Walter Nowotny

Eus Wikipedia

Walter Nowotny, ganet d'ar 7 a viz Kerzu 1920 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Du 1944, a oa ur blenier kirri-nij brezel a orin eus Aostria. Bez e voe un as el Luftwaffe e-pad an Eil Brezel-bed.

Kretaet e voe gant 258 trec'h-nij (258 emgann-nij gant distruj ar c'harr-nij enebour tessteniekaet), 442 nij-brezel. Nowotny en doa trec'het 255 eus e emgannoù-nij war Talbenn ar Reter ha tri all pa oa o nijal gant unan eus kentañ kirri-nij jet Messerschmitt Me 262, o tifenn ar Reich. Darn eus an trec'hioù bet gantañ a voe o nijal ar Focke-Wulf Fw 190, un 50 bennak all gant ar Messerschmitt Bf 109.

Focke-Wulf Fw 190A-4 hini Nowotny

Nowotny a oa emzelet el Luftwaffe e 1939 hag echuet en devoa e gourdonadeg nijer-brezel e 1941. Goude-se e oa bet kaset d'ar Jagdgeschwader 54 "Grünherz" (JG 54) war Talbenn ar Reter. Nowotny a oa bet ar c'hentañ blenier kiiri-nij brezel o tizhout 250 trec'h, 194 e 1943 e-unan. Enoret e voe gant ar Ritterkreuz des Eisernen Kreuzes mit Eichenlaub, Schwertern und Brilliantenon d'an 19 a viz Here 1943. Evit an oberioù propaganda e oa bet difennet dezhañ kenderc'hel gant nijoù-brezel

Tresadenn karr-nij Messerschmitt Me-262 Walter Nowotny

Adlakaet war an talbenn e Gwengolo 1944, Nowotny a oa kroget gant sevel kadoniezhoù brezel oc'h implij ar Messerschmitt Me 262. Tri karr-nij enebour a voe tizhet gantañ gant ar c'harr-nij se a-raok mervel en ur crash goude un emgann-nij gant an United States Army Air Forces (USAAF) d'an 8 a viz Du 1944. Goude ma voe lazhet ar c'hentañ skouadrenn kirri-nij jet brezel ar Jagdgeschwader 7 "Nowotny", a voe anvet gant e anv.