Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2012

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

23/04/2012 — 29/04/2012[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er seitekvet sizhun eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Arouezioù[kemmañ ar vammenn]

Ne gav ket din e vije gwellaet kalz ar pennadoù gant kemmoù evel ar re-mañ pe ar re-se. Ha ne welan ket mat petra a zegas ober gant an arouezioù a gaver er Wikipedia gallek e-lec'h lezel berradurioù aes da gompren, evel ma kaver er Wikipedia saoznek pe en hini esperantek. E galleg eo displeget ster an arouezioù ° ha e-barzh Lexique des règles typographiques en usage à l’Imprimerie nationale. Met pelec'h, er Wikipedia brezhonek pe e skridoù brezhonek all, e tispleger ar ster-se eus an arouezioù-se ? An hini kentañ a dalvez "derez" evidon-me hag an eil a laka ac'hanon da soñjal er gristeniezh. Ha daoust ha n'eo ket souezhus ober gant an arouez (ken tost d'an arouez ) amañ evit tud evel Kemal Atatürk, Hô Chi Minh pe Pol Pot ? --Llydawr (kaozeal) 25 Ebr 2012 da 16:24 (UTC)

Me 'gav din eo arouezioù implijet e lignezouriezh. Mat e vefe d'an den a ra gant an arouezioù-se displegañ an traoù er pennad-se da sk.
Evit †, ur gudenn damhañval am boa savet nevez zo evit implij "anv-badez" evit anvioù tud ha n'int ket tud badezet. Lavaret ez eus bet din e oa didalvoud ma evezhiadenn [1].
Evit ar sin † = marv, aet da get, e seblant evelkent e vez graet gantañ gant yezhoù n'int ket gwall gristen dre ret, evel an arabeg [2] hag ar farsi [3].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Ebr 2012 da 08:14 (UTC)
1) El lignezoueriezh c'hallek e vezont implijet marteze, met en alamaneg pe e saozneg e reer gant arouezioù disheñvel hervez ar pennad alamanek de:Genealogische Zeichen. 2) Er pennad-se e lenner, diwar-benn implij † evit "marv" : "bei Nichtchristen diskutabel" (evit ar re n'int ket kristenien e c'haller kavout abeg). Er pennad esperantek eo:Obeluso e lenner "Ĉar la obeluso similas kristanan krucon, kristanoj nun ofte uzas ĝin por marki la mortodaton de persono" (dre m'eo heñvel an arouez † ouzh ar groaz kristen e vez implijet alies gant ar gristenien bremañ evit aroueziañ deiziad marv an den). 3) Me ivez a gav souezhus an anvadur "Rummad:Anvioù-badez_arabek". --Llydawr (kaozeal) 26 Ebr 2012 da 10:32 (UTC)
Ar frazenn Lavaret ez eus bet din e oa didalvoud ma evezhiadenn ne glot ket gant ar wirionez: n'eo ket ret distummañ kaozioù an dud all.
Peseurt kinnigoù all a zo e-lec'h Anvioù-badez_arabek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2012 da 10:43 (UTC)
Netra da ginnig e-lec'h "anv-badez arabek", a-hend-all e kav din e vefe gwelloc'h ober hep arouezioù evel ar . --Ex-Smith (kaozeal) 26 Ebr 2012 da 14:54 (UTC)
Gallout a rafed ober gant "anvioù-bihan arabek" pe gant "anvioù arabek" hepmuiken. Rummadoù Anvioù paotred turkek hag Anvioù merc'hed turkek zo. Gallout a rafed ober heñvel. A-hend-all e kendalc'h ar "groaziadeg" : [4], [5] pe [6]. Daoust ha kemeret e vo un diviz war ar poent-se ? --Llydawr (kaozeal) 25 Mae 2012 da 16:03 (UTC)
"Anvioù arabek" a vefe re zispis. Klaskomp ober gant "anvioù-bihan arabek" (met daoust ha degouezhout a ra "anv-bihan" gant sevenadurioù evel an hini arab, japanat, sinaat...?) pe neuze "anvioù paotred arabek", "anvioù merc'hed arabek" a vo splann a-walc'h ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Mez 2012 da 06:37 (UTC)

Graet Fazi[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h. Ur fazi am eus graet o labourat war ur porched diwar-benn ar Formulenn 1. Krouet am eus ar pennad-se dre fazi, penaos distrujañ anezhañ ? A galon Lekemok (kaozeal) 26 Ebr 2012 da 21:55 (UTC)

Gallout a rez goulenn amañ: Wikipedia:pajennoù da nullañ ma vo distrujet. Laka da c'houlenn en traoñ, war-lerc'h ar re all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Ebr 2012 da 06:57 (UTC)
Mat, trugarez deoc'h ! Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2012 da 08:22 (UTC)

Botoù dre dan[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia:Bot

Digoret ez eus div votadeg war pajenn ar botoù (abaoe ouzhpenn ur miz !) da c'hoût ha roet e vo ar statud bot da Addihockey10 ha da Chobot. Trugarez da reiñ hoc'h ali.

A galon, VIGNERON (kaozeal) 27 Ebr 2012 da 09:47 (UTC)

Fent[kemmañ ar vammenn]

Ne blij ket d'an holl: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kore&diff=1213894&oldid=658453 Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Ebr 2012 da 16:31 (UTC)

42 000[kemmañ ar vammenn]

... pennad hiziv, niver tizhet gant Lekemok. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Ebr 2012 da 16:51 (UTC)

troidigezh galleg > brezhoneg, marplij ![kemmañ ar vammenn]

http://fr.wikipedia.org/wiki/Monument_expiatoire_de_Lorient

« Cette croix a été érigée en 1711 par ordre de Louis le Grand en réparation du sacrilège commis dans la nuit du 19 au 20 octobre 1710 par un matelot génois qui, ayant volé deux ciboires dans l'église paroissiale de L'Orient, les enterra en ce lieu et fut brûlé le 5 février 1711 en exécution de l'arrêté du Parlement de Bretagne du 21 janvier 1711. »

Trugarez ! 86.70.126.132