Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell04
Eskemm war an hentenn labour
[kemmañ ar vammenn]- D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:06 (UTC)
- D'am soñj eo poent din dilezel an dachenn: erru tud ar reolenn adarre! Bianchi-Bihan 12 Kzu 2006 da 12:26 (UTC)
- kinniget ez eus bet kenlabourat a-stroll evit tizhout un emglev . pedet eo bet ali an holl ha da hini war eeun. mac'h eus c'hoant chom a-sav da labourat war an dachenn-mañ, da afer an hini eo. met re aezet eo d'am soñj hep kemer perzh er c'haozadennoù a-stroll evit klask diskoulmoù pa sav kudennoù war an dachenn-mañ'n-dachenn gant ar re bet savet pennadoù war an dachenn-se. tud zo amañ avat ne oar ket labourat a-skipaiplh ha bewech ma vez klasket lakaat un tammig urzh war tachenn pe dachenn evit mad ar raktres e lârez ec'h i kuit evit gallout labourat diouzh da c'hoant ("e peoc'h" hervezout) war un dachenn all. ur gudenn 'zo avat: n'eo ket hennezh ur raktres meur a hinienne met ur raktres a-stroll kaset da benn gant ur kumuniezh o klask labourat a-grevet kentoc'h evit meur a hini o klask mont war bep e du. ma n'ec'h eus netra da degas war an dachenn-mañ, gwash a se met gallout a ray ar re all mont war-raok ha kas ar raktres war-raok hepdout.
--Neal 12 Kzu 2006 da 14:17 (UTC)
- Tu zo ivez da grouiñ ur bajenn war batrom hini an arabeg, ha renkañ ar pennad-mañ asambles gant ar re all diwar-benn ar c'hudennoù termenadurel. Kinniget e oa bet ur patrom gant Ch Rogel a gav din. Fulup 12 Kzu 2006 da 21:19 (UTC)
Eskemm war ar c'hrafoù yezh
[kemmañ ar vammenn]Goulennet ez eus bet ouzhin reiñ ma soñj war an danvez-mañ. Siwazh, tremen skort eo ma anaoudegezh eus ar gresianeg; setu ma vo diaes-bras din reiñ dorn. Setu dindan un nebeud traoù a zeu war ma spered goude lenn kinnig Neal.
- A-du emaon evit lavaret ez eus da gaozeal ha da strivañ evit diazezañ reolennoù boutin.
- Kentelioù a c'haller tennañ marteze diwar ar gerioù boutin bet amprestet gant ar yezh lennek digant ar gresianeg.
- Da skouer, miret e vez an "h" gresianeg e brezhoneg, ur reolenn diazez eo a gav din.
- Techet eo ar galleg da c'hallekaat betek re. Kavout a ra din e ranker strivañ dre vras evit doujañ muioc'h d'ar yezh orin (nemet evit anvioù anavezet-kenañ ha ganto ur stumm all diazezet mui pe vui en hor yezh). Gant-se, n'on ket evit ma vefe ijinet stummoù brezhonek diouzh an druilh evit anvioù nebeut anavezet gant an darn vrasañ eus an dud alies-kaer. Gwelloc'h eo strivañ evit ledanaat an anaoudegezh o deus an dud eus ar gresianeg dre vras. Me ma-unan a vefe laouen-bras da zeskiñ pelloc'h.
- An hini en deus produet ar muiañ a draoù e brezhoneg diwar danvez Gres eo Alan Botrel moarvat. Mat e vefe gwelet an diskoulmoù kinniget gantañ, ma n'eo ket evit ober ganto dre ret, da nebeutañ evit gouzout gant peseurt hent eo aet.
- Mat eo gwelet peseurt stummoù zo en implij er yezhoù bras all en-dro deomp estreget ar galleg, dle yezhoù ma'z eus bet pleustret kalz war danvez Gres.
- Alies, da skouer, em eus bet tro da verzout e kinnige an alamaneg stummoù etre a oa degemeradus e brezhoneg. Tuet on da soñjal evel-mañ : seul anavezetoc'h un anv seul vrasoc'h an interest da zegemer ar stumm implijet e saozneg pe en alamaneg ma n'eo ket faziek-groñs; seul disteroc'h un anv seul aesoc'h degemer ur stumm deveret war-eeun eus ar gresianeg. Evit dibab etre ar gresianeg a-vremañ pe an henc'hresianeg, aze ivez e vefen ali d'en em ziazezañ war ar stummoù boazet e saozneg pe en alamaneg. Fulup 12 Kzu 2006 da 21:19 (UTC)
Ur wech ouzhpenn ne dalvezo reolennoù yezhourien veur ar wikipedia nemet evit ar bedig-mañ. Neuze, n'eo ket dav hastañ digeriñ brezelioùigoù evit disterachoù: gwelloc'h e vije mont da dreiñ an Iliada penn-da-benn, ha d'hec'h embann. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 08:03 (UTC)
- traoù diheñvel int, met ur wezh all e klaskez kemmeskañ traoù disheñvel evit lakaat dizaetoc'h koazeal ha dont a-benn da gaout ur c'henemglev war un dachenn resis savet ur gudenn diwar he fenn. N'eo ket pal ar Wikipedia embann tra pe dra, un dra vat an hini eo avat klask tizhout emglevioù evit lakaat ar raktres da vont war-raok en un doare unvan. Traoù talvousus ec'h eus da degas war an dachenn-mañ, sur. Keuz 'm eus e kollez muioc'h a amzer o enebiñ ouzh an doareoù-ober kentoc'h evit lakaat da ouiziegezh ha da skiant-prenet da dalvezout dre sevel kinnigoù pozitivel.
