Mont d’an endalc’had

Wijtschate

Eus Wikipedia
Wijtschate

Lec'hiadur Wijtschate e Kumun Heuvelland
Riez Belgia
Kumuniezh Banniel kumuniezh flandrezek Belgia Kumuniezh flandrezek
Rannvro Banniel Rannvro Flandrez Flandrez
Proviñs Kornôg-Flandrez
Arondisamant Ieper
Kumun

Heuvelland

Kod post 8953
Kod pellgomz 057
Gorread 26,24 km2
Led 50° 47' 10 Norzh
Hed 02° 53' 02 Reter
Uhelder .. m
Poblañs hep kontoù doubl 2 109 (2001)
Stankter 80 a./km²

Wijtschate en izelvroeg, Wytschoate e flandrezeg kornôgel, a zo ur rann-gumun eus Heuvelland e proviñs Kornôg-Flandrez e Belgia. Ur gumun e oa gwechall; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun Heuvelland.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emgannoù start a voe e Wijtschate e-pad ar Brezel bed kentañ. Dalc'het e voe Wijtschate gant ar C'hallaoued hag ar Vreizhveuriz betek ar 1 a viz Du 1914. Adkemeret e voe gant nerzhioù ar C'hommonwealth e miz Even 1917 ha gant an Alamaned e miz Ebrel 1918. Kemeret e voe en-dro gant nerzhioù ar C'hommonwealth d'an 28 a viz Gwenholon 1918.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz katolik Sint Medardus
  • An iliz katolik.
  • Ar Monumant d'ar London Scottish Regiment: savet eo bet evit degas soñj ag an emgann adalek an 30 a viz Here betek an 3 a viz Du 1914. 394 soudard, diwar 700, eus ar London Scottish Regiment (Rejimant Skosat Londrez) a voe lazhet en emgann. Digoret e voe ar savadur e miz Mae 1924 gant ar Roue Alberzh Iañ.

Bered ar C'hommonwealth : Cabin Hill Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 25
Rouantelezh-Unanet 42
Hollad 67

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917 gant an 11th Division, implijet e voe da vered talbenn betek miz Meurzh1918[1],[2].

Bered ar C'hommonwealth : Croonaert Chapel Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 74
Sina 1
Hollad 75

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917 gant an 19th Division Burial Officer hag implijet betek miz Du 1917. Seizh eus ar vilourion douaret enni a chom dianav. Daou vez all a voe degaset, unan e 1918 hag an hini all e 1919. 51 bez alaman a voe tennet goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918[3].

Bered ar C'hommonwealth : Derry House Cemetery No. 2

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 37
Rouantelezh-Unanet 126
Hollad 163

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917 e-mesk rivinoù un atant bet anvet Derry House gant soudarded ar Royal Irish Rifles. Krouet e voe gant ur c'hlañvdi-tachenn eus an 11th Division (32nd Brigade). Betek miz Kerzu 1917 e voe implijet da vered talbenn, hag adarre betek miz Here 1918 gant ar 2nd London Scottish [4],[5].

Bered ar C'hommonwealth : Lone Tree Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 88
Hollad 68

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917. 55 anezhe a oa er rejimant Royal Irish Rifles. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret enni a varvas d'ar 7 a viz Even 1917, kalz anezhe a voe lazhet gant ur pikol minenn bet lakaet dindan an douar gant o c'henseurted[6],[7].

Bered ar C'hommonwealth: Oosttaverne Wood Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Alamagn 2 (dianv)
Bro-C'hall 1
Aostralia 43
Indez 1
Kanada 133
Rouantelezh-Unanet Brezel-bed kentañ: 923, Eil brezel-bed: 117
Zeland-Nevez 19
Hollad 1 239

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917 gant an IX Corps Burial Officer hag implijet betek miz Gwengolo 1917. Goude dibenn ar brezel e voe degaset bezioù all eus an tachennoù emgann hag eus beredoù bihan, beredoù alaman peurliesañ, tro-war-dro. Implijet e voe en-dro gant ar Vreizhveuriz e miz Mae 1940 e-pad an Eil brezel-bed p'edont o kilañ war-zu Dukark[8]. 783 milour bet lazhet e-pad ar Brezel bed kentañ ha pemp eus ar re lazhet e-pad an Eil brezel-bed a zo chomet dianav[9].

Bered ar C'hommonwealth : R.E. Farm Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Kanada 47
Rouantelezh-Unanet 132
Hollad 179

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe gant ar 1st Battalion, Dorset Regiment e miz Kerzu 1914 e tu-reter ti-feurm Les Douze Bonniers, adanvet R.E. Farm. An ti-feurm a chomas e dal'ch ar Re Gevredet betek miz Ebrel 1918. Implijet e voe ar vered gant unanadoù-stourm ha klañdioù-tachenn betek miz Ebrel 1946, hag a-wechoù e 1917. Un eil vered, R.E. Farm No.2 a voe digoret gant ar 1st Battalion, Dorset Regiment e tu kornôg an ti-feurm; homañ ve servijas ket kalz hag an 23 bez a oa enni a voe lakaet er vered Nn 1 goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918[10],[11].

Bered ar C'hommonwealth : Somer Farm Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 22
Rouantelezh-Unanet 67
Bezioù all eus ar Brezel bed kentañ 2
Hollad 91

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe Somer Farm Cemetery No. 1 e miz Even 1917 hag implijet betek betek miz Meurzh 1918 hag e miz Here 1918 en-dro. Bezioù ar vered Somer Farm Cemetery No.2 a voe lakaet e Wytschaete Military Cemetery[12],[13].

Bered ar C'hommonwealth : Spanbroekmolen British Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 58
Hollad 58

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Even 1917. 42 eus ar vilourion douaret enni a varvas d'ar 7 a viz Even 1917, an tri all d'an 8. 42 anezhe a oa er rejimant Royal Irish Rifles. Distrujet e voe ar vered en emgannoù, adkavet e voe goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918, met ne c'hellaed ket adkavet bezioù c'hwec'h soudard douaret enni[14],[15].

Bered ar C'hommonwealth : Torreken Farm Cemetery No. 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Alamagn 14
Aostralia 20
Rouantelezh-Unanet 70
Hollad 104

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe Torreken Farm Cemetery No. 1 e miz Even 1917 gant ar 5th Battalion, Dorset Regiment hag implijet da vered talbenn betek miz Ebrel 1918 hag e miz Here 1918 en-dro. Bezioù ar vered Somer Farm Cemetery No.2 a voe lakaet e Wytschaete Military Cemetery[16],[17].

Bered ar C'hommonwealth : Wytschaete Military Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 11
Alamagn 1
Aostralia 31
Indez 1
Kanada 19
Rouantelezh-Unanet 511
Zeland-Nevez 7
Dianav 423
Hollad 1 003

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Goude dibenn ar brezel e voe bodet enni bezioù eus an tachennoù emgann hag eus beredoù bihan[18],[19].

  • Annelien Coorevits, Miss Belgia 2007.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Commonwealth War Graves Commission
  2. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  3. Commonwealth War Graves Commission
  4. Commonwealth War Graves Commission
  5. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  6. Commonwealth War Graves Commission
  7. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  8. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  9. Commonwealth War Graves Commission
  10. Commonwealth War Graves Commission
  11. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  12. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  13. Commonwealth War Graves Commission
  14. Commonwealth War Graves Commission
  15. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  16. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek
  17. Cemetery Commonwealth War Graves Commission
  18. Commonwealth War Graves Commission
  19. Wereld Oorlog 1 in de Westhoek