Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2022

Eus Wikipedia

30/05/2022 — 05/06/2022

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en eilvet sizhun warn-ugent eus 2022 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Distro ar saozneg dre ziouer

[kemmañ ar vammenn]

Asantet eo bet an distro d’ar saozneg dre ziouer, e lec’h ar galleg. Kendeuzet eo bet ar c’hod kinniget ganin, ha lakaet a vo ar c’hemm da bleustriñ er c’hentañ taol ma vo nesevaet stumm ar meziant evit ar wiki-mañ — n’ouzer ket pegoulz, met graet e vo.

Ma fell deoc’h treiñ a c’hellit krouiñ ur gont war TranslateWiki. Ezhomm ho po eus ar gwirioù troer, gallout a rit ober evel boaz (treiñ un nebeut testennoù ha gortoz) pe reiñ din da c’houzout ho peus krouet ur gont, hag e koulennin digant Amir reiñ ar gwirioù deoc’h, evel-se e vo graet buanoc’h. Gallout a ra an droerien en em c’henurzhiañ amañ evit rannañ al labour.

Trugarez d’an holl o deus roet o ali! Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2022 da 12:43 (UTC)[respont]

Dispar ! Trugarez da vezañ graet war-dro an afer-se. Kadwalan (kaozeal) 30 Mae 2022 da 12:50 (UTC)[respont]

Zoom session for all Celtic language Wikipedia editors!

[kemmañ ar vammenn]

Mat an traoù ganeoc'h? / Pa hwyl? Hi everybody!

Sorry this message is in English! User:Brwynog (Cornish Wikipedia) and myself are organising a Zoom meeting on Tuesday 7th June at 7.00, and all regular editors at all Celtic language Wikipedias (WPs) are invited. We will be discussing ideas on putting together an Editathon which will be held in September. If you want to join us you will need to email me to get the link.

What's an editathon?

The Cornish and Welsh editors held an editathon together with the Palestinian editors a few months ago. This is what we did at that time.

How to wiki-email?

My email is turned on. If yours is, then all you need to do is go to my user page. Then go to the menu bar on the left, just under the WP logo, down to Tools, then find Email this user. Just let me know you need that you want the Zoom link.

No email?

To turn on your email, go to your preference (Top) to the right of your User name. In preferences, the fist tab is 'User profile': go down to email and add your email. Simply done!

Last resort

Just email me at wicipediacymraeg @ gmail.com (remove the white space)

I look forward to seeing you at this really important meeting! Bring a smile! Trugarez vras! Robin aka... Llywelyn2000 (kaozeal) 30 Mae 2022 da 13:30 (UTC)[respont]

Zoom session at 7.00 pm on Monday.
I'm expecting around 15 Celtic editors on Monday! PLEASE join us! We will be discussing a month long editathon and using Wikidata to make life user. If someone fronm this Brezoneg wiki could join us I would be very hasppy. Send me an email (wikiemail) and I'll send you the Zoom link. Trugarez! Robin aka... Llywelyn2000 (kaozeal) 3 Mez 2022 da 14:30 (UTC)[respont]

Meziant nevesaet

[kemmañ ar vammenn]

Saozneg dre ziouer

[kemmañ ar vammenn]

Setu, distro eo ar saozneg dre ziouer!

Implijerez ha Kaozeadenn implijerez

[kemmañ ar vammenn]

Er memes goulenn kendeuziñ em eus graet ur c’hemm evit gallout ober gant an esaouennoù anv Implijerez ha Kaozeadenn implijerez. Marteze e vo Kevregourez laouen da c’houzout an dra-se, gallout a reer lezel ur gemmenadenn war he fajenn gaozeal. Huñvreüs (kaozeal) 2 Mez 2022 da 20:00 (UTC)[respont]

Salud, Petra 'dalv an iskis a evezhiadenn-mañ e-keñver Kevregourez ?! 2A01:CB08:8BB7:F100:9C1C:C6D8:4A39:42C9 3 Mez 2022 da 11:16 (UTC)[respont]
D'am meno, an aferioù anvioù implijerien n'eo ket afer an IPoù dizanv. Un tamm poell a zere a-wechoù. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 3 Mez 2022 da 11:47 (UTC)[respont]
(s.o. ma fajenn gaozeal). Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 15:23 (UTC)[respont]

Gwirioù an oberennoù

[kemmañ ar vammenn]

Miret eo gwirioù an oberennoù — kanioù, barzhonegoù, me oar — betek 70 vloaz goude marv an aozer. Aotreet eo menegiñ un nebeut gerioù tennet eus un oberenn, met difennet eo lakaat an oberenn glok war Wikipedia. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 15:23 (UTC)[respont]

Daoust hag aotreet eo diskouez an droidigezh e brezhoneg hepken ?--2A01:CB08:8BB7:F100:8C5A:47E:6A82:DCD8 3 Mez 2022 da 15:38 (UTC)[respont]
N’eo ket, peogwir emañ ar gwir da dreiñ un oberenn e touesk ar gwirioù-se. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 15:47 (UTC)[respont]
A bouez eo gouzout kement-mañ !--2A01:CB08:8BB7:F100:8C5A:47E:6A82:DCD8 3 Mez 2022 da 15:51 (UTC)[respont]

Hag eñ ez eus ur patrom da sevel bannoù en un destenn, pe ur roll notennoù dija?--Kadwalan (kaozeal) 4 Mez 2022 da 15:33 (UTC)[respont]

Ne gav ket din, gallout a reer enporzhiañ ha treiñ ar patrom Div col. Huñvreüs (kaozeal) 4 Mez 2022 da 16:24 (UTC)[respont]
Ok, gwelet e vo pa vo amzer Kadwalan (kaozeal) 4 Mez 2022 da 16:46 (UTC)[respont]

Dimeziñ ha priedelezh

[kemmañ ar vammenn]

Er rummad Dimeziñ e kaver ar pennadoù-mañ:

Emañ ar rummad-mañ er rummad Rummad:Priedelezh. Ennañ e kaver ar pennadoù-se:

Sed amañ ma goulennoù.

  • Ha talvoudus eo kaout daou rummad? N’am eus kavet ar memes tra e wikioù all am eus sellet outo.
  • Perak Dimezioù e lec’h Dimeziñ evit Dimezioù etre paotred pe etre maouezed? Marteze e oa un titl reizh a-gozh, pa ne oa bet nemet un nebeut anezho, met bremañ ne welan ket perak derc’hel an titl-mañ. Seblantout a ra din hirik ivez; e wikioù all e kaver stummoù heñveloc’h ouzh Dimeziñ heñvelreizh (en:Same-sex marriage, fr:Mariage homosexuel, hag all).

Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 5 Mez 2022 da 11:31 (UTC)[respont]

Ali on evit kendeuziñ ar rummadoù. ar Rummad:priedelezh a virfen. Dizali on evit titl ar pennad "Dimezioù etre paotred pe etre maouezed". Mirout a refen anezhañ Kadwalan (kaozeal) 5 Mez 2022 da 11:40 (UTC)[respont]
Akord on ganeoc'h, dav eo kendeuziñ ar rummadoù. Priedelezh a gavan ledanoc'h ar ster, un titl mat a vije neuze.
Ma, an titl "Dimeziñ etre paotred pe etre maouezed" a gavjen splannoc'h evit an holl, ha pa vije tud a chom pell eus ar gerioù nevez, met ne dalvez ket e kavjen direizh "Dimeziñ heñvelreizh". Lekemok (kaozeal) 5 Mez 2022 da 15:39 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2022 da 11:45 (UTC)[respont]