--Neal 13 Kzu 2006 da 10:44 (UTC)
- Tro ha pa vo graet distro da br.wikipedia.org. MP
- Da gomzoù dit eo : [sellout outo]. MP 13 Kzu 2006 da 09:03 (UTC)
Politikerezh dre vras
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj eo ret doujañ ar muiañ posubl da distagadur ar gresianeg. Pa vez dija meur a stumm e brezhoneg e vije ret kemer an hini tostañ da distagadur ar gresianeg, gant adkasoù o tont eus an doareoù all bet implijet gant tud 'zo. Da skouer: lakaat ar pennad dindan Aesc'hulos, gant adkasoù o tont eus Eschyl pe me oar me. Memestra evit Oduseus (furm henc'hresian), gant adkasoù o tont eus Ulises (furm latino-galleg), hag all.Benoni 13 Kzu 2006 da 11:47 (UTC)
Dilec'hiañ ar bajenn
[kemmañ ar vammenn]Dilec'hiet 'm eus ar bajen ha ne oa ket reizh lakaat anezhi e rann an holloueziadur (rann ar pajennoù dibar e-lec'h ma vez komz war ar wiki, ne lavaran ket). Mat e kavan ober kendivizoù reolata pa n'eus blaz an tabut en termen-se. Beuzet eo bet un tammig ar pajennoù-se e stumm nevez pajenn "Porched ar gumuniezh".--Ch. Rogel 13 Kzu 2006 da 18:06 (UTC)
Penaos ober
[kemmañ ar vammenn]Ar pezh a vank ar muiañ eo ur sell sklaer war ar pezh zo bet kinniget gant hon araokidi, tud Walarn dre vras mui Maodez Glanndour, Marsel Klergha Jozef Lec'hvien hag o doa graet ar re-se studioù latin ha gresianeg peurvuiañ. Koulskoude odeus kinniget treuzskrivadurioù evel Aisopos, Antiokeia (hag Antiokia), Demostenes, Efezoz, Galerius Maksimus, Yann Grizostomos, Youstinos (merzher) ha drevezañ ar galleg evel Antioch, Aten. En entremar eo chomet al labour. Met, ret eo klask ar furmoù stankañ ma 'z eus anezho.
Pouezet 'm eus, meur a wech, war ar c'hlask war ar (furmoù) stummoù bet implijet dija. Siwazh ne 'm eus ket ganin dornlevrioù Diwan ha n'int ket e gwerzh. Piv a zo an dornlevrioù-se gantañ? --Ch. Rogel 13 Kzu 2006 da 18:06 (UTC)
- a-du ganit (hag ivez ganin ar re all bet pleustret gant an dachenn-mañ en un doare pozitivel). ur wir gudenn eo - a-du on evit klask doujañ ouzh ar stummoù implijet gant Diwan (etre reoù all) pa vez tu (met pas dre ret) met penaos dont a-benn da dapout an danvez-se? - aze 'mañ an dalc'h. N'eus forh penaos, ar c'hontrol a c'hellfe bezañ ivez: ma vez kavet diskoulmoù dereat etre arbennigourion/ezed o labourat war ar Wikipedia (hep treiñ kein d'ar pezh zo bet graet dija evel-just) e c'hellfent bezañ lakaat e pleustr gant Diwan, TES, an Ofis ha me 'oar me ivez... p'eo deuet ar Wikipedia e brezhoneg da vezañ ken bras all, d'am soñj atav, e rankfe beañ dalc'het kont outañ evel ur vammenn pe un daveenn a c'hellfe bezañ talvoudus a-renk gant mammennoù ha daveennoù all embannet war baper ha n'eo ket chom da vont da heul ar re-se nemetken.
--Neal 13 Kzu 2006 da 18:29 (UTC)
- Reolennoù (ar ger a blij da lod) nevez a zo eta er wikipedia brezhonek, ha disheñvel a-grenn diouzh ar re saoznek pe gallek a embann chom hep ober gant gerioù nevez; ha gwell a se, betek ur poent da vihanañ.
- pesuert reolennoù nevez? amanñ e vez klasket dont a-benn d'ur c'henemglev...
- hmm, ha perak n'eo ket ezhomm krouiñ gerioù e saozneg hag e galleg? (kit da geñveriañ Geraidur Hollvrezhoneg An Here gant The Oxford English Dictionary pe Le Grand Larousse pe c'hoazh geriaouegoù arbennik...)
- Bremañ, mar deo ret mont pelloc'h, ha kemer skouer war ijinadennoù zo er wikipedia (gant tud emanvet arbennigourion war zigarez eo bet lakaet o ger dezho er wikipedia) en un tu, ha nac'h pennadoù evel plac'h (war zigarez n'int ket bet savet ganto) en tu all, ne c'hall bezañ, evel-just, nemet ur skouer a neptuegezh.Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 02:32 (UTC)
- den ebet n'en deus "emanvet" arbennigour. Lâret am boa e oa arbennigourion/ezed o labourat war ar Wikipedia-mañ. Ha n'eo ket peogwir e vez degaset gerioù gante met peogwir e anavezont mat an dachenn-mañ'n-dachenn. Ha ne oant ket o kaozeal diwar ma fenn-me, met diwar-benn an holl a labour amañ (te en o zouez).
- faos eo lâret e vez nac'ht ar penand plac'h peogwir ne oa ket bet krouet ganin. Da gentañ peogwir n'eo ket bet nac'het met kinniget enteuziñ ha da eil peogwir ne glotae ket gant pennreolennoù ar Wikiepdia e brezhoneg. Enteuzet zo bet pennadoù bet savet gamnin evit an hevelep abeg ha mat pell zo.
- Reolennoù (ar ger a blij da lod) nevez a zo eta er wikipedia brezhonek, ha disheñvel a-grenn diouzh ar re saoznek pe gallek a embann chom hep ober gant gerioù nevez; ha gwell a se, betek ur poent da vihanañ.
