Wikipedia:Keleier
|
|
Sifr an Deiz
| |
25
| |
![]() | |
An IBM 5150 | |
Sul 3 a viz Kerzu 2023 |
Pemp bloaz warn-ugent zo ez eo bet lakaet e gwerzh evit ar wech kentañ an urzhiataer personel (PC) gant ar stal IBM. D'an 12 a viz Eost 1981 e oa.
Setu neuz an ardivink-se : tro 12 kg e bouez ; ur skramm unliv ; 4,77 MHz e dizh ; 16 kilo-okted a vemor bev. Un druez eo e-keñver galloud an urzhiataerioù a c'haller kaout hiziv.
D'ar mare-se e kave da IBM e vije bet gwerzhet un 2 000 bennaket a skouerennoù, pa'z eo ur milion anezho a zo bet prenet en holl. Na pebezh berzh !
Met un disterañ tra evit gwir pa ouzer e vez gwerzhet war-dro 230 ardivink a seurt-se bep bloaz bremañ ha pa soñjer ez eus marteze 1 miliard anezho o vont en-dro dre ar bed d'an deiz a hiziv.
- Evit mont pelloc'h ganti
Dielloù |
Skeudenn ar sizhun
| |
![]() | |
Mirdi ar pellgehentiñ e Pleuveur-Bodoù (Aodoù-an-Arvor). Skeud. gant Patrick GIRAUD. | |
Sizhun 48
|