Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13, bloaz 2022
28/03/2022 — 03/04/2022
[kemmañ ar vammenn]Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Tri rummad a seblant bezañ kar : Rummad:Loskaberzh, Rummad:Shoah, Rummad:Lazhadeg ar Yuzevien. Moarvat e vije a-walc'h gant unan (er Wikipedia saoznek e vezer adkaset, pa glasker "Category:Shoah" da "Category:The Holocaust"). Petra eo soñjoù ar genlabourerien all ? --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2022 da 10:47 (UTC)
- A-du krenn, c'hoant 'moa da sachañ an evezh war an dra-se just a-walc'h. Trawalc'h e vije din gant Rummad:Shoah. -- Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2022 da 10:50 (UTC)
- Ar ger Shoah zo bet degaset en Istor gant film(où) Claude Lanzmann. Gwell e kavan Lazhadeg ar Yuzevien, sklaeroc'h, ha brezhonekoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Meu 2022 da 10:49 (UTC)
- N'eo ket gwir. En Torah emañ meur a wech, hag implijet e oa bet en ur gazetenn ken abred ha 1933 (lennit amañ). "Lazhadeg ar Yuzevien" a c'hall ober dave da forzh peseurt pogrom, hini Rothenburg e 1298 da skouer. Patroller engineer (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 09:28 (UTC)
- Tost e choman eus Shoah, a zo ar ger implijet ar muiañ bremañ gant ar Yuzevien o-unan. E-giz ma lavar Patroller engineer eo amjestr "lazhadeg". Gouennlazhadeg ar Yuzevien a vije gwelloc'h ma'z eomp war an hent-se. -- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 09:54 (UTC)
- N'eo ket gwir. En Torah emañ meur a wech, hag implijet e oa bet en ur gazetenn ken abred ha 1933 (lennit amañ). "Lazhadeg ar Yuzevien" a c'hall ober dave da forzh peseurt pogrom, hini Rothenburg e 1298 da skouer. Patroller engineer (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 09:28 (UTC)
- Ar ger Shoah zo bet degaset en Istor gant film(où) Claude Lanzmann. Gwell e kavan Lazhadeg ar Yuzevien, sklaeroc'h, ha brezhonekoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Meu 2022 da 10:49 (UTC)
- A zo mat-tre , a gavan. Ha skianteloc'h eget Shoah. Ster ar ger en Torah n'eo ket hini film Lanzmann. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2022 da 16:06 (UTC)
- @Bianchi-Bihan Petra eo ster שואה hervezout ? 2A01:CB08:890E:C600:48F5:6949:201C:733C 2 Ebr 2022 da 16:16 (UTC)
Pennadoù dirumm
[kemmañ ar vammenn]Na zisoñjit ket rummata ho pennadoù... Rummataet em eus an 98 pennad dirumm a oa. Patroller engineer (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 14:55 (UTC)
Poent eo kas an traoù war-raok
[kemmañ ar vammenn]Krouet 'meus ur bajenn evit ar votadeg. Kinnig a ran komañs da votiñ a-benn dirgwener, 1añ a viz Ebrel 2022. Ma fell da lod all kinnig o anv, peotramant kinnig anvioù all e chom un nebeud devezhioù evit en ober. -- Lekemok (kaozeal) 30 Meu 2022 da 08:41 (UTC)
Digor ar votadeg
[kemmañ ar vammenn]Deuit da votiñ amañ eta ! -- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 07:04 (UTC)
Tost echu eo ar votadeg. « Evit gallout votiñ e ranker : Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lavaret eo kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ ». Undenbennak, Arko, Flourig, OPAB44, J.C EVEN c'hwi ho peus graet 200 degasadenn e 2022, marteze e blijfec'h kemer perzh ? A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 Ebr 2022 da 18:01 (UTC)
Fazioù HTML
[kemmañ ar vammenn]- Ho pet ar vadelezh da chom hep lakaat ul liamm diabarzh en ul liamm diavaez, evel
- [http://www.dbnl.org/tekst/kili001etym01_01/ [[Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren]]]
- pa ne c'hall merdeer ebet kas da ziv bajenn war an dro ; 634 fazi a-seurt-se a oa, am eus reizhet.
- Trugarez deoc'h ! Patroller engineer (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 08:58 (UTC)
Navbox Breizh
[kemmañ ar vammenn]Krouet 'meus un navbox evit Breizh, arabat kaout aon da c'houlenn cheñchamantoù peotramant da cheñch traoù ho-unan ma weloc'h an ezhomm ! -- Lekemok (kaozeal) 2 Ebr 2022 da 14:47 (UTC)
Vandalerezh a-berzh un IP
[kemmañ ar vammenn]- Un IP deuet da skarzhañ kemmoù ha daveenn. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Quidditch&type=revision&diff=1984372&oldid=1984370 . Skornet ez eus pennadoù zo evit ober plijadur da hiniennoù, n'eus nemet ober kemend-all ouzh ar Vandaled. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Ebr 2022 da 12:12 (UTC)