--84.78.78.41 14 Kzu 2006 da 07:01 (UTC)
furmoù ha stummoù
[kemmañ ar vammenn]- e yezhoniezh
- krampouezh, krampouezhenn = furmoù
- Homer pe Omer = stummoù
- e Geriaoueg Istor, geografiezh, ekonomiezh embannet gant Diwan (trede embannadur, 1993) : n'eus nemet 300 anv-lec'h evit ar bed a-bezh.
- marteze ez eus unan bennak gant al levr embannet gant TES pe dornlevrioù Diwan
- Emañ Levr Istor 6et klas TES hag hini Diwan em c'herz. Er c'hlas-se e vez studiet Bro-C'hres. Dastumet em eus un toullad skouerioù a c'haller keñveriañ gant : ar c'heriaoueg implijet en embannadur diwezhañ Prometheus Ereet, bet skrivet gant Youenn Drezenn e 1928, ennañ ur rakskrid gat R. Hemon ha notennoù gant A. Gleoneg ; gant an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern ; gant troidigezh Hipolitos, pezh-c'hoari Euripides, gant R. Hemon. Nebeut a dra zo e geriadur Vallée. Klask a rin reiñ un nebeud skouerioù heverk er rannbennad "skouerioù" evit reiñ un alberzh eus ar pezh zo bet skrivet hag a vez implijet, sañset, gant ar gelennerien. --Kadwalan 19 C'hwe 2007 da 13:18 (UTC)
Skouerioù
[kemmañ ar vammenn]Kement ha kinnig traoù resis, setu roll an anvioù divoutin (tud ha lec'hioù) a gaver e troidigezh Mithistorima gant Alan Botrel, 3 barzhoneg gant Yorgos Seferis, embannet gant Skrid e 1994 ha pennaouet ganin a-dreuz lenn 10 vloaz zo. Anvioù eus Turkia ha Gres dreist-holl :
- P.7 : Smirni, Izmir, Athina, Hellaz, Kiprenez, Dodekanisa
- P.8 : Odisia
- P.14 : Argonautes
- P.15 : Ar Gileed, Aleksandr Meur, Goueded Azia
- P.21 Odiseus, Adonis
- P.25 : Idra
- P.29 : Orestis
- P.30 : Eumenided
- P.31 : Astianaks
- P.34 : Andromeda
- P.36 : Marathonas
- P.38 : Erebos
- P.55 : Ekati
- P.73 : Menez Eyina
- P.77Dionosos Solomos, Zakinthos, Esc'hilos, Yason, Platon, Alkiviadis, Odisia
- P.78 ha war-lerc'h : Adonis, Mirna, Afroditi, Persefoni, Bosporos, Euripidis, Media, Idra, Petra, Plinius yaouank, Sofoklis (Ilektra), Orestis, Eumenided & Erinied (gt Esc'hilos), Aianaks, Ektoros, Andromac'hi, Troia, Perseus, Hades (doue), Proteus, Pasifai, Ilios, Minoas, Minotauros, pleg-mor saronikat
- Diwan n'en deus ket renet ul labour termenadurezh war al lec'hanvioù. Anvioù-lec'h ar bed zo war kartennoù levrioù TES zo bet pourchaset gant Ofis ar Brezhoneg. Fulup 14 Kzu 2006 da 21:51 (UTC)
- Skouerioù a-bouez int, met diwarno e weler mat an tenn : pegañ ouzh distagadur ar gresianeg modern (Persefoni, Ilektra, Sofoklis...) pe sellout da gentañ ouzh ar gresianeg kozh ha klask e drevezañ. Setu perak eo bet implijet gant tud Walarn Sofokles, Aesc'hulos, Arc'himedes, Persefone hag all. Kavout a ra din eo gwelloc'h ober gant ar pezh a zo bet graet dija, rak n'eo ket mat chañch ar boazioù pe silañ diforc'hioù etre hon amzer hag an amzer dremenet. Mat e din Penelope, Odiseus, Alkibiades, Andromed (an a-ioù gresianek ha latin a vez dilemet peurvuiañ), Hekate, Euripides, Minos, Andromak (?), Pasifae hag ar Bosfor, met e kavan gwelloc'h Aeschilos eget Aesc'hulos. Ur gudenn a sav eus treuzskrivadur an upsilonn : u pe i? --Ch. Rogel 27 Kzu 2006 da 23:13 (UTC)
Dañjerioù an eeunaat betek re
[kemmañ ar vammenn]Mar bez eeunaet betek re ar reolennoù (da sk. th = t & t = t, i = i ha y = i...) e vimp tapet abred pe ziwezhat: Er vitologiezh e kavomp da sk. div dudenn disheñvel
- Tethys (Τηθύς / Têthýs)
- Thetis (Θέτις)
Mar skrivit *Tetis an daou anv-se n'ho po ken gounid nemet bezañ plantet reuz e pennoù lennerien wikipedia. Rognogno 21 Gen 2007 da 16:15 (UTC)
- Re wir. Ha skouerioù all a zo e-leizh c'hoazh.
- Met ret eo lavarout e vo reuz (mesk kentoc'h a larfen) n'eus forzh penaos gant peder pe pemp Kreusa, tri f-Polybos, daou b-Polydoros, daou b-Polyphème, ha nouspet re all. Ha n'eo ket graet, resped deoc'h, ar pajennoù digejañ ( gwelout Vienne) evit ar moc'h bihan.
- Peseurt diskoulm a ginnigfes neuze?
Bianchi-Bihan 21 Gen 2007 da 16:34 (UTC)
- Na gomprenan ket strafuilh Rognogno. N'eus abeg ebet da "vrezhonekaat" Thetis ha Tethys e Tetis. Ret eo chom evel-just gant ar furmoù Tethys (Τηθύς / Têthýs) ha Thetis (Θέτις) e brezhoneg: douj a reont d'ar furm gresianeg orin ha da zistagadur ar brezhoneg... Benoni 21 Gen 2007 da 18:00 (UTC)
- ya, me ivez am ivez diforc'het etre tau ha theyta ha mat pell zo.
