memes tra gant an anvioù kembraek niverus a zo da lec'hioù eus Bro-Saoz, ha n'eo mann nemet bro ar Vrezhoned kozh, ma hendadoù gwechall, kouda. Neuze e vije Redec'hen pe Redoc'hen e-lec'h Oxford, hag un toullad abadennoù plijadur da zibab etre predenekaat, brezhonekaat ha peurvrezhonekaat. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 14:03 (UTC)
- Lavarout ha skrivañ a ran Plymouth evit ar gêr-se. --Llydawr 21 Gou 2009 da 16:14 (UTC)
- Ma vefe kemmet an anv gant unan ac'hanoc'h hervez ar pezh a skrivit ho pije (hag hor bije) mil blijadur o welout ar Meven o c'houlenn skarzhañ ac'hanoc'h eus ar wikipedia. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 17:24 (UTC)
- Graet e vez gant Plymouth e kembraeg [1]. Ne welan abeg ebet evit mont d'ober e brezhoneg gant un anvadur kerneveurek evit ur gêr eus Bro-Saoz.Trec'hlid mitonet 22 Gou 2009 da 19:16 (UTC)
- Goulenn a ran ma vo kemmet anv ar pennad eta. Met n'eo ket me a ray.Bianchi-Bihan 23 Gou 2009 da 01:42 (UTC)
- Plymouth a ran eus ar gêr-se.--Gouerouz 26 Gou 2009 da 08:37 (UTC)
- Sot-magn eo kaout ur pennad Plymouth hag ur pennad all Aberplymm. Ret eo kendeuziñ an daou (gant an anv "Plymouth" d'am meno-me). Penaos 'vez kendeuzet pajennoù?Trec'hlid mitonet 26 Gou 2009 da 20:01 (UTC)
- Gra un adkas eus Aberplymm (bet goullonderet en a-raok) war-zu Plymouth, ha mat pell 'zo!--Gwendal 26 Gou 2009 da 20:04 (UTC)
- Sot-magn eo kaout ur pennad Plymouth hag ur pennad all Aberplymm. Ret eo kendeuziñ an daou (gant an anv "Plymouth" d'am meno-me). Penaos 'vez kendeuzet pajennoù?Trec'hlid mitonet 26 Gou 2009 da 20:01 (UTC)
- Plymouth a ran eus ar gêr-se.--Gouerouz 26 Gou 2009 da 08:37 (UTC)
- Goulenn a ran ma vo kemmet anv ar pennad eta. Met n'eo ket me a ray.Bianchi-Bihan 23 Gou 2009 da 01:42 (UTC)
- Graet e vez gant Plymouth e kembraeg [1]. Ne welan abeg ebet evit mont d'ober e brezhoneg gant un anvadur kerneveurek evit ur gêr eus Bro-Saoz.Trec'hlid mitonet 22 Gou 2009 da 19:16 (UTC)
- Ma vefe kemmet an anv gant unan ac'hanoc'h hervez ar pezh a skrivit ho pije (hag hor bije) mil blijadur o welout ar Meven o c'houlenn skarzhañ ac'hanoc'h eus ar wikipedia. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 17:24 (UTC)
Tud zo ne blij ket dezho e vije breizhad Alan Stivell: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Alan_Stivell&diff=533795&oldid=533272. Bianchi-Bihan 22 Gou 2009 da 02:56 (UTC)
- Piv a gav fentus ar c'hoari er pennad-se? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 13:13 (UTC)
- Dipitus eo. Allaz, N'eus merour ebet ken o labourat war wikipedia e brezhoneg evit ober war-dro traoù seurt-se (o vakañsiñ emaint?). N'eus displegadenn ebet ouzhpenn-se gant an implijer dizanv.--Gwendal 24 Gou 2009 da 13:39 (UTC)
- Petore displegadenn a c'hallfe bezañ? Ur sorc'henn bersonel? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 18:05 (UTC)
- Pebezh c'hoarietez. Lakaat a ra un tamm buhez da vihanañ, ha lakaat a ray an "depth" (a zo dister a-walc'h evit ar brezhoneg) da uhelaat.Trec'hlid mitonet 26 Gou 2009 da 20:05 (UTC)
- Marteze a-walc'h e vefe kenkoulz leuskel an dizanv da echuiñ sevel e bennad Alan Stivell (yac'h ha pinvidik eo e vrezhoneg ha frammet ha kelaouet mat e bennad), hag ur wech echu e vo gallet lakaat an traoù evel m'eo soñj Alan Stivell end-eeun ;-).Trec'hlid mitonet 27 Gou 2009 da 20:16 (UTC)
- Pebezh c'hoarietez. Lakaat a ra un tamm buhez da vihanañ, ha lakaat a ray an "depth" (a zo dister a-walc'h evit ar brezhoneg) da uhelaat.Trec'hlid mitonet 26 Gou 2009 da 20:05 (UTC)
- Petore displegadenn a c'hallfe bezañ? Ur sorc'henn bersonel? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 18:05 (UTC)
- Dipitus eo. Allaz, N'eus merour ebet ken o labourat war wikipedia e brezhoneg evit ober war-dro traoù seurt-se (o vakañsiñ emaint?). N'eus displegadenn ebet ouzhpenn-se gant an implijer dizanv.--Gwendal 24 Gou 2009 da 13:39 (UTC)
Brezel al loadoù
[kemmañ ar vammenn]- Daoust ha reizh eo ar c'hoari-mañ: dilec'hiañ ur rannbennad evit kuzhat e lakaer ur ger digomprenus e-lec'h unan all anavezet: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kastellin&diff=535645&oldid=533708 ?
- Hep kuzhat
- Hag un toullad re all.
Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 03:41 (UTC)
- Ne gavan ket e vefe reizh. Ma kendalc'h evel-se e rankin chom hep aliañ ma skolidi da implijout hor wiki-ni : an holl anezho a ra gant ar ger lec'hienn, hini ebet ne anavez ar ger load.--Ex-Smith 26 Gou 2009 da 07:20 (UTC)
- Evit da skolidi-te ha skolidi ar re all eo e labouran-me dre amañ. Prisiusoc'h int evit hon yezh eget ur freuzer. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 07:36 (UTC)
- evidon n'eus abeg ebet d'ober gant ur ger dianav evel load pa zo ur ger all anavezet mat hag implijet gant an holl. Ne vanka ket meskañ difaziañ ha cheñch geriaoueg evit abegoù personel. Ouzhpenn-se lakaat ar wikipedia da vezañ ur benveg evit ar vegenn (elitist) eo an doare gwellañ da heugiñ an implijerien pe danvez-implijerien.--Gouerouz 26 Gou 2009 da 08:37 (UTC)
- Evit da skolidi-te ha skolidi ar re all eo e labouran-me dre amañ. Prisiusoc'h int evit hon yezh eget ur freuzer. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 07:36 (UTC)
Goulenn a ran digant ar genlabourerien reiñ o soñj diwar-benn an tammoù "labour"-mañ:
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lauburu&diff=535636&oldid=534557.
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Aberplymm&diff=535624&oldid=534451
Lod, a gredan, ne servij dezho ar wikipedia nemet da lezel o sorc'hennoù da redek, hag evit se int prest da freuzañ labour ar re all. Traoù all a oa bet a-raok: