Kaozeal:Sant-Mark (Sant-Nazer)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lakaat traoù diwir hep klask gwiriañ a-raok skrivañ ha cheñch traoù reizh hep teurvezout reiñ an disterañ displegadenn [1] ha [2], pegoulz 'ta e paouezo an atahinerezh?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Mae 2014 da 15:38 (UTC)[respont]

Ha perak an diaoul e vije ar wirionez ganeoc'h ATAV ?--Prieladkozh (kaozeal) 14 Mae 2014 da 15:42 (UTC)[respont]
YEZHADUR AR BREZHONEG A-VREMAÑ gant F. FAVEREAU, pajenn 419 [...] a-us da...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Mae 2014 da 15:46 (UTC)[respont]
Sapredistak! Lennit e-lec'h ijinañ! Lezet em eus-me "a-us d'an draezhenn" skrivet gant Bianchi-Bihan, ha hemañ a zo bet, koulz ha c'hwi, o cheñch ar pezh a oa bet skrivet ganin ("a-us an draezhenn" ken reizh-all), ha kement-se hep reiñ an disterañ displegadenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Mae 2014 da 15:50 (UTC)[respont]

N'eus ken ezhomm da sakreal ! Ijinañ petra ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 14 Mae 2014 da 15:53 (UTC)[respont]

Sell 'ta! an atahiner o komz eus atahinerezh! eus e hini? evel-just! Gwelomp ar fedoù:

  1. Stumm kentañ: a-us da (testeniekaet e brezhoneg) : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=prev&oldid=1573281
  2. Ur pennadig goude : a-us (un tamm atahinerezh a ra vat, pep hini a gemer e blijadur e-lec'h ma c'hall); n'eo ket un tamm droch kavout daou stumm er memes pennad? Marteze eo mat e-barzh Assimil, met skouerioù all a c'haller heuliañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=prev&oldid=1573283 . Kement-se a c'hallfe bezañ aes da gompren, pa zoujer an deskerien un tamm bennak, ha pa ne servij ket ar wikipedia da c'hoari brezelig...
  3. Evit lakaat un tamm poell e-lec'h ma vanke em eus reizhet: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=prev&oldid=1573288. ya, "a-us da" eo ar stumm implijetañ, ha koulz mirout ar stumm -se en holl frazennoù: n'eo ket graet ar wikipedia evit silañ e soñjoù personel war ar yezh, goude ma vefent hini ur c'huzulier skiantel en ofis santel,
  4. plop ! an trec'hlider oc'h adplantañ banniel "a-us (hep da) " : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573288: plijadur zo !
  5. dao! n'eo ket a-du an holl gant daou stumm er memes pennad (pezh a gomprenan a-walc'h) : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573307
  6. dao! dao! plijadur dalc'hmat! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573309 ! un displegadur a fell d'an aotrou, ne gompren ket e-unan n'eus ket ezhomm da lakaat daou stumm er memes pennad!
  7. dao! adtaol! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573310
  8. dao! ne skuizher ket : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573311 Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 16:15 (UTC)[respont]
  9. addao! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Mark_(Sant-Nazer)&diff=next&oldid=1573313

Ehan.
Evit poent.
Adkroget e vo? Gant c'hoarierien all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 16:18 (UTC)[respont]

Istor kozh[kemmañ ar vammenn]

Reuz a oa bet dija gant Edgar-Yoael diwar-benn afer a-us, betek ijinañ ur reolenn diskoachet en ur yezhadur dianav: * https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Muskildi&diff=1556495&oldid=1556492. War a seblant eo un afer a gredenn relijiel. Techet on-me da sellout ouzh ar fedoù:

Din ne vern pe stumm vo en ur pennad (goude ma kavan gwelloc'h fiziout en hini an Dregeriz Fañch an Uhel ha Jules Gros, sede ma zamm relijion-me), met un dra zo sur: ne rin ket gant an daou er memes pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mae 2014 da 16:29 (UTC)[respont]