--Neal (Kaozeal) 21 Gen 2007 da 18:07 (UTC)
- Mat eo din lenn ar pezh a skrivit, met amañ eo bet skrivet Tetis [1].Rognogno 23 Gen 2007 da 09:14 (UTC)
Kinnig resis evit mont war-raok
[kemmañ ar vammenn]Setu evit klask kas an traoù war-raok un tammig ur c'hinnig resis eus ma ferzh diazezet war ar stummoù bet implijet war ar wikipedia-mñ betek hen ha dre o c'heñveriañ gant ar stummoì implijet gant yezhoù all. Da welet hag-eñ e c'hello an dud sevel a-du gant an tammig kinnig-mañ.
KINNIG:
1. Lakaat atav stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel, d.s. "Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"; "Penelope (< Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop"
2. Nemet ma vefe ur stumm boas e brezhoneg dija, brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -? > -a atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all, d.s. "Andromac'ha" (< Ἀνδρομάχη); "Europa" (< Εὐρώπη) met "Penelope" (stumm boas dija).
3. Dres evel ma vez graet an diforc'h e brezhoneg etre phi (>f)~pi (>p), chi (>c'h)~kappa (>k) e rankfer ivez ober an diforc'h atav etre tau (>t)~theta (>th), daousut ha ma ne vez ket diforc'het etre t ha th e brezhoneg dre gomz, rak dre-se e c'heller kompren pehini e oa ar stumm orin hag ivez e talvez evit diforc'hañ etre anvioù heñvel-poch a-hend all, d.s. "Thanatos" ( < θάνατος) e lec'h *"Tanatos"
Petra a soñjit tudoù. Gortoz pll gortoz gwell a zo bet lâret meur a wezh dija e-keñver an dachenn-mañ, bet kalz a labour zo bet graet dija ha d'am soñj e vefe mat en em glevet war ur re boentoù diazez evit unvaniñ un tammig al labour. --Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Gen 2007 da 09:52 (UTC)
- A-du gant kinnigoù fur ha poellek Neal evel boaz...Benoni 22 Gen 2007 da 10:00 (UTC)
KINNIG 4. Lakaat kemm etre "i" ha "y" (gwelet skouer Tethys, Thetis uheloc'h).Rognogno 23 Gen 2007 da 09:18 (UTC)
- a-du evit i~y. ha keit ha m'emeur ganti, petra a soñjit diwar-benn diforc'hiñ iota (i) hag upsilon (u)? n'on ket gwall sur me - a-wezhoù eo diazet goût betek pellec'h e ranker mont war hent an treuzlizherenniñ-rik kentoc'h evit an treuzskrivadur brezhonekaet. Petra s sñjit diwar-benn an dibenn benel eta? hag evit an diftongenn e Zeus > Zeüs e brezhoneg?
--Neal (Kaozeal) 23 Gen 2007 da 09:32 (UTC)
- Souezhus a-walc'h eo ar skrivadur "Zeüs" ha ne glot ket kaer gant an "eü" boas hon eus e brezhoneg (fleüt, eürus...) marteze e vefe gallet lezel anezhañ a-gostez, ha chom gant eu evel ma oa bet graet gant Y. Drezen evit Prometheus ereet?Rognogno 23 Gen 2007 da 20:42 (UTC)
- ha distaget e vez "Zeus" evel "greun" neuze evel e galleg? drolig a-walc'h e kavan an distagadur-se rak n'on ket gwall boas outañ. Tostoc'h ouzh ar gresianeg e vefe d'am soñj "Zeüs" evel "fleüt" daoust ha n'eo ket hennezh ur son a gaver alies e brezhoneg (m'enfin, ur ger gresianek an hini eo ha n'eo ket unan brezhonek...). N'eo ket boas ivez ar brezhoneg da implijout al lizherenn y da vezañ distaget i ivez... Trugarez evit da evezhiadennoù. Mont a reomp war-raok d'am soñj.
- Souezhus a-walc'h eo ar skrivadur "Zeüs" ha ne glot ket kaer gant an "eü" boas hon eus e brezhoneg (fleüt, eürus...) marteze e vefe gallet lezel anezhañ a-gostez, ha chom gant eu evel ma oa bet graet gant Y. Drezen evit Prometheus ereet?Rognogno 23 Gen 2007 da 20:42 (UTC)
--84.78.78.41 23 Gen 2007 da 20:58 (UTC)
Dañjerioù: re an eeunaat betek re, ha re an hellenekaat betek re
[kemmañ ar vammenn]Arabat e vije koulskoude lakaat dibennoù gresianek e-lec'h ma ne vez ket lakaet gant yezhoù hon amezeien, gall pe saoz. n'eo ket d'ar vrezhonegerien da lakaat dibennoù gresianek e-lec'h n'eus ket ezhomm d'ober. Hellespont zo kenkoulz ha Hellespontos. Kudennoù zo ivez gant s/z e dibenn ar gerioù. Aesoc'h an dibun hep dibenn. Shelley Konk 22 Gen 2007 da 13:14 (UTC)
- bez' oan o soñjal kentoc'h en anvioù-tud... faos un tammig eo ar pezh a skrivez a-hendall: n'em eus ket "lakaet" dibennoù gresianek e brezhoneg, met kentoc'h implijout ar re a oa anezhe dija e gresianeg. n'eo ket ar memes tra lâret ne vezont ket "lakaet" e saozneg pe e galleg (ne reont ket heñvel atav...) ha lâret e vezont "tennet" an dibennoù orin er yezhoù-se. E gwirionez, n'on ket re chalet ma vezent leusket pe tennet seurt dibennoù e brezhoneg. Kinniget am boa o leuskel rak evel-se eo bet graet betek-hen dre vras ha ne welan ket perak ne vefe ket lakaet e pleustr ur reolenn eeun hag unvan. A-hend all, dre m'eo ket graet gant an dibennoù gresianek atav pe kazi atav evit an anvioù-tud gourel ne gonmprenan ket re vat perak ne vefe ket lakaat da dalvezout ar memes boaz evit an anvioù benel. N'eo ket evel implijer o tifenn ur sav-poent resis an hini eo a fellas din ober, met kentoc'h embann penaos e oa bet graet peurliesañ ha dre vras betek-hen war ar wikipedia-mañ ha kinnig sevel un erbedenn eeun hag unvan diwar ar boazioù-se. Greomp tamm-ha-tamm: hag a-du e vefes gant ar c'hinnig a-us ma vefe lakaet da dalvezout evit an anvioù-tud nemetken evit kregiñ? Ret e vefe ivez goût penaos ober evit dirouestlañ un nebeud kudennoù all (dibenn -s pe -z) h.a. met bez e c'heller mont kamm-ha-kamm. Trugarez evit da evezhiadennoù evel-just. Plijet on o welet e c'heller kaozeal seder ha sioul. Klask a rin ives goût penaose e reer er yezhoù keltiek all, met ur gudenn vras 'zo: n'eo ket ken pinvidik all ar wikipediaoù keltiek all hag hon hini ha n'oûn ket re vat penaos oober evit tapout totour en ur mod all evit ar yezhoù-se war an dachenn-mañ.--Neal (Kaozeal) 22 Gen 2007 da 14:20 (UTC)
- Paour a-walc'h eo ar wikipediaoù all war an dachenn-mañ e gwirionez ha war a welan (pe betek ma c'hellan gwelet) ne vez implijet tamm reolenn ebet nag kembraeg nag en iwerzhoneg (dibennoù mann, -us, -os evit ar gourel). Levezonet peurliesañ gant ar saozneg d'am soñj...
Iwerzhoneg: Hóiméar Kembraeg: Homeros (/Homer)
--Neal (Kaozeal) 22 Gen 2007 da 14:28 (UTC)
Kaout ur roll diazez
[kemmañ ar vammenn]- Pa vo bet kavet un emglev war ar reolennoù d'ober ganto e vo mat krouiñ ur bajenn ziazez warni ur roll anvioù-tud anavezet (tudennoù istorel pe vojennel, da skouer) a c'hallo talvezout da roll dave evit an implijerien all c'hoant ganto sevel pennad pe bennad diwar-benn hemañ pe hennezh. A-wechoù pa vezer o treiñ pennadoù en em gaver gant anvioù gresianek ivez ha ne oar ket an holl eus ar gresianeg. Pa oan bet o sevel pennadoù ar milvedoù, ar c'hantvedoù ha bloavezhioù kentañ ar c'hanved kentañ em boa bet da venegiñ anvioù tud zo. N'ouzon ket gresianeg ha graet em boa eus ma gwellañ o sellet dreist-holl ouzh ar mod ma oa bet graet e saozneg, galleg, spagnoleg hag alamaneg. Setu, e soñj din e vije mat kaout ur roll dave hag ur bajenn a vije ivez ur bajenn ma c'hallfer goulenn ali an implijerien all barregezh enno e-keñver an treuzskrivañ gresianeg ha mat dezho reiñ kuzulioù diouzh ar reolennoù bet degemeret. Kalzik a anvioù a gaver er pennadoù Diadoked, Seleukided, Ptolemaios ha Ptolemaios (digejañ) troet ganin, da skouer. Mat e vije d'unan bennak all teuler ur sell warno moarvat. Fulup 24 Gen 2007 da 14:18 (UTC)
==Un damemglev e-keñver an anvioù gresianek? E pe lec'h eo bet lakaet war wel?
Skrivet en deus Neal war ma fajenn bersonel eo bet tizhet un damemglev war an "t" (tau) hag an "th" (theta) gresianek. Ma vije bet unan e vije bet roudoù ar c'hendiviz amañ. Ne em eus ket gwelet tra.
Betek-henn e talc'han (tamm pe damm) da hengoun Vallée ha Gwalarn ha ne raent diforc'h ebet abalamour d'an "th" saoznek ha kembraek marteze. Koulskoude e talvez an "th" gresianek kozh ha modern evit ar "z" brezhonek. Sellit ouzh Mathias > Mazeas. Ma vo lakaet ar c'hinnig emglev amañ hag e c'hellimp kaozeal warnañ. --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:59 (UTC)
--Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:59 (UTC)
- Sellet amañ: a-us, Benoni 4 C'hwe 2007 da 15:40 (UTC)
- a-du gant Benoni. Ret ivez ober un diforc'h etre un damemglev da c'hortoz (evel hemañ, da skouer) hag ur c'henemglev hollek da vat (ha n'eo ket bet tizhet c'hoazh). Amañ, ur wezh all, emañ kaoz eus anvioù divoutin estren ha n'eo ket eus anvioù boutin hengounel rak ret eo anzan n'eo ket ret dezhe bezañ diorroet en hevelep mod ha zoken ma vefent savet diouzh an hevelep gwrizienn. Kinnigoù-emglev a-leizh zo bet dija - n'eus nemet sellet ouzh ar bajenn-mañ. Ha tuzhet zo bet un damemglev da c'hortoz gant nebeudig a dud, gwir eo met ma n'eo ket bet tizhet ur c'henemglev ledanoc'h n'eo ket peogwir em eus graet diouzh ma c'hoant (rak ne glot ket penn-da-benn an damemglev-e gant ma c'hinnigoù personel-me evel ma c'hell an neb gwelet) met peogwir n'o deus ket kemeret perzh er c'hendiviz - digor abaoe pell - implijerion/ezed all. Laouen e vefen o welet ar muiañ-niver a dud posubl o reiñ o ali (ha zoken eo bet goulennet ganin ez personel ouzh B-B hen ober nouspet gwezh, ha chomet gantañ hep hen ober nouspet gwezh all, da skouer). Klask a ran kas al labour war-raok war ar c'hraf-mañ dre unvaniñ ar pezh a zo bet graet dija (ar boazioù - peurliesañ diwar pennadoù bet savet gant B-B e-unan) gant kinnigoù resis all evit diskoulmañ kudennoù resis savet diwar ar boazioù-se ha n'eo ket dre klask lakaat da dalvezout ma sav-poentoù personel-me evel implijer. Ne gav ket din e vefe un hent gwellco'h evit dont a-benn da dizhout un emglev, kea? Setu, evidon-me, ez eus bet savet pennadoù a-walc'h bremañ evit gellout gwelet petra eo ar boazioù pennañ bet implijet evit treuzskrivañ ha brezhonekaat anvioù divoutin gresianek estren (da lâret eo, anvioù n'int ket hengounel e brezhoneg evel Mazeas) ha klask o unvaniñ. Ur gudenn resis ez eus bt klasket diskoulmañ dre diforc'hañ etre th ha t hag ivez i ha y ha ma vez lakaet seurt diskoulm e pleustr evit un anv resis e vefe gwell, d'am soñj, ober heñvel gant an anvioù all. Kinnigoù all: implijout stumm an nominativel gresianek atav evel stumm diazez evit ar stumm brezhonekaet: ur boaz eo - mat e vefe e lakaat da erbedenn, d'am soñj. Chom a ra ar kudenn an dibenn benel hag ar stumm brezhonekaet -a pe -e. Kinnigoù resis zo bet abaoe pell ha klasket zo bet tizhout un damemglevig war o fenn evit mont pelloc'hig gant al labour. N'eo ret re diwezhat evel-just pindivikaat ar gaoz gant alioù ha kinnigoù all, met mat e vefe dam soñj derc'hel kont atav eus ar pezh zo bet graet dija. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 16:32 (UTC)
Aozañ ur votadeg
[kemmañ ar vammenn]Dre ma welan ne yeer ket mui war-raok er gaoz stroll hag e sav diaesterioù niverusoc'h-niverusañ war an tem-mañ ez on ali eo poent lakaat votiñ war an nebeud krafoù lakaet gant Implijer:Neal. Un diazez e vo evit mont war-raok. Fulup 4 C'hwe 2007 da 16:56 (UTC)
- a-du. Ret sevel ur c'hinnig resis evit votiñ diwar e benn da gentañ hag e vefe tu da lakaat an dud da vezañ a-du dre vras. Tennañ a rafe ar vot koulz d'an treuzskrivañ rik ha d'ar vorfologiezh (dibenn benel). Sevel a rin ur c'hinnigig da gentañ hag e gas d'ar re bet labourate war an dachenn-mañ mui d'ar verourion evit goût o ali a-raok lakaat an dud da votiñ diwar e benn. Lakaomp ur sizhunvezh evit klokaat, astenn pe kemmañ ar c'hinnig da vezañ mouezhiet diwar e benn ha neuze ur sizhunvezh all evit ha teufe an dud da votiñ war-eeun. Petra a gav deoc'h?
--Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 17:33 (UTC)
- Mat eo din. --Fulup 4 C'hwe 2007 da 17:40 (UTC)
- Mat eo din ivez, Benoni 4 C'hwe 2007 da 17:41 (UTC)
- Mat eo din. --Fulup 4 C'hwe 2007 da 17:40 (UTC)
Kinnig diazez evit ur votadeg (brouilhed)
[kemmañ ar vammenn]Distag an eil diouzh ar re all e rankfe bezañ ar vot war pep kraf d'am soñj kentoc'h evit ur vot hollek:
1. Tennañ a ra ar c'hinnig-mañ d'an anvioù divoutin henc'hresianeg nemetken. Evit an anvioù gresianek divoutin a-vremañ e vint treuzskrivet hervez an distagadur a-vremañ kentoc'h evit bezañ treuzlisherennet (d.s., "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.)
2. Koulz evit an anvioù henchresianek hag evit ar re a-vremañ e vo implijet an taolennoù treuzlizherenniñ war ar bajenn-mañ.
Kudenn: Da bep hini da deuerel ur sell war ar bajenn-se da gentañ evit gwelete hag-eñ e fell dezhe kemmañ tra pe dra. Kemmet e ranko bezañ evel-just ar golonenn "Brezhonekadur" hervez diviz ar gumuniezh.
3. Lakaat atav stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel, d.s. "Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"; "Penelope (< Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop"
4. Nemet ma vefe ur stumm boas e brezhoneg dija (stumm hengounel), brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -? > -a atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all, d.s. "Andromac'ha" (< Ἀνδρομάχη); "Europa" (< Εὐρώπη) met "Penelope" (stumm boas dija).
Kudenn: ret e vo ivez divizout pesuert kinnig ober evit brezhonekaat al lostger benel -a/-e (implijet eo bet an daou betek-hen)
Kudenn: ha m'ac'h eo bet savet fall ur stumm boas/hengounel e brezhoneg, lakaomp, daoust hag-eñ e ranfer ober gantañ pe gallout a reer e reizhañ?
5. Dres evel ma vez graet an diforc'h e brezhoneg etre phi (>f)~pi (>p), chi (>c'h)~kappa (>k) e rankfer ivez ober an diforc'h atav etre tau (>t)~theta (>th), daousut ha ma ne vez ket diforc'het etre t ha th e brezhoneg dre gomz, rak dre-se e c'heller kompren pehini e oa ar stumm orin hag ivez e talvez evit diforc'hañ etre anvioù heñvel-poch a-hend all, d.s. "Thanatos" ( < θάνατος) e lec'h *"Tanatos"
6. Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon" (gwelet skouer Tethys, Thetis uheloc'h).
