Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 20, bloaz 2014
12/05/2014 — 18/05/2014
[kemmañ ar vammenn]Brezhonekaet
[kemmañ ar vammenn]Deuet en-dro ar brezhoneg war ma skramm da goulz kreisteiz: abaoe miz e oa e galleg liv ar wikipedia brezhonek amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 10:38 (UTC) Hag amzer da skrivañ kement-se , ha diflipet kuit ar brezhoneg adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 10:39 (UTC)
- Sell 'ta! Pa vezan digevre e welan brezhoneg, ha pa gevrean n'eus ken 'met galleg. Iskis-oc'h-iskis. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2014 da 06:41 (UTC)
- Setu a zo iskis McIskis avat... Un nebeud alioù a c'hallfe talvezout, da c'hortoz gwell.
- Troidigezh ar voneg HTML gant ho merdeer eo ar pezh a welit war ar skramm. Mar diskouez galleg penn-da-benn ez eo abalamour ma 'z eo gallek boneg HTML al lec'hienn, hini frWiki hep mar.
- • Gwiriit emañ https://br.wikipedia.org/wiki/Degemer chomlec'h brWiki e barrenn ar chomlec'hioù (OK eo ganin dre al liamm). Mard eo reizh ar chomlec'h er varrenn padal en em gavit kevreet gant frWiki ez eus ur gudenn gant gwazer DNS ho koumanant ADSL (Orange, SFR pe arall), na dro ket mat ar chomlec'h a skrivit en IP@ brWiki > kit e darempred gant Orange/SFR/...
- • Mard emaoc'h kevreet gant brWiki evit gwir ha war-eeun (d.l.e. hep tremen dre frWiki), gant galleg war ar bajenn, emañ ar gudenn gant brWiki — ar pezh a vije iskis, pa ne c'hoarvez ket gant an dud arall war a hañval > merourion.
- • Ha c'hoarvezout a ra ivez mar kevreit war-eeun gant enWiki ? Ya > kudenn DNS ha/pe Wiki ; ket > kudenn gant ho merdeer.
- • Ha klasket hoc'h eus kevreañ dre ur merdeer arall ? Mar grit gant Microsoft Internet Explorer e c'hellfe bout re gozh, IE11 eo ar gentel nevesañ (digoust) ; klaskit 'ta dre Firefox (digoust ivez) pe dre Google Chrome (digoust ivez).
- • Un dra arall a c'hallit gober eo diverkañ istoradur ar pajennoù hoc'h eus sellet outo (<Ctrl + H> evit e welet kent e lemel).
- • Mar deu gallek e brWiki gant un urzhiataer arall ivez ez eus ur gudenn gant arventennoù ho kennask e diabarzh Wikipedia > merourion ha/pe gant ho kwazer DNS > Orange/SFR/...
- Mat, distreiñ a ran da 'm levrioù jedoniezh kent prederiañ pelloc'h.
- — Sad Edgar (kaozeal) 14 Mae 2014 da 14:06 (UTC)
Un atahiner war e labour
[kemmañ ar vammenn]Amañ: https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Sant-Mark_(Sant-Nazer)#Atahiner. Sed aze labour holloueziadurel eus ar c'hentañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 16:21 (UTC)
- N'eus nemet Bianchi-Bihan o kemer perzh er rannbennad-se, ma vez gwallgaset pennañ reolennoù diazez ar Wikipedia. Pegoulz e vo ur merour o plediñ a-zevri gant seurt doareoù a ya war paotaat kalz abaoe ur pennadig?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Mae 2014 da 17:31 (UTC)
Sell 'ta! displeg dimp peseurt reolennoù zo gwallgaset, ma vo gwelet gant piv goude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 17:34 (UTC)
Pa c'hello unan bennak barrekoc'h evidon lakaat an etrewiki m.p. ... Trugarez. Kadbzh (kaozeal) 15 Mae 2014 da 04:36 (UTC)
- Graet. Bet on e-pad mizioù ha mizioù a-raok dont a-benn met bremañ e c'hallan ober... a-wechoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2014 da 06:39 (UTC)
Bug Wikipedia ? Kudenn galvezel ?
[kemmañ ar vammenn]E-kerzh ma labour sevel ur pennad em eus bet ezhomm da wiriañ un dra bennak a-zivout ul levr gant Roparz Hemon.
Merzet em eus n'eus taolenn ebet er bajenn-se, rannbennadoù ennañ koulskoude, hag a bouez muioc'h eget 40 kB.
Sañset eo Wikipedia lakaat un daolenn guzh-diguzh da zont war wel kerkent ha ma 'z eus balizennoù <Hn> er voneg HTML (== Skrid == e Wikivoneg evit <H2>).
Lennet em eus ar voneg, ha gwelet e oa bet faziet an aozer er balizennoù (ment talbenn ar bajenn eo ''= Skrid ='', HTML <H1>).
- Reizhet em eus an holl valizennoù hag enrollet : taolenn ebet. Ne zeu ket ar bug eus urzhaz ar balizennoù eta.
- Eilet ar voneg reizhet er poull-traezh hag enrollet : idem. Ne zeu ket eus ar bajenn hec'h-unan.
- Eilet ar voneg reizhet em meizant txt/HTML boas, riñset ar bajenn, adpeget ar voneg reizh diwar ma meizant boas : idem. Ne zeu ket ar bug eus ar meizant bet arveret evit skrivañ ar voneg orin (arabat eo ober gant Word & kenseurted !), nag eus ur voneg bet eilet diwar ur skrammad (ar pezh a c'hall degas kudennoù e degouezhioù zo, pa vez treuzkomprenet balizennoù kuzh ar gwereañ gant ur PC, faziekaet ar voneg ha treuzkaset gant an heñcherioù IP betek urzhiaterioù arall, a zaskor ar voneg faziek hep gouzout dezho).
Hep taolenn neuze e chom Roparz Hemon, din da c'houzout. Emaon o vont da glask gouzout hiroc'h.
Marteze e c'hallfe un implijer(ez) ampartoc'h egedon kavout ar si hag e reizhañ ? Roet keloù, neuze, mil trugarez !
— Sad Edgar (kaozeal) 17 Mae 2014 da 20:02 (UTC)
- OK, kavet em eus an diskoulm, lakaet em eus un daolenn guzh-diguzh e Roparz Hemon. Ha desket ur WikiTrick ouzhpenn ganin, war ar marc'had. — Sad Edgar (kaozeal) 17 Mae 2014 da 21:20 (UTC)