Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 21, bloaz 2014

Eus Wikipedia

19/05/2014 — 25/05/2014

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun warn-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Mendaza zo en Euskal Herria, evel-just, evel holl gumunioù Nafarroa, Gipuzkoa, Bizkaia, hag ar re all; Emgann Mendaza ivez evel-just neuze. Met an Trec’hlider a stourm pennek evit ma vo Dervenn Mendaza e Bro-Vask : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dervenn_Mendaza&diff=1574705&oldid=1574682. Kompreno nep a garo. Un dachennig c'hoari eo wikipedia da lod. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:30 (UTC)[respont]

Diaes din kompren dre ma kas ar ger Bro-Vask da Euskal Herria !!!! Un diforc'h a zo etre an daou c'her-man ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:40 (UTC)[respont]
N'eus diforc'h ebet etre "Bro-Vask" hag "Euskal Herria", evel ma n'eus ket etre "Iwerzhon" hag "Éire": unan zo brezhonek, egile euskarek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:49 (UTC)[respont]
Ma, se am eus komprenet. Neuze perak lakaat Bro-Vask er pennadoù dre ma kas ar ger-mañ da Euskal Herria war-eeun ? Pelec'h emañ an dalc'h e gwirionez ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:54 (UTC)[respont]

Ur pezh pikol diforc'h, moarvat! Memes charre gant Gernika-Lumo‎ ha bombezadeg Gernika, zo en Euskal Herria, ha paourkaezh Dervenn Gernika e Bro-Vask , a-youl-gaer adarre. Un dra bennak gant gwez ar vro-se moarvat. Pe gant an derv bepred. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:45 (UTC)[respont]

Tud 'zo a oar eilpennañ an traoù. Trawalc'h eo sellet ouzh istor ar pajennoù evit gwelet: 1. eo bet lañset ar brezel-embann war bajenn "Dervenn Mendaza" gant Bianchi-Bihan; 2. eo bet graet an traoù a veneg evit mont a-du gant e savboent (meneg lec'hiañ en "Emgann Mendaza", ar pennad "Bombezadeg Gernika") gantañ goude.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2014 da 07:36 (UTC)[respont]
Arabat eilpennañ an traoù: trawalc'h eo sellout ouzh kumunioù 7 proviñs Euskal Herria, graet ganin evit an darn vrasañ, ha meur a vloaz zo, evit kompren piv ne fell ket dezhañ hiziv lakaat ar gwez er memes bro. Ha ret e vefe din ober eveltañ pa savan bombezadeg Gernika ? Ha difenn a garfe ouzhin lec'hiañ Emgann Mendaza bremañ ouzhpenn ? Ha petra c'hoazh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mae 2014 da 09:11 (UTC)[respont]

Gwech ebet ne respontit d'ar goulennoù eeun bet savet ouzhoc'h : fellout a ra din kompren abalamour da betra e kendalc'hit d'ober gant ar ger Bro-Vask a gas da Euskal Herria pa gliker warnañ n'eus forzh penaos ?--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 08:10 (UTC)[respont]

Kavout a rit bepred abeg e kement ha ma ran, forzh penaos. N'emaoc'h ket ken nec'het, anat, da skouer, pa vez skrivet "Norge", pa gas koulskoude da Norvegia, "Paris" (pa gas da b-Pariz), ha kement 'zo. "Daou bouez, daou vuzul" evel ma vez lavaret e galleg, kea.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2014 da 10:09 (UTC)[respont]

Ha n'oc'h ket skuizh-divi oc'h ober ho tamm Calimero ingal : n'eo ket me, egile eo !? Ur wech ouzhpenn e stadan ne respontit ket d'ar goulenn simpl bet savet. Ne glaskan nemet kompren abalamour da betra e vez sachoù-blev etre Bianchi-Bihan ha c'hwi bepred ha ret eo lâret e vez (ad)c'hwezhet an tan ganeoc'h gwall alies. N'em eus dibabet tu ebet met ret eo din anzav ez oc'h deuet da vezañ torr-penn din gant ho toare da ziskouez e vijec'h ar mestr amañ : KAZUS eo ha ne rafe ket droug deoc'h lonkañ ur bilulenn UVELDED bep beure-Doue ! Norge, Norvegia, Paris, Pariz : ne gomprekan takenn !!!! "Daou bouez, daou vuzul" ? Feukus eo ken ez eo : n'eus nemet ur momeder em horolaj, deoc'h da c'hoût aotrou Trec'hlid mitonet !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 10:29 (UTC)[respont]

Ne respontin ket. Tro am eus bet da respont deoc'h war boentoù all c'hoazh d’ur poent 'zo bet, ha ne oa bet bep tro evidoc'h nemet digarez da glask cheu pelloc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2014 da 11:18 (UTC)[respont]

Evel-just ! NE RESPONTIT GWECH EBET, PANEVET A-GOSTEZ PA GROG DA VEZAÑ RE DOMM OUZH HO LÊR. Pell aesoc'h eo ober e grakaotrou ha c'hoari e adjudant bihan eget klask respont en un doare didro. N'oc'h ket un den gwall galonek ha n'on ket ken souezhet all gant ho tec'hadenn, ur wech ouzhpenn.