Kudenn: Treuzskrivañ upsilon u pe i?
7. Implijout daoubik e brezhoneg (eü) evit an diftongenn c’hresianek εύ, da skouer: "Zeüs"( < Ζεύς) e lec'h *"Zeus"
--Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 17:59 (UTC)
Mont war-raok, mon war gil
[kemmañ ar vammenn]Un diazez e vo evit mont war-raok. Biskoazh kemend-all! Aotre zo da "glemm" (da glemmichat 'me egile) pa lenner se ? Gant daou pe dri fennad nevez bemdez e kasan an traoù war-gil marteze?
Diaesterioù niverusoc'h-niverusañ? Me (hag "a labour ma unan" 'toare, a zo bet tamallet din!) ne welan ket. Marteze on dall. Ar re all a wel em lec'h! Din-me n'eo nemet un digarez da deurel lañs an traoù o vont war-raok, hag a chomo a-skourr e-pad ur pennad, se zo sur. Bianchi-Bihan 4 C'hwe 2007 da 17:43 (UTC)
- Μαζί σου ή χωρίς εσένα. Γεια, Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 17:48 (UTC)
War-se ar frazenn-se eo e vo ret votiñ? Pet den a gemero perzh?Bianchi-Bihan 4 C'hwe 2007 da 17:52 (UTC)
Pa soñjan: en istorel, perak ne vije ket lakaet th da vout zh? evel e brythoneg /brezhoneg? sed a vije peurunvan! Bianchi-Bihan 4 C'hwe 2007 da 18:45 (UTC)
N'eus ket tu da votiñ
[kemmañ ar vammenn]- N'eus ket tu da votiñ pa n'omp ket niverus a-walc'h
- N'eus ket kalz a votadegoù, peogwir e vije iskis votiñ war traoù bihan etre 12 den.
- N'eus ket tu da zibab ar furm, peurvuiañ, met war urzh an adkasoù : marteze e vo an talbenn Homeros, met ne dalvezo ket an diviz evit mirout den pe zen skrivañ Homer e korf ar pennadoù savet gantañ. Savet e vo un adkas eus Homer da Homeros ha mat pell'zo
- N'eo ket erbedet ijinañ ur furm pe dianavezet pe savet diwar ur patrom nevez. Ma soñj un den ober evel-se, mat e vije dezhañ lakaat ur gerig war ar bajenn kaozeadenn. Evit gwir, ret e vo sevel un daolenn gant ar furmoù stankañ lakaet tal-ouzh-tal. Furmoù implijet er brezhoneg skrivet hag embannet, evel just (gant daveoù marteze)
- Ne welan ket ar gudenn a zo gant t, th ha perak e vije distroadet an hengoun. Memestra evit ks. Evit i/u, marteze e vije mat heuliañ skouer Aesc'hulos a zo kozh dija. Eu : petra vern? --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 19:10 (UTC)
Votiñ a raio an dud dedennet gant an tem. Me 'gav din gwell gwelet 3 den ouiziek war un dachenn votiñ evit 100 den diouiziek. N'eo ket an niver a dud a gont evidon met klask un doare da distankañ an hent war-du un diskoulm manet stanket abaoe keidall bremañ dre gaozeal. Ha petra dalv "niverus a-walc'h" - un dregantad resis eus an holl implijerion/ezed war ar wikiepdia brezhoneg, pere, ar re oberiant pe an holl (o o zouez meur a hini na oar ket brezhoneg)? Ma vez un dra ken bihan all e teufer a-benn d'en em glevet aezetoc'hig, kea? Ret eo anzav ez eus savet ur gudenn hag e ranker, d'am soñj, klask disrouestlañ. Ne welan mod ebet all d'hen ober. Ne blij ket gwall din suert mouezhiadegoù, met war ar c'hraf-mañ ne welan hent ebet all evit gallout kas al labour war-raok en un doare sioul hag a-stroll. Pep hini a c'hell ober diouzh e/he c'hoant evel-just, met pedet e vez ouzh an dud bezañ poellek, da lâret eo implijout e korf ar pennadoù an hevelep stumm embannet en titl. Evit kopmpren ar gudenn gant t/th n'eus nemet adlenn ar pezh a oa bet displeget dre an hir dija war ar bajenn-mañ. Daou hent zo: ober diouzh distagadur ar brezhoneg a-vremañ (treuzskrivañ ha brezhonekaat), da lâret eo chom hep diforc'hañ tau diouzh theta, pe ober treuzlizherenniñ en un doare rikoc'h ha tostoc'h ouzh ar stummoù gresianek orin evit gallout ober an diforc'h etre anvioù hag a vefe peuzheñvel a-hendall. "Eu": un diforc'h zo etre "eu" (vogalenn eeun e brezhoneg, evel "kreun") hag "eü" (diftongenn evel "fleüt") - kalz tostoc'h an hini diwezhañ oiuzh distagadur ar henc'hresianeg ("ef" pe "ev" e gresianeg a-vremañ). Ur c'hinnig n'eo ket, n'eo ket ret bezañ degemeret. Met ma'c'h eo sklaer da soñj a-dibvout seurt kudennoù ne wlan ket perak ne fell ket dit o diskwel en un doare sklaer dre votiñ. A galon, Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 20:16 (UTC) --Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 20:16 (UTC)
