Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kannadig ar verourien

Eus Wikipedia

Gant ar soñj lakaat ar gumuniezh da gompren ha da heuliañ gwelloc'h labour ar verourien eo bet krouet ar c'hannadig-mañ. Drezañ e c'hallo ar verourien reiñ keloù eus o labour p'o do c'hoant. Gallout a raint reiñ displegadurioù ha displegañ o c'hudennoù pe o zaolioù imor ivez. M'hoc'h eus kudenn pe gudenn pe c'hoant gouzout tra pe dra ent resis, trugarez da implijout pajenn gaozeal ar c'hannadig-mañ.

Dielloù:

Kenurzhiañ

@VIGNERON: @Lekemok: C’hoant ho peus kemer pezh pe bezh eus al labour? Ober war-dro ar pajennoù da ziverkañ, pe n’ouzon ket petra all? Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 18:12 (UTC)[respont]

@Huñvreüs ha Lekemok: anavezout a ran an etrefas evit ar verourien dija, gallout a ran sikour met marteze e vefe gwelloc'h mard oc'h klask da gentañ. Amañ emaon ma zo goulennoù pe evezhiadennoù ;) A galon, VIGNERON (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 18:25 (UTC)[respont]
Ma, da zi-gentañ e rin un tamm-tro, d'ober anaoudegezh gant tout an ostilhoù nevez. Lavaret 'moa 'mije graet war-dro ar pajennoù a oa bet votet pajennoù mat hag all. Ur mennozh mat eo ar bajenn-se da eskemm keloù ha soñjoù. Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 19:51 (UTC)[respont]

Diverkañ adkasoù davet rummadoù pe chom hep ober

Hervez a gomprenan: dre vras, derc’hel un adkas davet ur pennad ne ra ket poan, neuze e tlefent bezañ dalc’het peurliesañ. Evel-just eo ret diverkañ an adkasoù a-enep d’ar reolennoù (nann-neptu, kunujennus…). En esaouennoù anv all e c’hell bezañ disheñvel an traoù, d’am soñj. Er wiki saoznek e vez diverket an adkasoù davet rummadoù, war-bouez un nebeut anezho displeget er bajenn-mañ. Gallout a rafemp ober gant ar reolennoù-se evit poent ha gwelout en un ober hag-eñ hon eus ezhomm cheñch anezho evit hor wiki. A-du oc’h? Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 07:18 (UTC)[respont]

A-du war ar priñsip, nemet e ranker bezañ asur da cheñch ar rummadoù e traoñ ar pennadoù. Ur bot a c'hellje sikour, met n'on ket barrek war an ostilhoù-se. Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 11:35 (UTC)[respont]
Da zerc’hel e soñj: n’eo ket adkasoù ordinal e vez graet ganto met adkasoù «soft», ur pezh n’eo ket anezhañ er wiki-mañ evit poent. Gallout a rafe bezañ mat evit rummadoù evel X Bro-C’hall / X Frañs, da skouer. Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 14:22 (UTC)[respont]

Adkasoù ha kemmadurioù

A-wechoù e vez krouet adkasoù evel Wengamp pe Golombia, a laka aesoc’h ober ul liamm davet Gwengamp pe Kolombia. Diezhomm int ha kompren a ran ar c’hoant diverkañ anezho, met «digoust» int ivez, ha ne gemeront ket plas ur pennad all. Petra a soñj deoc’h? Derc’hel pe diverkañ? Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:39 (UTC)[respont]

Me gav din eo talvoudus-kenañ an adkasoù-se, aesoc'h evit an nen skrivañ da [[Wengamp]] eget da [[Gwengamp|Wengamp]]. Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:43 (UTC)[respont]

Gallout a reer farsal, met din e vefe plas ar pennadoù-se en asaouenn anv Wikipedia ha n’eo ket en hini pennañ, da skouer: Wikipedia:Fent/Robinhoudeg. A-du oc’h evit dilec’hiañ? Ha dibrennañ Kaozeal:Robinhoudeg, kement hag ober? Huñvreüs (kaozeal) 23 Ebr 2022 da 21:54 (UTC)[respont]

Disoñjet am boa hen ober, graet eo. Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2022 da 19:12 (UTC)[respont]

Ezmerourien hag ezburevidi

Krouet am eus patromoù evito ha lakaet am eus anezho e lec’h ar patromoù Implijer Merour / Bureviad en o fajennoù implijer evit sklaeraat an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 13:54 (UTC)[respont]

Gwagenn Omikron

Evit poent n’eo ket bet noazus, neuze n’am eus ket diverket an degasadennoù (grit m’ho peus c’hoant), met din eo sklaer e tiverkin pep tra kentañ ma welin ur gunujenn pe un emzalc’h tagus. Gallout a ra ar sil 5 bezañ gweredekaet ma ’z eus ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 9 Gou 2023 da 09:06 (UTC)[respont]