Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Mae

Eus Wikipedia
An Taj Mahal
An Taj Mahal

An Taj Mahal zo ur savadur-kañv marbr gwenn en Agra, en India. Emañ war roll lec’hiennoù glad ar bed, savet gant UNESCO. "Kurunenn ar palezioù" eo ster an anv Taj Mahal, deuet eus ar perseg.

Brudet eo an Taj Mahal evel ur bravig eus an arz islamek en India hag unan eus pennoberennoù miret brav-eston eus glad ar bed. Ur mozoleon eo, da lavaret eo ur savadur-kañv, savet gant an impalaer moghol Shah Jahan (1592-1666) evit degemer bez e wreg muiañ-karet Mumtaz Mahal. Savet e voe eus 1632 da 1653, e doare an arz muzulman, da lavaret eo n’eus skeudenn ebet, met marbr kizellet a ya da ginklañ kement elfenn a zo er savadur. Emañ ar bez he-unan e-kreiz ar savadur,hag ennañ ez eus ivez ur voskeenn ; tro-dro d’ar savadur ez eus liorzhoù brav, gant ur voger tro-dro.

Mervel a reas Mumtaz Mahal ("sklêrijenn ar palez") e 1631, pa c’hanas pevarzekvet mab an impalaer. Neuze e voe roet urzh gant Shah Jahan da sevel ar monumant hag echuet e voe ar braz eus al labourioù e 1648. Ouzhpenn 20 000 a dud a voe o labourat war ar chanter. A-raok ma voe fin d’al labour e voe didronet Shaj Jahan gant unan eus e vibien ha toullbac’het. Pa varvas e 1666 e voe beziet en Taj Mahal ivez, asambles gant e wreg.

(muioc'h...)