- Unan eus diazezoù pennañ Wikipedia eo an implij eus ar vot etre an implijerien evit en em lakaat a-du war ar reolennoù. Ne welan ket en anv da betra ne vije ket tu da votiñ war kement tra a fell deomp war ar wiki-mañ evel ma vez graet ingal war ar re all. Evel implijer eus Wikipedia e c'hallez votiñ a-enep ar reolennoù kinniget pe chom hep votiñ ma fell dit. Evel merour avat, n'hallez ket sevel a-enep ar gwir d'ar gumuniezh d'en am aozañ ha da gemer divizoù ma fell dezhi. Ne gomprenan ket arguzenn an niver a zegasez atav. Pep wiki a ra gant an dud a fell dezho kemer perzh e tra pe dra. Memes er wikioù er yezhoù muiañ komzet ne vez alies nemet nebeut-tre a dud o kemer perzh er votoù war krafoù arbennik evel hemañ. N'haller ket gortoz bezañ 300 implijer oberiant barrek war ar gresianeg kozh a-raok kregiñ d'en em aozañ. Greomp gant an dud a zo. Ma'z omp niverusoc'h un deiz bennak, ha ma vez ezhomm e vo tu da adwelet traoù zo. Da c'hortoz ez eus savet reuz etre meur a implijer abalamour d'an diouer a reolennoù war an treuzskrivañ anvioù gresianek. Yac'h eo kemer divizoù bremañ pe e c'houzañvo ar wiki pelloc'h diwar hor mank a intrudu. Dalc'hmat out savet a-enep votiñ war an disterañ tra. Ma vijes bet selaouet, ne vije merour ebet er wiki-mañ, ne vije ket tu da ziverkañ ar pajennoù lastez pe faziek na da stourm a-enep d'ar vandalerezh, kemmañ an disterañ tra war an etrefas a vije chomet ur gwir binijenn tost dibosupl, ne vefe ket ar peurunvan skritur ofisiel ar wiki, daouhanteret e vije c'hoazh ar bajenn degemer etre meur a zoare skrivañ abalamour d'un implijer trelatet hepken ha drailh a vije c'hoazh etre tout an dud abalamour da gudennoù skritur na oa ket anezho e gwirionez. Ezhomm en deus ar wiki d'en em frammañ gant harp an holl dud a-youl vat a asant moustrañ war o soñjoù personel evit heuliañ divizoù kemeret a-stroll. Aze emañ tout spered Wikipedia, ur raktres stroll a ya en-dro gant divizoù stroll. N'eus ket eus Wikipedia ur strobad hiniennoù dizarempred a ra ar pezh a garont en o c'horn. --Fulup 4 C'hwe 2007 da 20:39 (UTC)
- Votiñ war ur sistem brezhonekaat an anvioù gresianek a zo a-us d'hon nerzhioù. Kemer (dre votiñ, m'ho peus c'hoant) war urzh an adkasoù a zo posubl. Ne c'hellan ket votiñ evit gouzout p'eo Homeros evit bezañ lakaet e plas Homer evit an dazont. Marteze e c'hellomp divizout pehini a vo lakaet da dalbenn da-c'hortoz a-raok ma vo eilpennet (pe ne vo ket) an dra gant hon warlec'hidi gouiziekoc'h.
Dre vras, n'on ket chalet gant traoù pe draoù degaset pa sonjan e vint kemmet pelloc'h. Chalet on gant an diouer a daveoù n'on ket gouest degas evit anv pe anv am eus lennet dija. Ret eo doujañ d'ar skridoù kent da gentañ holl. Ma 'z eus ur votadeg, ret e vo dibab diwar dibaboù an oberourien? N'eus ket anv anezho er raktres votiñ. --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 22:39 (UTC)
- Emren eo ar Wikipedia: bez' e c'hell divizout brezhonekaat en un doare nevez diazezet war ar ouiziegezh a-vremañ (diaezet eo hen ober diazezet war ouiziegezh an dazont) pe kenderc'hel d'ober gant stummoù bet imoplijet dija, ha zoken ma'c'h int bet savet fall (d.s.Troia bet degemeret amañ e lec'h *Troja a gaver e geriadur Roparz Hemon). Votiñ a c'hller atav, dre ma c'helelr divizout chom hep votiñ. Ha kemmet-digemmet e c'hell bezañ pep tra war ar wikipedia, hag eilpennet e c'hell bezañ hogozik an holl reolennoù ha kendivizoù - dre asant ar gumuniezh atav. Ret eo doujañ ouh an dibaboù bet graet gant ar re be savet ar pennadoù gante? - Pere? Ha ma'c'h eo bet savet pennadoù war un hevelep tachenn gant meur a hini o heuliañ kriterioù disheñvel (evel amañ)? Izili ar gumuniezh eo ar bennaozerion koulz hag ar re all - na vui na netra. Gallout a reont reiñ o soñj, en em displegañ ha votiñ evel ar re all. Ur sizhunvezh am eus kinniget evit kempenn ur c'hinnig resis. An dd n'int ket a-du gant ar c'hinnig-se a c'hell sevel kinnigoù all evel-just pe chom hep votiñ, met mar fell da dud zo en am aozañ evit kas da benn ur votadeg ne welan abeg ebet evit herzhel oute hen ober. Ha difenn a rafen ar gwir-se zoken pa vijen-me a-enep d'ar c'hinnigoù pe get. Ur gudenn zo ha rankout a ra bezañ dirouestlet e mod pe vod a-raok ma sav muic'h a jeu diwarni ha votiñ a zo an hent nemetañ a van, d'am soñj, evit kavout un diskoulm. Penandoù a-leizh a zo bet savet dija war an dachenn-mañ a-benn gwelet pere eo an implijoù boas hag arguzennoù a bep suert a zo bet roet gant meur a hini war ar bajenn gaozeal ispisial bet savet abaoe pell a-divout ar gudenn-mañ. Gortoz pell gortoz gwell a-wezhoù marteze, met ma c'hortozer re bell ec'h ay ar soubenn da drenk hag e savo reuz (krog eo dija).
Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:09 (UTC)
Reuz ne oa ket. Ha pennadoù a oa. Bremañ ne vo ket pennadoù ken eus ma ferzh. met reuz a vo. Lakaet gant tud a ya enep ur reolenn a-boan savet, hag a-enep ar skiant vat. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 07:30 (UTC)