Bep tro ma vefet o klask laou ouzh unan bennak en un doare dismegañsus em c'havfet ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 11:41 (UTC)[respont]

Kendalc'hit 'ta gant hoc'h atahinerezh hag ho kunujennoù. Re vrav eo deoc'h pa ouzit ervat ne vo merour ebet o tont d'ober war ho tro.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2014 da 12:06 (UTC)[respont]

Ha goût a rit petra zo kaoz anezhañ pa skrivit atahinerezh, kouda ? Mar bije savet C'hoarioù Olimpek an Atahinerezh, hep mar ebet ez afe ar vedalenn aour ganeoc'h, peadra da zigalonekaat ar genstriverien all da viken ! Kunujennoù, ha pelec'h 'ta ? Krakaotrou marteze ? ur gunujenn n'eo ket, ar wirionez ne lâran ket. Anavezet-mat eo ho toare-ober bremañ : isañ da-gentañ, klemm da-c'houde ha goulenn gant ur merour ma vo kastizet ho tislavarer war zigarez bezañ bet kunujennet, sañset. Klemmit ha goulennit 'ta, hardizh ! Gwelet e vo ar pezh a vo lâret gant ar verourien 'vat.

Kanit, kanit bepred va moualc'hig vihan Biken ne vin touellet gant ho richan a vouskane ma mamm, Doue d'he fardono.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 12:33 (UTC)[respont]

Habaskaenn

[kemmañ ar vammenn]

Chomet on sac'het gant ar ger habaskaenn a gaver er pennad diwar-benn Henri Matisse, ur wech ouzhpenn. Piv a oar petra a dalv ent-resis ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2014 da 17:50 (UTC)[respont]

Ne lennez ket Lavar? Kinniget e oa bet ar ger habaskenn e-barzh, ha deuet eo da vezañ habaskaenn, dre n'ouzon ket pe vurzhud, e geriadur MM. Lenn ivez: https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Francisco_de_Zurbarán. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2014 da 18:29 (UTC)[respont]

Bennozh-Doue hag a-drugarez deoc'h emaon o paouez kompren e oa kaoz eus nature morte e galleg ; natur divuhez gant F. Favereau ha divuhezenn gant TermOfis. Sed amañ un anadenn gwall nec'hus an hini a gas tud 'zo d'ober gant gerioù ha ne gaver NEMET e geriadur Martial Ménard (respet dezhañ evel-just) evel pa vijent deuet eus neblec'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 07:22 (UTC)[respont]

Iskisat tra ! Implijet ar ger habaskaenn gant T42N24T evit ar wech kentañ, da geñver ar pennad diwar-benn Salvador Dalí hag adimplijet bloaz war-lerc'h gant Sad Edgar er pennad diwar-benn Henri Matisse. Kendegouezh, emezit-hu ? Hep mar ebet !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mae 2014 da 07:49 (UTC)[respont]
Ar memes den, daoust d'ar pezh a lavar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mae 2014 da 09:01 (UTC)[respont]

Kêriadennoù Kembre ha kilometradoù

[kemmañ ar vammenn]

Darn eus ar c'hilometradoù diouzh Kerdiz roet evit kêriadennoù eus Kembre a seblant bezañ faltaziek-mik: evit Cathays, ur gumuniezh eus kêr Kerdiz, e oa bet roet ur c'heit a 227.6km! Llangathen a zo roet 227.6 km eus Kerdiz ivez!, ha Brongest 110 km. Koulskoude, hervez ar gartenn, eo anat emañ Brongest pelloc'h eget Langathen diouzh Kerdiz.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Mae 2014 da 17:29 (UTC)[respont]

Ya, ha gwall dost e kavan Londrez a-wechoù. D'am meno eo diezhomm, ha koulz e vefe skarzhañ an traoù diasur-se. Met un ali n'eo ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mae 2014 da 17:34 (UTC)[respont]

Media Viewer

[kemmañ ar vammenn]


Greetings, my apologies for writing in English.

I wanted to let you know that Media Viewer will be released to this wiki in the coming weeks. Media Viewer allows readers of Wikimedia projects to have an enhanced view of files without having to visit the file page, but with more detail than a thumbnail. You can try Media Viewer out now by turning it on in your Beta Features. If you do not enjoy Media Viewer or if it interferes with your work after it is turned on you will be able to disable Media Viewer as well in your preferences. I invite you to share what you think about Media Viewer and how it can be made better in the future.

Thank you for your time. - Keegan (WMF) 23 Mae 2014 da 21:29 (UTC)[respont]

--This message was sent using MassMessage. Was there an error? Report it!